Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » Eil lizher Sant Pêr » Pennad 1

Eil lizher Sant Pêr - Pennad 1

Levr : Eil lizher Sant Pêr
Pennad : 1 | 2 | 3

Pennad 1



SYMEON PIERRE, serviteur et apôtre de Jésus Christ, à ceux qui ont reçu en partage une foi d’aussi grand prix que la nôtre, par la justice de notre Dieu et Sauveur Jésus Christ. 2P 1, 1 : Simeon Pêr, servijer hag abostol Jezuz Krist, d’ar re o deus resevet da lod ur feiz ken prizius hag hon hini, dre santelezh hon Doue ha Salver Jezuz Krist,

Que la grâce et la paix vous soient accordées en abondance par la vraie connaissance de Dieu et de Jésus notre Seigneur. 2P 1, 2 : gras ha peoc’h da vezo roet deoc’h e-leizh gant anaoudegezh Jezuz Krist hon Aotrou.

Sa puissance divine nous a fait don de tout ce qui permet de vivre avec piété, grâce à la vraie connaissance de celui qui nous a appelés par la gloire et la force qui lui appartiennent. 2P 1, 3 : Rak gant e c’halloud doueel eo bet roet deomp kement a zegas d’ar vuhez ha da zoujañs-Doue ; hon lakaet en deus da anavezout an Hini en deus hor galvet e nerzh e c’hloar e-unan.

De la sorte nous sont accordés les dons promis, si précieux et si grands, pour que, par eux, vous deveniez participants de la nature divine, et que vous échappiez à la dégradation produite dans le monde par la convoitise. 2P 1, 4 : Drezañ hon eus resevet an donezonoù prometet, ken prizius ha ken bras, ma-z oc’h deuet ganto da gaout perzh e natur Doue, oc’h en em dennañ er-maez eus ar vreinadurezh a ren er bed diwar labour ar c’hoantegezhioù.

Et pour ces motifs, faites tous vos efforts pour joindre à votre foi la vertu, à la vertu la connaissance de Dieu, 2P 1, 5 : En abeg da se, klaskit a-greiz-kalon stagañ ouzh ho feiz ar vertuz, ouzh ar vertuz ar skiant,

à la connaissance de Dieu la maîtrise de soi, à la maîtrise de soi la persévérance, à la persévérance la piété, 2P 1, 6 : ouzh ar skiant an emzalc’hegezh, ouzh an emzalc’hegezh ar basianted, ouzh ar basianted an doujañs da Zoue,

à la piété la fraternité, à la fraternité l’amour. 2P 1, 7 : ouzh an doujañs da Zoue ar garantez evit ar vreudeur, ouzh ar garantez evit ar vreudeur leunder ar garantez.

Si vous avez tout cela en abondance, vous n’êtes pas inactifs ni stériles pour la vraie connaissance de notre Seigneur Jésus Christ. 2P 1, 8 : An holl vertuzioù-se, m’emaint ennoc’h, m’emaint o fonnañ, n’ho lezint ket dinerzh ha difrouezh, ho tegas a raint d’un anaoudegezh gwelloc’h eus hon Aotrou Jezuz Krist.

Mais celui qui en est dépourvu est myope au point d’être aveugle : il oublie qu’il a été purifié de ses péchés d’autrefois. 2P 1, 9 : An hini n’en deus ket ar vertuzioù-se n’eo nemet un den dall, un den berrwel, ankounac’haat a ra eo bet glanaet eus e bec’hedoù kozh.

C’est pourquoi, frères, redoublez d’efforts pour confirmer l’appel et le choix dont vous avez bénéficié ; en agissant de la sorte, vous ne risquez pas de tomber. 2P 1, 10 : Gant se eta poagnit muioc’h c’hoazh, va breudeur, da startaat ennoc’h ho kalvidigezh hag ho tibaberezh, rak ouzh hen ober, ne vo riskl ebet deoc’h da gouezhañ biken.

