Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » Al lizher d’an Hebreed » Pennad 5

Al lizher d’an Hebreed - Pennad 5

Levr : Al lizher d’an Hebreed
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13

Pennad 5



Tout grand prêtre, en effet, est pris parmi les hommes ; il est établi pour intervenir en faveur des hommes dans leurs relations avec Dieu ; il doit offrir des dons et des sacrifices pour les péchés. He 5, 1 : Rak pep Arc’hbeleg, kemeret eus a-douez an dud, a vez diazezet evit mad an dud, d’ober war-dro o darempredoù gant Doue, ha da ginnig profoù hag aberzhoù evit ar pec’hedoù ;

Il est capable de compréhension envers ceux qui commettent des fautes par ignorance ou par égarement, car il est, lui aussi, rempli de faiblesse ; He 5, 2 : bez ez eo unan a c’hell trugareziñ ouzh ar re zizesk hag ar re zianket, o vezañ m’en em gav e-unan gant sempladurezh,

et, à cause de cette faiblesse, il doit offrir des sacrifices pour ses propres péchés comme pour ceux du peuple. He 5, 3 : ha ma tle, en abeg dezhi, kinnig evitañ e-unan kenkoulz hag evit ar bobl, aberzhoù a zic’haou evit ar pec’hedoù.

On ne s’attribue pas cet honneur à soi-même, on est appelé par Dieu, comme Aaron. He 5, 4 : Den ebet, anezhañ e-unan, ne c’hell kemer an enor-se warnañ ; met ret eo bezañ galvet gant Doue, dres evel Aaron.

Il en est bien ainsi pour le Christ : il ne s’est pas donné à lui-même la gloire de devenir grand prêtre ; il l’a reçue de Dieu, qui lui a dit : Tu es mon Fils, moi, aujourd’hui, je t’ai engendré, He 5, 5 : Evel-se ivez, n’en deus ket ar C’hrist, anezhañ e-unan, kemeret an enor da vezañ Arc’hbeleg, met e resevet en deus digant an Hini en deus lavaret dezhañ : « Va Mab out-te ; me am eus hiziv da c’hanet ».

car il lui dit aussi dans un autre psaume : Tu es prêtre de l’ordre de Melkisédek pour l’éternité. He 5, 6 : Evel ma lavar c’hoazh e lec’h all : « Te ’zo beleg da viken hervez urzh Melkisedek ».

Pendant les jours de sa vie dans la chair, il offrit, avec un grand cri et dans les larmes, des prières et des supplications à Dieu qui pouvait le sauver de la mort, et il fut exaucé en raison de son grand respect. He 5, 7 : Eñ eo an hini en deus, e deizioù e vuhez douarel, gant garm bras ha daeroù, kinniget aspedennoù hag azgoulennoù d’an Hini a c’helle salviñ anezhañ eus ar marv, hag a voe selaouet en abeg d’e zoujañs ouzh Doue ;

Bien qu’il soit le Fils, il apprit par ses souffrances l’obéissance He 5, 8 : petra bennak ma oa Mab, en deus desket, dre ar poanioù gouzañvet, petra eo ar sentidigezh ;

et, conduit à sa perfection, il est devenu pour tous ceux qui lui obéissent la cause du salut éternel, He 5, 9 : ha bet lakaet evel-se da vezañ parfet, eo deuet da vezañ evit ar re a sent outañ, mammenn a silvidigezh peurbadus,

car Dieu l’a proclamé grand prêtre de l’ordre de Melkisédek. He 5, 10 : diskleriet m’eo bet gant Doue Arc’hbeleg hervez urzh Melkisedek.

Sur ce sujet, nous avons bien des choses à dire, et elles sont difficiles à expliquer, puisque vous êtes devenus paresseux pour écouter. He 5, 11 : War ar poent-se hor befe da lavarout traoù uhel, traoù diaes da zisplegañ deoc’h peogwir oc’h deuet da vezañ gorrek da gompren.

Depuis le temps, vous devriez être capables d’enseigner mais, de nouveau, vous avez besoin qu’on vous enseigne les tout premiers éléments des paroles de Dieu ; vous en êtes au point d’avoir besoin de lait, et non de nourriture solide. He 5, 12 : Rak tra ma tlejec’h bezañ bet lakaet gant an amzer da vezañ mistri, hoc’h eus ezhomm adarre da vezañ kenteliet war elfennoù kentañ lavaroù Doue ; deuet oc’h da gaout ezhomm a laezh kentoc’h eget a voued fetis.

Celui qui est encore nourri de lait ne comprend rien à la parole de justice : ce n’est qu’un petit enfant. He 5, 13 : Rak kement hini a zo c’hoazh o vevañ diwar laezh, a zo dianav dezhañ kelennadurezh ar Reizhded ; n’eo c’hoazh nemet ur bugelig.

Aux adultes, la nourriture solide, eux qui, par la pratique, ont des sens exercés au discernement du bien et du mal. He 5, 14 : Hogen ar boued fetis eo hini ar re beurvat, int hag o deus dre hir-gustum, stummet o c’halon da ziforc’hañ ar mad diouzh an droug.