Eil levr ar Rouaned - Pennad 13
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25
Pennad 13
La vingt-troisième année du règne de Joas, fils d’Ocozias, roi de Juda, Joakaz, fils de Jéhu, devint roi sur Israël à Samarie. Il régna dix-sept ans. 2R 13, 1 : Er bloaz tri warn-ugent eus Joas, mab Okozias, roue Youda, e renas Joac’haz, mab Jehou, war Israel, e Samaria, evit seitek vloaz.
Il fit ce qui est mal aux yeux du Seigneur : il imita les péchés que Jéroboam, fils de Nebath, avait fait commettre à Israël. Il ne s’en écarta pas. 2R 13, 2 : Ober a reas an droug ouzh daoulagad an Aotrou, hag e kerzhas war-lerc’h pec’hedoù Jeroboam, mab Nabat, hag en devoa lakaet Israel da bec’hiñ : ne zistroas ket diouto.
La colère du Seigneur s’enflamma contre Israël ; il les livra aux mains d’Hazaël, roi d’Aram, et aux mains de Ben-Hadad, fils d’Hazaël, tout le temps de son règne. 2R 13, 3 : Hag e tommas kounnar an Aotrou ouzh Israel, hag e lakae anezho e dorn Hazael, roue Aram, hag e dorn Benadad, mab Hazael, bepred.
Joakaz apaisa le visage du Seigneur, et le Seigneur l’entendit, car il avait vu l’oppression d’Israël ; en effet, le roi d’Aram les opprimait. 2R 13, 4 : Distanañ a reas Joac’haz dremm an Aotrou, hag e selaouas outañ an Aotrou, rak gwelout a rae e oa gwasket Israel, gwasket gant roue Aram.
Alors le Seigneur donna à Israël un sauveur : soustraits à la main d’Aram, les fils d’Israël habitèrent sous leurs tentes comme auparavant. 2R 13, 5 : Hag e roas an Aotrou da Israel un dieuber, hag en em dennjont a-zindan galloud Aram. Hag e chomas bugale Israel en o zinelloù evel diagent.
Toutefois ils ne s’écartèrent pas des péchés que la maison de Jéroboam avait fait commettre à Israël ; ils y persistèrent, et même le Poteau sacré resta debout à Samarie. 2R 13, 6 : Daoust da se, ne zistrojont ket diouzh pec’hedoù tiegezh Jeroboam, hag en devoa lakaet Israel da bec’hiñ : enno e kerzhjont, an Ashera a chomas e Samaria.
C’est pourquoi ne furent laissés comme troupes à Joakaz que cinquante cavaliers, dix chars et dix mille hommes de pied. Car le roi d’Aram avait fait périr les autres et les avait réduits en poussière qu’on foule aux pieds. 2R 13, 7 : Ne oa manet gant Joac’haz, a soudarded, nemet hanter-kant marc’heg, dek karr ha dek mil troadeg ; distrujet e oant bet gant roue Aram hag en devoa o lakaet evel ar boultrenn a vez mac’hellet.
Le reste des actions de Joakaz et tout ce qu’il a fait, ainsi que sa bravoure, cela n’est-il pas écrit dans le livre des Annales des rois d’Israël ? 2R 13, 8 : Ha peurrest istor Joac’haz, holl bezh a reas hag e gadarnded, hag-eñ n’eo ket skrivet war Levr an Darvoudoù eus amzer rouaned Israel ?
Joakaz reposa avec ses pères, et on l’ensevelit à Samarie. Son fils Joas régna à sa place. 2R 13, 9 : Hag e c’hourvezas Joac’haz gant e dadoù hag e voe beziet e Samaria. Hag e renas Joas, e vab, war e lerc’h.
La trente-septième année du règne de Joas, roi de Juda, Joas, fils de Joakaz, devint roi sur Israël, à Samarie, pour seize ans. 2R 13, 10 : Er bloaz seizh ha tregont eus Joas, roue Youda, e renas Joas, mab Joac’haz, war Israel, e Samaria, evit c’hwezek vloaz.
Il fit ce qui est mal aux yeux du Seigneur ; il ne s’écarta d’aucun des péchés que Jéroboam, fils de Nebath, avait fait commettre à Israël ; il persista dans cette conduite. 2R 13, 11 : Hag e reas an droug ouzh daoulagad an Aotrou : ne zistroas ket diouzh holl bec’hedoù Jeroboam, mab Nabat, en devoa lakaet Israel da bec’hiñ : enno e kerzhas.
Le reste des actions de Joas et tout ce qu’il a fait, ainsi que la bravoure avec laquelle il combattit Amasias, roi de Juda, cela n’est-il pas écrit dans le livre des Annales des rois d’Israël ? 2R 13, 12 : Ha peurrest istor Joas, holl bezh a reas hag e holl gadarnded, ha penaos e reas brezel da Amasias, roue Youda, hag-eñ n’eo ket skrivet war Levr an Darvoudoù eus amzer rouaned Israel ?
Joas reposa avec ses pères, et Jéroboam s’assit sur son trône. Joas fut enseveli à Samarie avec les rois d’Israël. 2R 13, 13 : Hag e c’hourvezas Joas gant e dadoù, ha Jeroboam a goazezas war e dron. Hag e voe beziet Joas e Samaria, gant rouaned Israel.
