Diougan Jonas - Pennad 3
Pennad 3
La parole du Seigneur fut adressée de nouveau à Jonas : Jon 3, 1 : Hag evit un eil gwech e komzas an Aotrou ouzh Jonas o lavarout dezhañ :
« Lève-toi, va à Ninive, la grande ville païenne, proclame le message que je te donne sur elle. » Jon 3, 2 : Sav, kae da Ninive, ar gêr vras, hag embann enni ar c’hemennadur a roan dit.
Jonas se leva et partit pour Ninive, selon la parole du Seigneur. Or, Ninive était une ville extraordinairement grande : il fallait trois jours pour la traverser. Jon 3, 3 : Ha Jonas da sevel ha da vont da Ninive, hervez lavar an Aotrou. Hogen Ninive a oa anezhi ur gêr vras dirak Doue, hed tri devezh bale dezhi.
Jonas la parcourut une journée à peine en proclamant : « Encore quarante jours, et Ninive sera détruite ! » Jon 3, 4 : Ha Jonas da antren e kêr, hed un devezh bale ; hag eñ da youc’hal ha da lavarout : "Daou ugent devezh c’hoazh hag e vo distrujet Ninive".
Aussitôt, les gens de Ninive crurent en Dieu. Ils annoncèrent un jeûne, et tous, du plus grand au plus petit, se vêtirent de toile à sac. Jon 3, 5 : Ha tud Ninive a gredas e Doue : embann a rejont ur yun, hag int d’en em wiskañ gant ar sac’h eus an den uhelañ betek an hini izelañ.
La chose arriva jusqu’au roi de Ninive. Il se leva de son trône, quitta son manteau, se couvrit d’une toile à sac, et s’assit sur la cendre. Jon 3, 6 : Hag ar brud eus an dra-se o vezañ deuet betek roue Ninive, hemañ a savas diwar e dron, a dennas e vantell diwarnañ evit kemer ar sac’h da wiskamant hag azezañ war al ludu.
Puis il fit crier dans Ninive ce décret du roi et de ses grands : « Hommes et bêtes, gros et petit bétail, ne goûteront à rien, ne mangeront pas et ne boiront pas. Jon 3, 7 : Ha war urzh ar Roue hag ar pennoù bras e voe kriet hag embannet e Ninive ar c’homzoù-mañ : "Arabat d’an dud ha d’ar chatal, d’an ejened ha d’an deñved, tañva netra, na peuriñ nag evañ dour.
Hommes et bêtes, on se couvrira de toile à sac, on criera vers Dieu de toute sa force, chacun se détournera de sa conduite mauvaise et de ses actes de violence. Jon 3, 8 : Ra vo gwisket gant ar sac’h tud ha loened, ra c’harmint gant nerzh war-zu Doue, ha ra zistroio pep hini diouzh e vuhez fall ha diouzh an drougiezh a rae gant e zaouarn !
Qui sait si Dieu ne se ravisera pas et ne se repentira pas, s’il ne reviendra pas de l’ardeur de sa colère ? Et alors nous ne périrons pas ! » Jon 3, 9 : Piv a oar hag-eñ ne zistroio ket Doue ha n’en devo ket keuz ha ne sioulaio ket tan e gonnar en doare na varvimp ket !"
En voyant leur réaction, et comment ils se détournaient de leur conduite mauvaise, Dieu renonça au châtiment dont il les avait menacés. Jon 3, 10 : Doue a welas ar pezh : a raent, penaos e oant o tistreiñ diwar o hent fallakr ; ha keuz en devoe d’an droug en devoa lavaret e raje dezho, ha n’hen greas ket.
