Diougan Joel - Pennad 1
Pennad 1
PAROLE DU SEIGNEUR adressée à Joël, fils de Petouël. Jl 1, 1 : Lavar an Aotrou Doue, bet kemennet da Joel, mab Patouel
Écoutez ceci, les anciens, prêtez l’oreille, tous les habitants du pays ! Cela s’est-il passé de votre temps, ou même du temps de vos pères ? Jl 1, 2 : Selaouit kement-mañ, Kozhidi, roit ho skouarn da glevout, holl dud ar vro ! Ha c’hoarvezet eo bet kement-all en ho teizioù pe en amzer ho tadoù ?
Cela, racontez-le à vos fils, et vos fils à leurs fils, et leurs fils à la génération qui suivra. Jl 1, 3 : Hen danevellit d’ho pugale, hag ho pugale d’o bugale-int, hag ar re-mañ d’ar rummad goude !
Ce que laisse la chenille, la sauterelle le dévore ; ce que laisse la sauterelle, le criquet le dévore ; ce que laisse le criquet, le grillon le dévore. Jl 1, 4 : An dilerc’h lezet gant an touzer eo an distrujer en deus hen debret ; an dilerc’h lezet gant an distrujer eo ar c’hrigner en deus hen debret ; hag an dilerc’h lezet gant ar c’hrigner eo an diblusker en deus hen debret !
Réveillez-vous, ivrognes, et pleurez ; tous les buveurs, lamentez-vous sur le vin nouveau, car il est retiré de votre bouche. Jl 1, 5 : Dihunit, mezvierien, ha leñvit ! garmit, c’hwi-holl, everien-win, en abeg d’ar chug nevez : Setu-eñ dilamet kuit eus ho kenoù !
Oui, une nation est montée contre mon pays, elle est puissante et innombrable. Ses dents sont les dents d’un lion, elle a les mâchoires d’une lionne. Jl 1, 6 : Rak enep va bro ez eus pignet ur boblad galloudus, diniver : He dent a zo dent leoned, dent-korn leonezed.
Elle a fait de ma vigne un désert ; mon figuier, elle l’a réduit en pièces, l’a écorcé, abattu ; ses rameaux ont blanchi. Jl 1, 7 : Gwastet he deus va gwinieg ha bruzunet va fiezenn, o diblusket o deus penn-da-benn, ha torret, o brankoù a zo deuet da vezañ gwenn !
Soupire, comme une vierge vêtue de toile à sac, pleurant l’époux de sa jeunesse. Jl 1, 8 : Hirvoud, evel ur werc’hez gwisket gant ar sac’h en abeg da zanvez-pried he yaouankiz !
On a retiré offrandes et libations de la Maison du Seigneur. Ils sont en deuil, les prêtres au service du Seigneur. Jl 1, 9 : Rak profadenn ha skuilhadur sakr a zo aet da get e ti an Aotrou ! E kañv emañ ar veleien, servijerien an Aotrou !
Les champs sont ravagés, la terre est en deuil. Le froment est ravagé, le vin nouveau fait défaut, l’huile fraîche est tarie. Jl 1, 10 : Gwastet eo ar maezioù, e kañv emañ an douaroù drastet eo bet ar gwinizh, diviet eo ar gwin nevez, aet eo da hesk an eoul fresk.
Soyez consternés, laboureurs, vignerons, lamentez-vous, à cause du blé et de l’orge, car la moisson des champs est perdue. Jl 1, 11 : Bezit mantret, labourerien-douar, hirvoudit, gwinierien, war ar gwinizh hag an heiz, rak kollet eo eost ar maezioù !
La vigne a séché, le figuier est flétri ; le grenadier comme le dattier et le pommier, tous les arbres des champs ont séché. Et la joie a disparu de chez les hommes. Jl 1, 12 : Gweñvet eo ar gwini, dizeriet ar gwez-fiez, greunadez, palmez, gwez-avaloù, holl wez ar parkeier, disec’het int. Aet eo kuit al levenez a-douez mibien an dud.
Prêtres, mettez un vêtement de deuil, et pleurez ! Serviteurs de l’autel, faites entendre des lamentations ! Venez, serviteurs de mon Dieu, passez la nuit vêtus de toile à sac ! Car la maison de votre Dieu ne reçoit plus ni offrandes ni libations. Jl 1, 13 : Gwiskit ar sac’h, beleien, ha taolit gouelvanoù, hirvoudit, servijerien an aoter ! Deuit, tremenit an noz gwisket er sac’h, ministred va Doue ! Rak eus ti ho Toue eo bet dilamet kuit ar brofadenn hag ar skuilhadur sakr.
Prescrivez un jeûne sacré, annoncez une fête solennelle, réunissez les anciens et tous les habitants du pays dans la Maison du Seigneur votre Dieu. Criez vers le Seigneur : Jl 1, 14 : Kemennit ar yun, embannit al lid, bodit an henaourien, hag holl dud ar vro e ti an Aotrou, ho Toue ; ha garmit etrezek an Aotrou.
« Ah ! jour de malheur ! » Le jour du Seigneur est proche, il vient du Puissant comme un fléau. Jl 1, 15 : A ! Pebezh deiz ! Rak tost emañ Deiz an Aotrou, dont a ra evel ur wastidigezh a-berzh an Hollc’halloudeg !
N’est-ce pas sous nos yeux que la nourriture est retirée, que la joie et la jubilation s’éloignent de la Maison du Seigneur ? Jl 1, 16 : Hag-eñ n’eo ket dindan hon daoulagad eo bet dilamet kuit ar bevañs, hag eus ti hon Doue al levenez hag an trivli ?
Les graines se dessèchent dans la terre ; les silos sont en ruine, les greniers démolis : le froment a séché. Jl 1, 17 : Krazet eo bet an hadoù dindan o moudennoù : Dismantret e chom ar sanailhoù ha dirapar ar solieroù dre ma-z eo manket an ed !
Comme il gémit, le bétail ! Les troupeaux de bœufs sont inquiets, car ils n’ont plus de pâture. Même les troupeaux de brebis sont touchés. Jl 1, 18 : Nag e klemm al loened ! Follañ a ra an tropelloù oc’hen dre n’o deus netra ken da beuriñ ; An tropelloù deñved zoken a c’houzañv kastiz !
Vers toi, Seigneur, je crie ! Car un feu dévore les pâturages du désert, une flamme consume tous les arbres des champs. Jl 1, 19 : War-zu ennoc’h e krian, O Aotrou, rak an tan en deus lonket peurvanoù ar gouelec’h, ar flamm he deus dêvet holl wez ar parkeier !
Les bêtes sauvages soupirent aussi vers toi, car les cours d’eau sont à sec, un feu dévore les pâturages du désert. Jl 1, 20 : Loened ar maezioù zoken a hiraezh war-zu ennoc’h dre ma-z eo disec’het ar gwazhioù-dour : An tan en deus lonket peurvanoù ar gouelec’h !
