Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » Al lizher d’an Hebreed » Pennad 8

Al lizher d’an Hebreed - Pennad 8

Levr : Al lizher d’an Hebreed
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13

Pennad 8



Et voici l’essentiel de ce que nous voulons dire : c’est bien ce grand prêtre-là que nous avons, lui qui s’est assis à la droite de la Majesté divine dans les cieux, He 8, 1 : Ar poent pennañ eus ar pezh hon eus lavaret eo eta kement-mañ : hon eus un Arc’hbeleg a seurt-se, a zo aet da azezañ en tu dehou da dron ar Veurdez en Neñvoù,

après avoir accompli le service du véritable Sanctuaire et de la véritable Tente, celle qui a été dressée par le Seigneur et non par un homme. He 8, 2 : da vezañ ar ministr eus ar Santual hag eus an Tabernakl, an tabernakl gwirion, an hini bet savet gant an Aotrou ha n’eo ket gant un den.

Tout grand prêtre est établi pour offrir des dons et des sacrifices ; il était donc nécessaire que notre grand prêtre ait, lui aussi, quelque chose à offrir. He 8, 3 : Rak pep beleg bras a vez diazezet evit kinnig profadennoù hag aberzhoù ; hag ac’hano eo ret dezhañ ivez kaout un dra bennak da ginnig.

À vrai dire, s’il était sur la terre, il ne serait même pas prêtre, puisqu’il y a déjà les prêtres qui offrent les dons conformément à la Loi : He 8, 4 : Evit gwir, ma vije bremañ war an douar, ne vije ket beleg zoken, peogwir ez eus beleien all karget hervez al Lezenn da ginnig profadennoù.

ceux-ci rendent leur culte dans un sanctuaire qui est une image et une ébauche des réalités célestes, comme en témoigne l’oracle reçu par Moïse au moment où il allait construire la Tente : Regarde, dit le Seigneur, tu exécuteras tout selon le modèle qui t’a été montré sur la montagne. He 8, 5 : Met ar re-mañ a gas da benn ur servij a zo hepken ur skeudenn, ur skeud eus an traoù neñvel, hervez ar pezh a zo bet diskuliet da Voizez, p’edo o vont da sevel an Deltenn sakr : « Sell, eme Doue outañ, ober a ri pep tra diwar ar skouer a zo bet diskouezet dit war ar menez ».

Quant au grand prêtre que nous avons, le service qui lui revient se distingue d’autant plus que lui est médiateur d’une alliance meilleure, reposant sur de meilleures promesses. He 8, 6 : Hogen bremañ, ar C’hrist en deus resevet evit e lod ur ministrerezh seul uheloc’h ma-z eo gwelloc’h an emglev ez eo an hanterour anezhañ, diazezet ma-z eo war welloc’h promesaoù.

En effet, si la première Alliance avait été irréprochable, il n’y aurait pas eu lieu d’en chercher une deuxième. He 8, 7 : Rak ma vije bet disi an emglev kentañ, ne vije ket ezhomm eus un all.

Or, c’est bien un reproche que Dieu fait à son peuple quand il dit : Voici venir des jours, dit le Seigneur, où je conclurai avec la maison d’Israël et avec la maison de Juda une alliance nouvelle. He 8, 8 : Met tamall anezho eo ar pezh a ra Doue pa lavar : « Setu deizioù o tont, eme an Aotrou, ma skoulmin gant tiegezh Israel ha tiegezh Youda, un emglev nevez,

Ce ne sera pas comme l’Alliance que j’ai faite avec leurs pères, le jour où je les ai pris par la main pour les faire sortir du pays d’Égypte : eux ne sont pas restés dans mon alliance ; alors moi, je les ai délaissés, dit le Seigneur. He 8, 9 : neket un emglev heñvel ouzh an hini a ris gant o zadoù, en deiz ma krogis en o dorn evit o zennañ er-maez eus douar an Egipt. Peogwir n’o deus ket o-unan dalc’het mat d’an emglev, em eus me ivez o dilezet, eme an Aotrou.

Mais voici quelle sera l’Alliance que j’établirai avec la maison d’Israël quand ces jours-là seront passés, dit le Seigneur. Quand je leur donnerai mes lois, je les inscrirai dans leur pensée et sur leurs cœurs. Je serai leur Dieu, et ils seront mon peuple. He 8, 10 : Hag hemañ eo an emglev a skoulmin gant tiegezh Israel : Goude an deizioù-mañ, eme an Aotrou, e lakain va lezennoù en o spered, e skrivin anezho en o c’halon. O Doue e vin-me ha va fobl e vint-i.

Ils n’auront plus à instruire chacun son concitoyen ni chacun son frère en disant : « Apprends à connaître le Seigneur ! » Car tous me connaîtront, des plus petits jusqu’aux plus grands. He 8, 11 : Hini ebet n’en devo mui da gelenn e nesañ, nag hini ebet da lavarout d’e vreur : Anavez an Aotrou ! Rak an holl am anavezo adal an hini disterañ betek an hini uhelañ.

Je serai indulgent pour leurs fautes, je ne me rappellerai plus leurs péchés. He 8, 12 : Rak pardoniñ a rin o drougoberoù, ha soñj eus o fec’hedoù ne zalc’hin ket ken ».

En parlant d’Alliance nouvelle, Dieu a rendu ancienne la première ; or ce qui devient ancien et qui vieillit est près de disparaître. He 8, 13 : Pa lavar emglev nevez, e laka da gozh an hini kentañ. Hag ar pezh a zo erru kozh ha kabac’h a zo dare da vont da get.