Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » Eil lizher Sant Pêr » Pennad 2

Eil lizher Sant Pêr - Pennad 2

Levr : Eil lizher Sant Pêr
Pennad : 1 | 2 | 3

Pennad 2



Mais il y eut aussi des prophètes de mensonge dans le peuple, comme il y aura parmi vous des maîtres de mensonge, qui introduiront des hérésies menant à la perdition et renieront le Maître souverain qui les a rachetés. Ils préparent pour bientôt leur perdition. 2P 2, 1 : Evel ma-z eus bet falsprofeded e-touez ar Bobl, e vezo ivez en ho touez falsdoktored a silo e kuzh disrannoù drastus, hag a denno warno o-unan, dre nac’hañ an Aotrou en deus o frenet, un dismantr a-daol-trumm.

Beaucoup les suivront dans leurs débauches ; à cause d’eux, suivre le chemin de la vérité fera l’objet d’outrages, 2P 2, 2 : Ha kalz a dud a heulio anezho en o gadaliezh hag en abeg dezho e vo droukkomzet diwar-benn hent ar wirionez.

et dans leur cupidité, ils vous exploiteront par des discours factices ; leur condamnation est en cours depuis longtemps, et leur perdition n’est pas en sommeil. 2P 2, 3 : Dre c’hoant arc’hant e klaskint gant komzoù touellus tennañ gounid diouzhoc’h ; met ne chom ket ar varnedigezh hep bezañ bet douget warno a-bell 'zo, ha n’emañ ket o rivin o kousket.

Car Dieu n’a pas épargné les anges qui avaient péché, mais il les a livrés, enchaînés, aux ténèbres infernales, où ils sont gardés pour le jugement. 2P 2, 4 : Rak mar n’en deus ket Doue espernet an Aelez o devoa pec’het, m’en deus o zaolet en Tartar hag o roet da islonkoù an deñvalijenn, evit bezañ miret eno a-benn ar Varn,

Il n’a pas non plus épargné le monde des origines, mais, quand il a fait venir le déluge sur le monde des impies, il a protégé huit personnes, dont Noé qui proclamait la justice. 2P 2, 5 : mar n’en deus ket espernet ar bed kozh pa n’en deus diwallet nemet Noe, prezeger ar reizhder, ha gantañ eizh a dud hepken, tra ma tegase an dour-beuz war ur bed dizoue,

Il a condamné aussi les villes de Sodome et Gomorrhe à la catastrophe en les réduisant en cendres ; il en a fait un exemple pour montrer aux impies ce qui les attend. 2P 2, 6 : m’en deus kondaonet kêrioù Sodom ha Gomora da vezañ dismantret ha pulluc’het gant an tan, evit o reiñ da skouer da dud fallakr an dazont

Mais il a délivré Loth, le juste, accablé par la conduite débauchée de ces gens dévoyés : 2P 2, 7 : hogen m’en deus salvet Lot, an den reizh, heuget gant buhez diroll an dorfedourien-se, -

en effet, avec ce qu’il voyait et entendait, ce juste, en habitant au milieu d’eux, mettait, jour après jour, son âme de juste à la torture, à cause de leurs actions contraires à la loi. 2P 2, 8 : rak an den reizh-se pa oa o chom en o zouez, a veze boureviet bemdez e ene reizh, gant an oberoù fallakr a wele hag a gleve, -

Le Seigneur peut donc délivrer de l’épreuve ceux qui pratiquent la piété, mais les injustes, il les garde pour le jour du jugement afin de les punir, 2P 2, 9 : kement-se a ziskouez e oar an Aotrou tennañ eus an anken an dud a zouj anezhañ ha mirout ar re fallakr da vezañ kastizet da zeiz ar Varn,

ceux-là surtout qui, par convoitise impure, suivent les inclinations de la chair et dédaignent la seigneurie de Dieu. Présomptueux, arrogants, ils outragent sans trembler les anges appelés « Gloires », 2P 2, 10 : ar re dreist-holl a red war-lerc’h ar plijadurioù lous hag a ra fae ouzh e c’halloud a Aotrou. Hardizh ha divergont, n’o deus ket aon da zismegañsiñ ar C’hlodoù,

alors que d’autres anges, supérieurs en force et en puissance, ne portent pas contre ceux-ci un jugement outrageant de la part du Seigneur. 2P 2, 11 : e-keit ha ma chom an Aelez, evito da vezañ uheloc’h e nerzh hag e galloud, hep dougen dirak an Aotrou a-enep d’ar C’hlodoù, barnedigezh dismegañsus ebet.

