Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » Eil lizher Sant Pêr » Pennad 3

Eil lizher Sant Pêr - Pennad 3

Levr : Eil lizher Sant Pêr
Pennad : 1 | 2 | 3

Pennad 3



Bien-aimés, c’est déjà la deuxième lettre que je vous écris. Dans l’une et l’autre, je fais appel à votre mémoire, afin de réveiller en vous une intelligence claire, 2P 3, 1 : Setu dija, va re garet, an eil lizher a skrivan deoc’h. En eil hag egile e klaskan degas deoc’h va c’helennadurezh da soñj, evit dihuniñ ennoc’h skiantelezh reizh.

pour que vous vous souveniez des paroles dites à l’avance par les saints prophètes, et du commandement de vos apôtres, qui est celui du Seigneur et Sauveur. 2P 3, 2 : Ho pet koun eus ar c’homzoù bet lavaret a-ziagent gant ar Brofeded santel, hag eus ar gourc’hemenn o deus desket deoc’h hoc’h ebestel, gourc’hemenn an Aotrou hor Salver.

Sachez d’abord que, dans les derniers jours, des moqueurs viendront avec leurs moqueries, allant au gré de leurs convoitises, 2P 3, 3 : Gouezit da gentañ e teuio en deizioù diwezhañ goapaerien, leun a c’hodiserezh, tud o vevañ hervez o c’hoantegezhioù, a lavaro :

et disant : « Où en est la promesse de son avènement ? En effet, depuis que les pères se sont endormis dans la mort, tout reste pareil depuis le début de la création. » 2P 3, 4 : « Pelec’h emañ promesa e Zonedigezh ? Setu marvet an Tadoù, ha bepred e talc’h an traoù da chom evel e penn kentañ ar grouidigezh ».

En prétendant cela, ils oublient que, jadis, il y avait des cieux, ainsi qu’une terre sortie de l’eau et constituée au milieu de l’eau grâce à la parole de Dieu. 2P 3, 5 : Ankouaat a reont a-ratozh-kaer, penaos gwechall an oabl hag an douar a voe tennet eus an dour, ha stummet dre an dour gant Komz Doue,

Par ces mêmes éléments, le monde d’alors périt dans les eaux du déluge. 2P 3, 6 : ha penaos dre an dour ivez, gant al liñvadenn, e voe beuzet ha distrujet ar bed eus an amzer-se.

Mais les cieux et la terre de maintenant, la même parole les réserve et les garde pour le feu, en vue du jour où les hommes impies seront jugés et périront. 2P 3, 7 : Hogen an neñv hag an douar a-vremañ eo an hevelep komz o dalc’h hag o mir evit an tan, a-benn an Deiz ma vezo barnet ha kaset da goll an dud dizoue.

Bien-aimés, il est une chose qui ne doit pas vous échapper : pour le Seigneur, un seul jour est comme mille ans, et mille ans sont comme un seul jour. 2P 3, 8 : Un dra a zo koulskoude, va re garet, a dleit anavezout anezhañ : penaos un devezh, dirak an Aotrou, a zo evel mil bloavezh, ha mil bloavezh evel un devezh.

Le Seigneur ne tarde pas à tenir sa promesse, alors que certains prétendent qu’il a du retard. Au contraire, il prend patience envers vous, car il ne veut pas en laisser quelques-uns se perdre, mais il veut que tous parviennent à la conversion. 2P 3, 9 : Nann, an Aotrou ne zale ket da gas da wir ar pezh en deus prometet, daoust d’ar pezh a soñj hiniennoù, met en em ren a ra gant pasianted en ho keñver-c’hwi, dre ma fell dezhañ ne 'z afe da goll den ebet, met e trofe an holl d’ober pinijenn.

Cependant le jour du Seigneur viendra, comme un voleur. Alors les cieux disparaîtront avec fracas, les éléments embrasés seront dissous, la terre, avec tout ce qu’on a fait ici-bas, ne pourra y échapper. 2P 3, 10 : Deiz an Aotrou a zeuio evel ul laer ; hag en deiz-se en em zispenno an Neñvoù gant strak bras, an elfennoù entanet a vo teuzet, an douar a vo pulluc’het gant an holl labourioù a zo warnañ.

Ainsi, puisque tout cela est en voie de dissolution, vous voyez quels hommes vous devez être, en vivant dans la sainteté et la piété, 2P 3, 11 : O vezañ ma tle bezañ distrujet an holl draoù, na pegen bras ne zlefe ket bezañ santelezh ho puhez hag ho pedennoù,

vous qui attendez, vous qui hâtez l’avènement du jour de Dieu, ce jour où les cieux enflammés seront dissous, où les éléments embrasés seront en fusion. 2P 3, 12 : o c’hortoz hag o hastañ donedigezh Deiz Doue, ma tle ennañ an Neñvoù entanet en em zispenn hag an elfennoù teuziñ, tanflammet.

Car ce que nous attendons, selon la promesse du Seigneur, c’est un ciel nouveau et une terre nouvelle où résidera la justice. 2P 3, 13 : Rak hervez e bromesa, e c’hortozomp Neñvoù nevez hag un douar nevez, lec’h ma vo ar reizhder o chom.

C’est pourquoi, bien-aimés, en attendant cela, faites tout pour qu’on vous trouve sans tache ni défaut, dans la paix. 2P 3, 14 : War c’hed eus an traoù-se, va re garet, strivit gwellañ ma c’hellot da vezañ kavet gantañ dinamm ha didamall, er peoc’h.

Et dites-vous bien que la longue patience de notre Seigneur, c’est votre salut, comme vous l’a écrit également Paul, notre frère bien-aimé, avec la sagesse qui lui a été donnée. 2P 3, 15 : Ha gouezit ez eo evit hor silvidigezh en deus an Aotrou pasianted ganeomp, evel m’en deus e skrivet ivez hor breur karet Paol, hervez ar furnez a zo bet roet dezhañ.

C’est ce qu’il dit encore dans toutes les lettres où il traite de ces sujets ; on y trouve des textes difficiles à comprendre, que torturent des gens sans instruction et sans solidité, comme ils le font pour le reste des Écritures : cela les mène à leur propre perdition. 2P 3, 16 : Hen lavarout a ra en holl lizhiri ma komz enno eus an dra-se, petra bennak ma-z eus enno arroudoù diaes, a vez komprenet a-dreuz gant tud dizesk ha distart en o feiz, a ra ivez kement-all e-keñver ar Skriturioù all, evit o c’hollidigezh o-unan.

Quant à vous, bien-aimés, vous voilà prévenus ; prenez garde : ne vous laissez pas entraîner dans l’égarement des gens dévoyés, et n’abandonnez pas l’attitude de fermeté qui est la vôtre. 2P 3, 17 : C’hwi eta, va re garet, setu c’hwi kenteliet, bezit war evezh gant aon da vezañ dedennet gant touelladurioù an dud diskiant-se, ha da goll ho surentez hoc’h-unan.

Mais continuez à grandir dans la grâce et la connaissance de notre Seigneur et Sauveur, Jésus Christ. À lui la gloire, dès maintenant et jusqu’au jour de l’éternité. Amen. 2P 3, 18 : Met kreskit e gras hag e anaoudegezh hon Aotrou ha Salver Jezuz Krist. Dezhañ ar c’hloar bremañ ha betek e deiz ar beurbadelezh. Amen.