Diougan Joel - Pennad 2
Pennad 2
Sonnez du cor dans Sion, faites retentir la clameur sur ma montagne sainte ! Qu’ils tremblent, tous les habitants du pays, car voici venir le jour du Seigneur, il est tout proche. Jl 2, 1 : Sonit ar c’horn e Sion, war va menez santel galvit d’an evezh ! Holl dud ar vro da skrijo rak dont a ra Deiz an Aotrou, tostaat a ra.
Jour de ténèbres et d’obscurité, jour de nuages et de sombres nuées. Comme la nuit qui envahit les montagnes, voici un peuple nombreux et fort ; il n’y en a jamais eu de pareil et il n’y en aura plus dans les générations à venir. Jl 2, 2 : Deiz a deñvalijenn hag a amc’houlou, deiz a goumoul hag a valkennoù ! Rak endra m’em zispak liv du ar gouloù-deiz war ar menezioù, setu ur bobl niverus ha kreñv, a-seurt n’eus bet biskoazh ha na vo mui biken en he goude, betek bloavezhioù rummadoù ha rummadoù.
Devant lui, un feu dévore ; derrière lui, une flamme consume. Devant lui, le pays, comme un jardin d’Éden ; derrière lui, un désert désolé. Il n’y a rien qui lui échappe. Jl 2, 3 : Dirazo an tan o kuzumiñ, war o lerc’h, ar flamm o têviñ ; en o raok eo ar vro evel liorzh an Eden, en o goude n’eo ken ’met ur gouelec’h mantrus ! Netra ne dec’h diouto.
Son aspect est l’aspect des chevaux ; comme des coursiers, ils s’élancent. Jl 2, 4 : Heñvel int ouzh mirc’hed, evel marc’hegourien e redont ;
C’est comme le bruit des chars bondissant aux sommets des montagnes ; comme le bruit des flammes, un feu qui dévore le chaume ; comme un peuple puissant rangé en bataille. Jl 2, 5 : lavaret e vije storlokadeg kirri o lammat war gern ar menezioù, strakadenn ar flamm-tan o têviñ plouz, ur bobl c’halloudus renket 'vit an emgann.
Devant lui frémissent des peuples, tous les visages ont perdu leur éclat. Jl 2, 6 : Ouzh o gwelout e kouezh an enkrez war ar pobloù, an holl dremmoù a goll o liv,
Comme des braves ils courent ; tels des guerriers, ils escaladent le rempart. Chacun va son chemin, ils ne quittent pas leur voie. Jl 2, 7 : mont a reont d’an arsailh evel tud kadarn, Evel brezelidi e pignont dreist ar mogerioù ; pep unan a ya war-eeun gant e hent, hep distreiñ diwar e roudoù.
Ils ne se bousculent pas l’un l’autre, chaque homme va sa route. Ils foncent à travers les projectiles, sans rompre les rangs. Jl 2, 8 : An eil ne vount ket egile, pep hini a zalc’h gant e roud : Argadiñ a reont a-dreuz d’an daredoù, hep strafuilh ebet en o renkoù.
Ils se ruent dans la ville, ils courent sur le rempart, ils escaladent les maisons, ils pénètrent par les fenêtres comme des voleurs. Jl 2, 9 : Arsailhañ a reont Kêr, redek war ar mogerioù, pignat e-barzh an tiez, antren dre ar prenestroù evel laeron.
Devant lui, la terre tremble, le ciel est ébranlé ; le soleil et la lune se sont obscurcis et les étoiles ont retiré leur clarté. Jl 2, 10 : Dirazo e skrij an douar, e kren an Neñvoù ! An heol hag al loar a deñvala hag ar stered a goll o sked !
Le Seigneur a donné de la voix devant son armée : ils sont nombreux, ses bataillons ; il est puissant, l’exécuteur de sa parole ; il est grand, le jour du Seigneur, et très redoutable : qui peut l’affronter ? Jl 2, 11 : E penn e armead, Doue a ro e vouezh da glevout : Rak diniver eo e strolladoù ha galloudus eo sevener e urzhioù. Ya, meurdezus eo Deiz an Aotrou, Spouronus a-grenn : Piv a c’hello herzel outañ ?
Et maintenant – oracle du Seigneur – revenez à moi de tout votre cœur, dans le jeûne, les larmes et le deuil ! Jl 2, 12 : Hogen bremañ c’hoazh, - Lavar an Aotrou ! - distroit davedon a greiz ho kalon, gant yun, gant daeroù ha gouelvan !
Déchirez vos cœurs et non pas vos vêtements, et revenez au Seigneur votre Dieu, car il est tendre et miséricordieux, lent à la colère et plein d’amour, renonçant au châtiment. Jl 2, 13 : Rogit ho kalonoù ha n’eo ket ho tilhad, distroit da gaout an Aotrou, ho Toue, rak trugarezus ha truezus ez eo, gorrek da gounnariñ ha pinvidik e madelezh, ha keuz en devez eus an droug.
Qui sait ? Il pourrait revenir, il pourrait renoncer au châtiment, et laisser derrière lui sa bénédiction : alors, vous pourrez présenter offrandes et libations au Seigneur votre Dieu. Jl 2, 14 : Piv 'oar hag-eñ ne gemmo ket e soñj, hag-eñ n’en devo ket a geuz, hag-eñ ne lezo ket ar bennozh war e lerc’h, danvez a brofadenn hag a skuilhadur sakr evit an Aotrou, ho Toue ?