Ces gens-là sont comme des bêtes privées de raison, engendrées par la nature pour être capturées et détruites ; outrageant ce qu’ils ignorent, ils seront détruits comme ces bêtes seront détruites ; 2P 2, 12 : Int-i avat, heñvel ouzh loened dispered gouestlet dre natur da vezañ paket ha distrujet, a wallgomz eus traoù n’anavezont ket. Distrujet e vint en hevelep doare ;

ils subiront l’injustice comme salaire de leur injustice. Ils pensent trouver leur plaisir à vivre dans les délices en plein jour, ils ne sont que taches et défauts, en se délectant de leurs tromperies quand ils font bombance avec vous. 2P 2, 13 : ha droukkastizet evit paeamant o drougiezh. Evito eo ur blijadur en em reiñ d’an hudurniezh a-wel d’an deiz. Tud vrein ha saotret, e lakaont o dudi d’ho touellañ en ur ober chervad ganeoc’h.

Ils ont les yeux remplis du désir d’adultère et sont insatiables de péchés. Ils séduisent les âmes mal affermies, ils ont le cœur exercé à la cupidité : ce sont des enfants de malédiction. 2P 2, 14 : O daoulagad leun a avoultriezh ha rankles bepred da bec’hiñ, e sachont an eneoù damstart, kustum ma-z eo o c’halonoù d’ar c’hoantegezh, bugale villiget !

Abandonnant le droit chemin, ils se sont égarés en s’engageant sur le chemin de Balaam fils de Bosor ; celui-ci fut heureux de recevoir un salaire d’injustice, 2P 2, 15 : Kuitaet o deus an hent reizh evit diroudañ war-lerc’h Balaam, mab Bosor, a garas an arc’hant, gopr an direizhder,

mais il reçut une leçon pour sa transgression : une bête de somme sans voix s’est mise à parler avec une voix humaine et s’est opposée à la folie du prophète. 2P 2, 16 : met a voe kastizet en abeg d’e zrougober : ul loen mut o komz gant ur vouezh den a harzas ouzh follentez ar profed.

Ces gens-là sont des sources sans eau, des brumes chassées par la tempête ; l’obscurité des ténèbres leur est réservée. 2P 2, 17 : Ar re-se, feunteunioù hep dour, koumoul skrapet gant ar gorventenn, a zo miret dezho donder an deñvalijenn.

En proférant des énormités vides de sens, ils séduisent, par des convoitises nées de la chair, par les débauches, ceux qui viennent à peine d’échapper aux gens qui vivent dans l’égarement. 2P 2, 18 : Gant o frezegennoù c’hwezhet ha goullo, e sachont en-dro e c’hoantegezhioù ar c’horf hag en hudurniezh ar re a oa o paouez tec’hout diouzh an dud a vev en dirollerezh.

Ils leur promettent la liberté, alors qu’eux-mêmes sont esclaves de la corruption : on est, en effet, esclave de ce qui vous domine. 2P 2, 19 : Prometiñ a reont ar frankiz dezho, hag int-i sklavourien ar vreinadurezh : rak sklav e vez an den da gement a zo trec’h warnañ.

Car si des hommes, par la vraie connaissance de notre Seigneur et Sauveur Jésus Christ, ont échappé aux souillures du monde, et qu’ils se trouvent à nouveau empêtrés et dominés par elles, leur état est pire à la fin qu’au début. 2P 2, 20 : Goude bezañ eta en em dennet eus saotradurioù ar bed dre anaoudegezh an Aotrou ha Salver Jezuz Krist, ma teuont a-nevez d’en em luziañ enno ha da sujañ dezho, ez eo o stad diwezhañ gwashoc’h eget an hini gentañ.

Il aurait mieux valu pour eux ne pas avoir connu le chemin de la justice que de l’avoir connu et de s’être détournés du saint commandement qui leur avait été transmis. 2P 2, 21 : Gwelloc’h e vije bet dezho bezañ chomet hep anavezout hent ar reizhder, eget treiñ kein, goude anavezout anezhañ, d’ar gourc’hemenn roet dezho da virout.

Il leur arrive ce que dit en vérité le proverbe : Le chien retourne à son vomissement, et : La truie, sitôt lavée, se vautre dans la boue. 2P 2, 22 : C’hoarvezet eo bet ganto ar pezh a lavar gant gwirionez ar c’hrennlavar : « Distroet eo ar c’hi d’e zislonkadenn », hag hemañ c’hoazh : « Ar wiz a-vec’h gwalc’het, a dorimell er fank ».