Diougan Nahoum - Pennad 1
Pennad 1
PROCLAMATION sur Ninive. Livre de la vision de Nahoum, du village d’Elqosh. Na 1, 1 : Diougan war Ninive. Levr gweledigezh an Elkosiad.
Un Dieu jaloux et vengeur, tel est le Seigneur ! Il se venge, le Seigneur, il est empli de fureur ! Le Seigneur se venge de ses adversaires, lui, il garde rancune à ses ennemis. Na 1, 2 : Un Doue gwarizius ha dialer eo an Aotrou, un dialer eo an Aotrou, taer en e gounnar ! An Aotrou a denn veñjañs eus e ziarbennerien, hag a vir droukrañs ouzh e enebourien.
Le Seigneur est lent à la colère, et sa puissance est grande, mais il ne laisse absolument rien d’impuni, lui, le Seigneur. Dans l’ouragan et la tempête, son chemin ! La nuée est la poussière que soulèvent ses pas. Na 1, 3 : An Aotrou ’zo gorrek da gounnariñ, ha bras eo e nerzh, an Aotrou ne lez den ebet digastiz. Er gorventenn hag en avel diroll emañ e hent hag ar c’hoabr a zo poultr e dreid.
Il menace la mer et la dessèche, il fait tarir tous les fleuves. Le Bashane et le Carmel sont flétris, flétrie, la fleur du Liban ! Na 1, 4 : Gourdrouz a ra ar mor hag e tisec’h anezhañ, hag an holl stêrioù, o c’has a ra da hesk. Ar Basan hag ar C’harmel a zizeri, glazur al Liban a zo gweñvet.
Les montagnes tremblent devant lui, les collines chancellent, la terre se soulève devant sa face, le monde et tous ses habitants. Na 1, 5 : Ar menezioù a gren dirazañ, ar c’hrec’hiennoù a goazh, sevel a ra an douar dirazañ, ar bed hag e holl annezidi.
Devant son indignation, qui peut tenir ? Qui peut se dresser devant l’ardeur de sa colère ? Sa fureur se répand comme le feu, et les rochers se brisent devant lui. Na 1, 6 : Piv a zalc’ho dirak e fulor, piv a c’hell harpañ ouzh taerijenn e gounnar ? E ernez en em strew evel an tan, hag ar reier a dorr dirazañ.
Le Seigneur est bon, c’est une forteresse au jour de la détresse. Il protège ceux qui se réfugient en lui, Na 1, 7 : Mat eo an Aotrou, ur repu eo e deiz an anken. Anavezout a ra ar re a fizi ennañ,
quand déborde le flot impétueux. Il réduit à néant ceux qui se dressent contre lui, il poursuit ses ennemis jusqu’aux ténèbres. Na 1, 8 : zoken pa zic’hlann an dour-beuz. Kas a raio da get e argaderien, hag e red en deñvalijenn war-lerc’h e enebourien.
Quelle idée vous faites-vous du Seigneur ? C’est lui qui réduit à néant Ninive ; vous ne connaîtrez pas une nouvelle détresse. Na 1, 9 : Petra a ijinit enep an Aotrou ? Eñ eo an hini a gas da netra ; ar gwallanken ne zeuio ket div wech.
Tels des fourrés d’épines enchevêtrées, tels des liserons entrelacés, tes ennemis seront dévorés comme de la paille bien sèche. Na 1, 10 : Rak evel drez peurouestlet evel tud mezv en o mezvierezh e vezint lonket gant an tan evel plouz sec’h a-grenn.
Le voici loin de toi celui qui trame le mal contre le Seigneur, l’homme aux projets de vaurien. Na 1, 11 : Diouzhit ez eo deuet an hini a itrik an droug a-enep an Aotrou, ur c’huzulier fallakr.
Ainsi parle le Seigneur : Si nombreux et si prospères soient-ils, ils seront fauchés et ils disparaîtront. Si je t’ai humiliée, désormais je ne t’humilierai plus. Na 1, 12 : Evel-hen e komz an Aotrou : Evito da vezañ dic’hloaz ha niverus e vint falc’het hag ez aint da netra ; mar em eus da izelaet ne rin ket ken.
Et maintenant, je vais briser le joug qui pèse sur toi, et rompre tes chaînes. Na 1, 13 : Ha bremañ e torrin e yev diwarnout hag e freuzin da ereoù.
Voici ce que le Seigneur a décrété contre le roi de Ninive : Nulle descendance ne perpétuera ton nom. De la maison de tes dieux je supprimerai les idoles, qu’elles soient sculptées ou en métal fondu. Je te prépare un tombeau car tu es méprisable. Na 1, 14 : Sed ar pezh a c’hourc’hemenn an Aotrou a-enep dit : Ne vo ken a lignez o tougen da anv ; diouzh ti da zoueoù e kasin da get delwennoù hag idoloù a vetal teuzet ; hag e rin eus da vez ur vezhusted.