Sonnez du cor dans Sion : prescrivez un jeûne sacré, annoncez une fête solennelle, Jl 2, 15 : Sonit ar c’horn e Sion ! Kemennit ar yun, embannit al lid :
réunissez le peuple, tenez une assemblée sainte, rassemblez les anciens, réunissez petits enfants et nourrissons ! Que le jeune époux sorte de sa maison, que la jeune mariée quitte sa chambre ! Jl 2, 16 : Strollit ar bobl, engalvit ar gumuniezh, bodit ar re gozh, tolpit ar vugaligoù, ar re a zo c’hoazh ouzh ar vronn ! An ozhac’h yaouank ra guitaio e gambr, hag ar wreg nevez he gwele !
Entre le portail et l’autel, les prêtres, serviteurs du Seigneur, iront pleurer et diront : « Pitié, Seigneur, pour ton peuple, n’expose pas ceux qui t’appartiennent à l’insulte et aux moqueries des païens ! Faudra-t-il qu’on dise : “Où donc est leur Dieu ?” » Jl 2, 17 : Etre ar porched hag an aoter ra leñvo ar veleien, servijerien an Aotrou, ha ra lavarint : "Espernit, Aotrou, espernit ho pobl, ha na lezit ket hoc’h hêrezh d’an dismegañs, da c’hoapaerezh ar Broadoù ! Perak e lavarfed e-touez ar pobloù : Pelec’h eta 'mañ o Doue ?"
Et le Seigneur s’est ému en faveur de son pays, il a eu pitié de son peuple. Jl 2, 18 : Neuze e voe fromet an Aotrou a warizi evit e vro hag e truezas ouzh e bobl.
Le Seigneur a répondu à son peuple, en disant : « Voici que je vous envoie le froment, le vin nouveau et l’huile fraîche. Vous en serez rassasiés, jamais plus je ne ferai de vous l’opprobre des nations. Jl 2, 19 : Respont a reas an Aotrou en ur lavarout d’E bobl : "Setu ma kasan deoc’h ed, gwin nevez hag eoul fresk, hag ho kwalc’h ho po anezho. Ha biken ken ne rin ac’hanoc’h un danvez a c’hoapaerezh evit ar Broadoù !
Celui qui vient du nord, je l’éloignerai de chez vous, je le chasserai vers un pays aride et désolé : son avant-garde vers la mer orientale, son arrière-garde vers la mer occidentale ; sa puanteur s’élève, son infection s’élèvera. » Oui, il a fait de grandes choses ! Jl 2, 20 : An hini a zeu eus an hanternoz, e bellaat a rin diouzhoc’h ; e zisteurel a rin en douar krin ha gouez, ar rakward anezhañ etrezek mor ar sav-heo1, e ward a-dreñv war-zu mor ar c’huzh-heol ! Ha diwarnañ e savo ur c’hwezh-fall, e savo ur flaeriadenn". Ya, traoù bras en deus graet-Eñ.
Ô terre, ne crains plus ! exulte et réjouis-toi ! Car le Seigneur a fait de grandes choses. Jl 2, 21 : Douaroù, n’ho pet ket aon ken, Tridit, laouenait, Rak an Aotrou en deus graet traoù bras !
Ne craignez plus, bêtes des champs : les pâturages du désert ont reverdi, les arbres ont produit leurs fruits, la vigne et le figuier ont donné leurs richesses. Jl 2, 22 : N’ho pet ket aon ken, loened ar maezioù, Rak glasaet eo en-dro peurvanoù ar gouelec’h, Ar gwez a zoug o frouezh en-dro, Ar winienn, ar fiezenn a ro gant fonnusted.
Fils de Sion, exultez, réjouissez-vous dans le Seigneur votre Dieu ! Car il vous a donné la pluie avec générosité, il a fait tomber pour vous les averses, celles de l’automne et celles du printemps, dès qu’il le fallait. Jl 2, 23 : Ha c’hwi, mibien Sion, tridit gant ar joa, En em laouenait en Aotrou, ho Toue, Dre ma ro deoc’h e koulz mat Glav an diskar-amzer, Dre ma laka da ziskenn warnoc’h Glav ar nevez-amzer ha glav an diskar-amzer, Evel gwechall !
Les granges seront pleines de blé, les cuves déborderont de vin nouveau et d’huile fraîche. Jl 2, 24 : Ho leurioù a vezo leun a ed, Ho pentonioù a foto gant gwin nevez hag eoul fresk.
Je vous rétribuerai pour les années dévorées par la sauterelle, par le criquet, le grillon, la chenille, ma grande armée envoyée contre vous. Jl 2, 25 : Ho tigoll a rin eus ar bloavezhiadoù bet debret gant al lamperez hag ar c’hilhog-raden, gant ar marc’h-raden hag ar skrilh-rouz, va armead vras, am boa kaset a-enep deoc’h.
Vous mangerez à votre faim, vous serez rassasiés, et vous célébrerez le nom du Seigneur votre Dieu car il a fait pour vous des merveilles. Mon peuple ne connaîtra plus jamais la honte. Jl 2, 26 : Debriñ a reot ha debriñ ho kwalc’h, hag e veulot anv an Aotrou, ho Toue, an hini en devo graet burzhudoù en ho keñver. Nann, va fobl n’anavezo ket ken ar vezh, biken !
Et vous saurez que moi, je suis au milieu d’Israël, que Je suis le Seigneur votre Dieu, il n’y en a pas d’autre. Mon peuple ne connaîtra plus jamais la honte. Jl 2, 27 : Gouzout a reot gant se emaon e kreiz Israel, ez on-me an Aotrou, ho Toue, an hini nemetañ ! Nann, va fobl n’anavezo ket ken ar vezh, biken !"