Élisée tomba malade de la maladie dont il devait mourir. Joas, roi d’Israël, descendit chez lui et pleura sur son épaule. Il disait : « Mon père !... Mon père !... Char d’Israël et ses cavaliers ! » 2R 13, 14 : Elizea a voe klañv gant ar c’hleñved ma varvje dioutañ. Hag e tiskennas davetañ Joas, roue Israel ; hag e ouelas ouzh e zremm en ur lavarout : "Va zad ! va zad ! Karr Israel hag e varc’heien !"
Élisée lui dit : « Prends un arc et des flèches ! » Et il prit un arc et des flèches. 2R 13, 15 : Hag e lavaras Elizea dezhañ : "Kemer ur wareg ha biroù". Hag e kemeras gantañ gwareg ha biroù.
Élisée dit au roi d’Israël : « Tends l’arc ! » Et il le tendit. Élisée mit alors ses mains sur les mains du roi. 2R 13, 16 : Hag e lavaras da roue Israel : "Krog gant da zorn er wareg". Hag e krogas gant e zorn ; hag e lakaas Elizea e zaouarn war zaouarn ar roue,
Puis il dit : « Ouvre la fenêtre qui donne sur l’orient ! » Et il l’ouvrit. Élisée dit alors : « Tire ! » Et il tira. Élisée prononça : « Flèche de victoire pour le Seigneur ! Flèche de victoire contre Aram ! Tu frapperas Aram à Afeq jusqu’à extermination. » 2R 13, 17 : hag e lavaras : "Digor ar prenestr ouzh ar reter". Hag e tigoras. Hag e lavaras Elizea : "Tenn !" Hag e tennas. Hag e lavaras : "Bir trec’hus a-berzh an Aotrou ! Bir trec’hus a-enep Aram ! Sko war Aram en Afek, ken na vo echu !"
Puis il dit : « Prends des flèches ! » Et il les prit. Il dit alors au roi d’Israël : « Frappe contre terre ! » Et il frappa trois fois, puis s’arrêta. 2R 13, 18 : Hag e lavaras : "Kemer ar biroù". Hag e kemeras. Hag e lavaras da roue Israel : "Sko d’an douar !" Hag e skoas teir gwech hag e paouezas.
L’homme de Dieu s’irrita contre lui. Il lui dit : « Il fallait frapper cinq à six fois, et tu aurais frappé Aram jusqu’à extermination. Mais maintenant, tu ne le frapperas que trois fois. » 2R 13, 19 : Hag e vuanekaas outañ an den-Doue en ur lavarout : "En ur skeiñ pemp pe c’hwec’h gwech, az pije skoet war Aram d’e echuiñ ; met bremañ, teir gwech hepken eo e skoi war Aram".
Élisée mourut, et on l’ensevelit. Or, chaque année, des bandes venant de Moab pénétraient dans la région. 2R 13, 20 : Hag e varvas Elizea, hag e voe beziet. Ha bagadoù Moab a zeuas er vro da zistro-bloaz.
Il advint que des gens qui portaient un homme en terre aperçurent une de ces bandes ; ils jetèrent l’homme dans la tombe d’Élisée et partirent. L’homme toucha les ossements d’Élisée, il reprit vie et se dressa sur ses pieds. 2R 13, 21 : Ha tud, o touarañ un den, a welas ur bagad hag a daolas ar c’horf e bez Elizea ; hag ez eas ar c’horf da stekiñ ouzh eskern Elizea, hag ec’h advevas hag e savas war e dreid.
Hazaël, roi d’Aram, avait opprimé les Israélites tout le temps de Joakaz. 2R 13, 22 : Hag Hazael, roue Aram, a vac’homas Israel e-pad holl amzer Joac’haz.
Mais le Seigneur fit grâce aux fils d’Israël et les prit en pitié. Il se tourna vers eux à cause de son Alliance avec Abraham, Isaac et Jacob. Il ne voulut pas les détruire, – jusque-là, il ne les avait pas rejetés loin de sa face. 2R 13, 23 : Hag en devoe truez an Aotrou outo ; ha dre drugar en em droas war-du enno, abalamour d’e emglev gant Abraham, Izaag ha Jakob, ha n’houllas ket o distrujañ, o disteurel diwar e zremm c’hoazh neuze.
Hazaël, roi d’Aram, mourut, et son fils Ben-Hadad régna à sa place. 2R 13, 24 : Hag e varvas Hazael, roue Aram, hag e renas Benadad, e vab, war e lerc’h.
Alors Joas, fils de Joakaz, reprit des mains de Ben-Hadad, fils de Hazaël, les villes que Hazaël avait enlevées par les armes des mains de Joakaz, son père. Joas frappa Ben-Hadad trois fois et recouvra les villes d’Israël. 2R 13, 25 : Hag en em lakaas Joas, mab Joac’haz, da adkemer kêrioù eus dorn Benadad, mab Hazael, ar re en devoa kemeret eus dorn Joac’haz, e dad, dre vrezel. Teir gwech e skoas warnañ Joas, hag ec’h adkemeras kêrioù Israel.
