Diougan Nahoum - Pennad 2
Pennad 2
Voici sur les montagnes les pas du messager qui annonce la paix. Célèbre tes fêtes, ô Juda, accomplis tes vœux, car le Mauvais ne recommencera plus à passer sur toi : il a été entièrement anéanti. Na 2, 1 : Setu war ar menezioù, treid an hini a zegas ar c’heloù mat an hini a gemenn ar peoc’h. Lid da ouelioù, o Youda, kas da benn da ouestloù, rak ne dremeno ket ken drezout, an hailhon : kaset eo bet a-grenn da netra.
Et voici contre toi ceux qui veulent te détruire. Monte la garde au rempart, surveille la route, ceinture-toi les reins, rassemble toutes tes forces. Na 2, 2 : Pignet eo an draster enep dit: diwall ar c’hreñvlec’h, taol evezh ouzh an hent, starta da lounezhi, dastum ennout da holl nerzhioù.
Le Seigneur revient. Avec lui, la splendeur de Jacob comme celle d’Israël, alors que les pillards les avaient pillés et avaient ravagé leurs vignobles. Na 2, 3 : Rak an Aotrou en deus degaset en-dro al lorc’h da Jakob evel al lorc’h da Israel. Goude ma oant bet drastet gant drasterien ha ma oa bet distrujet o bountadennoù.
Le bouclier de ses guerriers rougeoie, ses soldats sont vêtus d’écarlate. Les chars flamboient de tous leurs aciers quand ils montent en ligne, et les coursiers s’agitent. Na 2, 4 : Setu livet e ruz skoed e dud kadarn e c’houroned a zo gwisket gant skarleg ; e girri-emgann a ya war-raok e tan an houarn d’an deiz ma-z int renket evit an emgann. Ar varc’heien a droiata,
Dans les rues, les chars foncent avec furie, ils se précipitent vers les places ; à les voir, on dirait des torches, comme des éclairs, ils zigzaguent. Na 2, 5 : ar c’hirri a ziroll er straedoù ; arsailhañ a reont war al leurennoù. Heñvel eo o neuz ouzh etivi-tan, en em strinkañ a reont evel luc’hed.
On fait appel aux troupes d’élite ; dans leur course elles trébuchent, elles se hâtent vers le rempart. On met en place le bouclier de protection. Na 2, 6 : War an tu all e c’halver ar bagadoù-stourm met strebotiñ a reont en o c’herzhed. Hastañ a reont war-zu ar ramparzh, aozañ a reer bardelloù.
Les portes qui donnent sur le Fleuve s’ouvrent, le palais vacille et s’effondre. Na 2, 7 : Fardelloù ar stêrioù ’zo bet digoret, hag ar palez a gouezh en e boull.
La Princesse est déportée ; ses servantes sont emmenées, elles gémissent comme des colombes, elles se frappent la poitrine. Na 2, 8 : Delwenn an doueez a zo tennet kuit, diskrapet, hag ec’h hirvoud he servijerezed, evel mouezh ar c’houlmed, hag o skeiñ war o c’halon.
Ninive est comme un réservoir dont les eaux s’échappent. « Arrêtez, arrêtez ! » Mais nul ne se retourne. Na 2, 9 : Hag emañ Ninive evel ur stank ma tiflip dioutañ an dourioù : "Chomit a-sav ! A-sav !" Met n’eus den o tistreiñ.
Pillez l’argent ! Pillez l’or ! C’est un trésor inépuisable, une richesse inimaginable d’objets précieux ! Na 2, 10 : Skrapit an arc’hant ! Skrapit an aour ! N’eus diwezh ebet d’an teñzorioù, ur bern danvezioù prizius !
Pillage, saccage, ravage ! Le cœur fond, les genoux flageolent. Tremblement des reins ! Tous les visages changent de couleur. Na 2, 11 : Drastadeg, lazhadeg, gwastadeg ! Ar galon a deuz, an daoulin a drabidell, treantoù a zo en holl lounezhi, an holl dremmoù o deus kollet o sked.
Où est le repaire des lions, l’antre des lionceaux ? La lionne restait là quand partait le lion, et nul n’inquiétait les lionceaux. Na 2, 12 : Pelec’h emañ toull-repu al leoned, mougev al leonedigoù. Pa-z ae kuit al leon e chome al leonez, hep na vefe den evit nec’hiñ ar re vihan ?
Pour ses petits, le lion déchirait ; pour ses lionnes, il étranglait ; il remplissait de proies ses tanières, et de viande déchirée ses antres. Na 2, 13 : Drailhañ a rae al leon evit ezhommoù e re vihan, tagañ a rae evit e leonezed, leuniañ a rae a breizh e vougev, hag e vodoù, a breizhadennoù.
Maintenant je m’adresse à toi, Ninive – oracle du Seigneur de l’univers – : Je ferai flamber tes chars et les réduirai en fumée ; tes lionceaux, l’épée les dévorera. Je supprimerai de la terre tes rapines, et l’on n’entendra plus la voix de tes messagers. Na 2, 14 : Setu-me a-enep dit, diougan Aotrou an armeoù ! Lakaat a rin da girri da flammañ er moged, ha da leonedigoù, ar c’hleze o lonko. Tennañ a rin da breizherezh a-ziwar an douar, ha ne vo ken klevet mouezh da gannaded.
