Al lizher d’an Hebreed - Pennad 6
Pennad 6
Dès lors, laissons de côté l’enseignement élémentaire sur le Christ, élevons-nous à la perfection d’adultes, au lieu de poser une nouvelle fois les fondements, à savoir : conversion avec rejet des œuvres mortes et foi en Dieu, He 6, 1 : Gant se eta, o lezel a-gostez ar gelennadurezh kentañ diwar-benn ar C’hrist, savomp betek an traoù peurvat, kuit da zisplegañ a-nevez gwirionezioù-diazez evel ar c’heuz d’an oberoù marv, ar feiz e Doue,
instruction sur les baptêmes et l’imposition des mains, la résurrection des morts et le jugement définitif. He 6, 2 : ar c’hentelioù diwar-benn ar badeziantoù, diwar-benn astennadur an daouarn, adsav ar re varv hag ar varn peurbadus.
Nous élever à la perfection d’adultes, voilà donc ce que nous allons faire si Dieu le permet. He 6, 3 : Sed aze ar pezh ez eomp d’ober, mar plij gant Doue.
Une fois que l’on a reçu la lumière, goûté au don du ciel, que l’on a eu part à l’Esprit Saint, He 6, 4 : Rak n’heller ket evit ar re a zo bet sklerijennet ur wech hag o deus tañvaet an Donezon neñvel, o deus bet o lod a Spered Santel,
que l’on a goûté la parole excellente de Dieu, ainsi que les puissances du monde à venir, He 6, 5 : o deus kavet saourus ha kaer Komz Doue ha burzhudoù ar bed da zont,
si l’on retombe, il est impossible d’être amené à une nouvelle conversion, alors que soi-même, on crucifie de nouveau le Fils de Dieu et on le tourne en dérision. He 6, 6 : hag a zo koulskoude kouezhet, n’heller ket adarre o adneveziñ dre o degas d’ar binijenn, int hag a vez anezho o-unan, oc’h adstagañ Mab Doue ouzh ar Groaz hag ouzh e zismegañsiñ dirak an dud.
En effet, si la terre a absorbé la pluie qui tombe fréquemment sur elle, et produit des plantes utiles à ceux pour qui elle est cultivée, elle reçoit de Dieu sa part de bénédiction. He 6, 7 : Un douar douraet gant glaveier stank, hag a ro glasvez vat d’ar re a vez ouzh e labourat, a resev bennozh digant Doue.
Mais si elle donne des épines et des chardons, elle est jugée sans valeur et bien près d’être maudite : elle finira par être brûlée. He 6, 8 : Hogen an hini na zoug nemet spern hag askol, a vez disprizet, ha tost eo da vezañ milliget. D’an diwezh e skoer an tan ennañ.
En ce qui vous concerne, mes bien-aimés, et malgré ce que nous venons de dire, nous sommes convaincus que vous êtes dans la meilleure de ces situations, celle qui est liée au salut. He 6, 9 : Met, petra bennak ma komzomp evel-se, e kredomp diwar ho penn, breudeur garet, traoù gwelloc’h ha muioc’h a-du gant ho silvidigezh.
Car Dieu n’est pas injuste : il n’oublie pas votre action ni l’amour que vous avez manifesté à son égard, en vous mettant au service des fidèles et en vous y tenant. He 6, 10 : Rak Doue n’eo ket direizh evit ankounac’haat ar pezh hoc’h eus graet, nag evit disoñjal ar garantez hoc’h eus diskouezet evit e anv, p’hoc’h eus rentet servij d’ar Sent ha kendalc’het d’hen ober.
Notre désir est que chacun d’entre vous manifeste le même empressement jusqu’à la fin, pour que votre espérance se réalise pleinement ; He 6, 11 : Met c’hoant hon eus e tiskouezfe pep hini ac’hanoc’h an hevelep gred, da virout leunder e esperañs betek an diwezh ;
ne devenez pas paresseux, imitez plutôt ceux qui, par la foi et la persévérance, obtiennent l’héritage promis. He 6, 12 : evit na zeuot ket da vezañ lezirek, ma teuot avat da gemer skouer war ar re a resev, dre o feiz hag o dalc’hegezh, an hêrezh prometet.
Quand Dieu fit la promesse à Abraham, comme il ne pouvait prêter serment par quelqu’un de plus grand que lui, il prêta serment par lui-même, He 6, 13 : Pa reas Doue e bromesa da Abraham, o vezañ n’helle ket touiñ dre unan brasoc’h egetañ, e touas drezañ e-unan,
et il dit : Je te comblerai de bénédictions et je multiplierai ta descendance. He 6, 14 : en ur lavarout : « Ya sur, da gargañ a rin a vennozhioù, da lakaat a rin da liesaat fonnus ».
Et ainsi, par sa persévérance, Abraham a obtenu ce que Dieu lui avait promis. He 6, 15 : Hag evel-se, Abraham, dre ma oa bet dalc’hus, a resevas ar bromesa.
Les hommes prêtent serment par un plus grand qu’eux, et le serment est entre eux une garantie qui met fin à toute discussion ; He 6, 16 : An dud avat, a dou dre unan bennak brasoc’h egeto, ha termen pep rendael kenetrezo a zo gwarantiz ul le.
Dieu a donc pris le moyen du serment quand il a voulu montrer aux héritiers de la promesse, de manière encore plus claire, que sa décision était irrévocable. He 6, 17 : En hevelep doare, Doue ivez, dre ma felle dezhañ diskouez gant muioc’h a nerzh, da heritourien ar Bromesa, an digemmus ma oa e vennad, a warantas anezhañ dre ul le,
Dieu s’est ainsi engagé doublement de façon irrévocable, et il est impossible que Dieu ait menti. Cela nous encourage fortement, nous qui avons cherché refuge dans l’espérance qui nous était proposée et que nous avons saisie. He 6, 18 : evit ma vefe startaet hor c’halon dre an daou dra digemmus-se ha n’hall ket Doue lavarout gaou enno, ma vefemp kennerzhet, ni hag a zo en em repuet ennañ, da zerc’hel d’an esperañs kinniget deomp.
Cette espérance, nous la tenons comme une ancre sûre et solide pour l’âme ; elle entre au-delà du rideau, dans le Sanctuaire He 6, 19 : Rak ganti hon eus evel un eor evit hon ene, unan asur ha start, a ya betek en tu all d’ar ouel,
où Jésus est entré pour nous en précurseur, lui qui est devenu grand prêtre de l’ordre de Melkisédek pour l’éternité. He 6, 20 : e-barzh al lec’h ma-z eo antreet, evel diaraoger evidomp, Jezuz, deuet da vezañ da virviken Arc’hbeleg hervez urzh Melkisedek.
