Diougan Jonas - Pennad 2
Pennad 2
Le Seigneur donna l’ordre à un grand poisson d’engloutir Jonas. Jonas demeura dans les entrailles du poisson trois jours et trois nuits. Jon 2, 1 : Hag an Aotrou a reas d’ur pesk bras dont da lonkañ Jonas, hag e voe Jonas e kof ar pesk e-pad tri devezh ha teir nozvezh.
Depuis les entrailles du poisson, il pria le Seigneur son Dieu. Jon 2, 2 : Hag eus kof ar pesk e pede Jonas war-zu Doue ;
Il disait : Dans ma détresse, je crie vers le Seigneur, et lui me répond ; du ventre des enfers j’appelle : tu écoutes ma voix. Jon 2, 3 : hag e lavare : "Eus va anken em eus garmet war-zu an Aotrou ha va selaouet en deus. Eus kof ar Sheol em eus kriet ha selaouet ec’h eus va mouezh.
Tu m’as jeté au plus profond du cœur des mers, et le flot m’a cerné ; tes ondes et tes vagues ensemble ont passé sur moi. Jon 2, 4 : Va zaolet ez poa en islonk, e kalon ar mor ; an doureier am enkelc’hie ; da holl darzhioù ha da holl wagennoù, a zo tremenet warnon.
Et je dis : me voici rejeté de devant tes yeux ; pourrai-je revoir encore ton temple saint ? Jon 2, 5 : Ha me a lavare : Distaolet on pell diouzh sell da zaoulagad. Daoust ha gwelout a rin adarre da dempl santel ?
Les eaux m’ont assailli jusqu’à l’âme, l’abîme m’a cerné ; les algues m’enveloppent la tête, Jon 2, 6 : An doureier am starde betek ar genoù, gronnet e oan gant an islonk. Ar felu-mor a oa gweet endro d’am penn.
à la racine des montagnes. Je descendis aux pays dont les verrous m’enfermaient pour toujours ; mais tu retires ma vie de la fosse, Seigneur mon Dieu. Jon 2, 7 : Diskennet e oan betek gwrizioù ar menezioù ha barrinier an douar a oa serret warnon da virviken. Te avat ac’h eus graet d’am buhez adsevel eus ar poull, A Aotrou, va Doue !
Quand mon âme en moi défaillait, je me souvins du Seigneur ; et ma prière parvint jusqu’à toi dans ton temple saint. Jon 2, 8 : Pa santen va ene o tinerzhañ em c’hreiz em eus bet soñj eus an Aotrou, ha va fedenn a zo aet betek ennout betek da dempl santel.
Les servants de vaines idoles perdront leur faveur. Jon 2, 9 : Ar re en em stag ouzh disterachoù ven a zilez an hini ’zo trugarez.
Mais moi, au son de l’action de grâce, je t’offrirai des sacrifices ; j’accomplirai les vœux que j’ai faits : au Seigneur appartient le salut. Jon 2, 10 : Me avat, gant kanennoù a veuleudi me a ginnigo dit un aberzh hag e sevenin ar gouestloù am eus graet : Gant an Aotrou emañ ar silvidigezh".
Alors le Seigneur parla au poisson, et celui-ci rejeta Jonas sur la terre ferme. Jon 2, 11 : Neuze an Aotrou a gomzas ouzh ar pesk, hag ar pesk a zislonkas Jonas war an douar.