C’est ainsi que vous sera généreusement accordée l’entrée dans le royaume éternel de notre Seigneur et Sauveur Jésus Christ. 2P 1, 11 : Evel-se e vo digor frank evidoc’h dorioù Rouantelezh peurbadus hon Aotrou ha Salver Jezuz Krist.

Voilà pourquoi je tiendrai toujours à vous remettre cela en mémoire, bien que vous le sachiez et que vous soyez affermis dans la vérité qui est déjà là. 2P 1, 12 : Setu perak ne baouezin ket da zegas deoc’h dalc’hmat an traoù-se da soñj, petra bennak m’o anavezit ha m’emaoc’h sonn er wirionez en em ziskouezet deoc’h.

Et il me paraît juste, tant que je suis ici-bas, de vous tenir éveillés par ces rappels, 2P 1, 13 : Me 'gav din koulskoude e tlean, tra ma vezan e teltenn ar c’horf-mañ, ho terc’hel dihun gant va alioù ;

car je sais que bientôt je partirai d’ici-bas, comme notre Seigneur Jésus Christ me l’a fait savoir. 2P 1, 14 : rak gouzout a ran, evel hon Aotrou Jezuz Krist en deus hen diskouezet din, e tilezin dambrest an deltenn-mañ.

Mais je redoublerai d’efforts pour qu’après mon départ vous puissiez en toute occasion faire mémoire de cela. 2P 1, 15 : Me 'fell din eta ober diouzh va gwellañ evit m’ho po dalc’hmat, goude va zremenvan, soñj mat eus an traoù-se.

En effet, ce n’est pas en ayant recours à des récits imaginaires sophistiqués que nous vous avons fait connaître la puissance et la venue de notre Seigneur Jésus Christ, mais c’est pour avoir été les témoins oculaires de sa grandeur. 2P 1, 16 : Rak n’eo ket o vont da heul marvailhoù savet ampart hor befe roet deoc’h da anavezout galloud Donedigezh hon Aotrou Jezuz Krist, met diwar welout e splannder gant hon daoulagad hon-unan.

Car il a reçu de Dieu le Père l’honneur et la gloire quand, depuis la Gloire magnifique, lui parvint une voix qui disait : Celui-ci est mon Fils, mon bien-aimé ; en lui j’ai toute ma joie. 2P 1, 17 : Aze 'oamp pa resevas enor ha gloar digant Doue an Tad, pa zeuas warnañ, eus uhelder ar c’hloar, ar vouezh-se a lavare : Hemañ eo va Mab muiañ-karet, ennañ em eus lakaet va holl garantez.

Cette voix venant du ciel, nous l’avons nous-mêmes entendue quand nous étions avec lui sur la montagne sainte. 2P 1, 18 : Ar vouezh-se hon eus ni hon-unan he c’hlevet o tont eus an Neñv, p’edomp war un dro gantañ war ar menez santel.

Et ainsi se confirme pour nous la parole prophétique ; vous faites bien de fixer votre attention sur elle, comme sur une lampe brillant dans un lieu obscur jusqu’à ce que paraisse le jour et que l’étoile du matin se lève dans vos cœurs. 2P 1, 19 : Suroc’h a se e teu da vezañ evidomp lavar ar Brofeded, a rit mat o terc’hel dezhañ, evel ouzh ur c’houlaouenn o lugerniñ en ul lec’h teñval, betek ma paro an deiz ha ma savo ar werelaouenn en ho kalonoù.

Car vous savez cette chose primordiale : pour aucune prophétie de l’Écriture il ne peut y avoir d’interprétation individuelle, 2P 1, 20 : Dreist pep tra, gouezit kement-mañ : n’eus diougan ebet eus ar Skritur a vefe da zisplegañ hervez soñj an-unan,

puisque ce n’est jamais par la volonté d’un homme qu’un message prophétique a été porté : c’est portés par l’Esprit Saint que des hommes ont parlé de la part de Dieu. 2P 1, 21 : rak n’eus diougan ebet a vefe bet lavaret biskoazh diwar-bouez youl an den ; met dindan lusk ar Spered Santel eo o deus komzet tud ’zo a-berzh Doue.