Lennadennoù ar Sul - 28/03/2027
📅 D'ar Sul 28 a viz Meurzh 2027
📜 Lennadenn gentañ
Lennadenn eus levr Oberoù an Ebestel (Eb 10, 34a.37-43)
Debret hag evet hon eus gantañ goude e adsav a-douez ar re varv.
Pêr , oc’h ’n em lakaat da gomz, a lavaras :
C’hwi ivez a oar petra 'zo c'hoarvezet dre vro Judea a-bezh,
penaos Jezuz a Nazared
a grogas da gentañ gant Galilea goude ar vadeziant bet prezeget gant Yann,
penaos Doue en deus e olevet gant ar Spered Santel ha gant galloud,
eñ en deus tremenet oc'h ober ar mad
hag o pareañ ar re holl a oa kouezhet dindan galloud an Diaoul,
rak Doue a oa gantañ.
Ha ni a zo testoù da gement tra en deus graet e bro ar Juzevien hag e Jeruzalem,
eñ hag o deus lakaet d’ar marv dre e stagañ ouzh ar c'hoad.
Hennezh eo en deus Doue e dasorc'het, d’an trede deiz,
ha roet dezhañ en em ziskouez,
n’eo ket d’ar bobl a-bezh, met da destoù bet dibabet en a-raok gant Doue,
dimp-ni hag hon eus debret hag evet gantañ
goude dezhañ adsevel a-douez ar re varv.
Ha gourc'hemennet en deus deomp prezeg d’ar bobl
ha testeniañ ez eo eñ a zo bet diazezet gant Doue da varner ar re vev hag ar re varv.
Dezhañ e toug testeni an holl brofeded e resevo
dre e anv ar pardon eus e bec'hedoù kement hini a gred ennañ.
🎶 Salm
(Sa 118 (117), 1-2, 16ab-17, 22-23)
D : Hemañ eo an deiz graet gant an Aotrou,
tridomp ha bezomp laouen ennañ.
Pe : Allelouia, Allelouia, Allelouia !
Dougit klod d'an Aotrou evit e vadelezh,
ya, da virviken e pad e drugarez.
Ra lavaro tiegezh Israel,
ya, da virviken e pad e drugarez.
Dorn dehou an Aotrou en deus va adsavet ;
dorn dehou an Aotrou en deus graet un taol-nerzh !
N'eo ket mervel a rin, met bevañ
hag ec'h embannin oberoù meur an Aotrou.
Ar maen bet distaolet gant ar saverien,
a zo deuet da vezañ maen-uhel ar c'horn ;
gant an Aotrou eo bet graet se,
tra estlammus d'hon daoulagad.
📜 Eil lennadenn
Lennadenn eus lizher an Abostol sant Paol d'ar Golosiz (Gol 3, 1-4)
Klaskit ar pezh a zo en nec'h, lec'h emañ ar C'hrist.
Va breudeur, mard oc'h eta adsavet da vev a-gevret gant ar C'hrist,
klaskit traoù an nec'h, lec'h m’emañ ar C'hrist, azezet a-zehou da Zoue.
Lakait ho soñj e traoù an Neñv, ha n’eo ket e traoù an douar.
Marv ez oc'h evit gwir,
hag ho puhez a zo bremañ kuzhet a-unan gant ar C'hrist e Doue.
Met pa 'n em ziskouezo ar C'hrist, eñ hor buhez,
neuze C'hwi ivez a-unan gantañ a vo diskouezet leun a c'hloar.
Da eil lennadenn, e kemerer unan eus an div-mañ :
Lennadenn eus lizher kentañ an Abostol sant Paol d'ar Gorintiz (1Go Co 5, 6b-8)
Skarzhit ar goell kozh, evit bezañ un toaz nevez.
Va breudeur, n’ouzoc'h ket eo a-walc'h un nebeudig goell
evit lakaat an holl doaz da sevel ?
Skarzhit diouzhoc'h ar goell kozh, evit bezañ un toaz nevez,
peogwir ez oc'h bara dic'hoell.
Rak hon oan Pask, ar C'hrist, a zo bet lazhet e sakrifis evidomp.
Lidomp ar gouel eta, n’eo ket gant goell kozh,
n’eo ket gant goell an drougiezh hag ar fallagriezh,
met gant bara dic'hoell al lealded hag ar wirionez.
✝️ Aviel
Pennad eus an Aviel santel hervez sant Yann (Yn 20, 1-9)
Ret e oa dezhañ adsevel a-douez ar re varv.
Allelouia ! Allelouia ! (1 Kor. 5, 7-8)
Lakaet eo bet d'ar marv hon Oan-Pask, ar C'hrist !
deomp gant levenez ouzh taol hon Aotrou !
Allelouia !
D’an deiz kentañ eus ar sizhun, abred diouzh ar beure,
p’edo teñval c'hoazh e teuas Mari-Madalen d’ar bez,
hag e welas ar maen lamet kuit a-diwar toull ar bez.
Hag hi da redek ha da vont da gaout Simon-Pêr
hag an diskibl all karet gant Jezuz, ha lavarout a reas dezho :
«Kemeret o deus an Aotrou eus ar bez,
ha n’ouzomp ket pelec'h o deus e lakaet.»
Neuze ez eas Pêr hag an diskibl all er-maez evit mont d’ar bez.
Redek a raent o-daou war un dro,
met an diskibl all a redas er penn a-raok buanoc'h eget Pêr,
hag a zegouezhas da gentañ e-kichen ar bez.
O vezañ soublet e benn, e welas ar bandennoù war an douar ;
ha koulskoude ned eas ket e-barzh.
Simon-Pêr neuze a zegouezhas d’e dro, o tont war e lerc'h ;
mont a reas er bez hag e welas ar bandennoù war-c'horre an douar,
hag al lienenn a oa bet war e benn :
homañ avat ne oa ket gant ar bandennoù,
met rollet a-gostez en ul lec'h all.
Neuze an diskibl all, degouezhet da gentañ er bez,
a yeas ivez e-barzh ; gwelout a reas hag e kredas.
Rak n’o devoa ket c'hoazh komprenet ar Skritur
a lavar e tlee adsevel a-douez ar re varv.
Pa lavarer oferenn ar Sul Fask diouzh an abardaez, e c'heller lenn un Aviel all c'hoazh, a lakaomp amañ da heul :
Pennad eus an Aviel santel hervez sant Lukaz (Lk 24, 13-35)
En deiz-se, setu ma oa daou ziskibl o vont d’ur vourc'h
war-hed tri-ugent stadenn diouzh Jeruzalem, hec’h anv Emmaus,
hag e komzent etrezo diwar-benn kement tra a oa c'hoarvezet.
Ha setu e-pad ma oant o komz hag o vreutaat,
Jezuz e-unan a dostaas hag en em lakaas d’ober hent ganto ;
met dalc'het e oa o daoulagad ma ne oant ket evit en anavezout.
Hag e lavaras dezho :
« Petra eo ar c'homzoù-se a lavarit an eil d’egile, en ur vont gant an hent ?. »
Chom a rejont a-sav, leun a dristidigezh.
Unan anezho, anvet Kleopaz, a respontas outañ :
« Te eo an estren nemetañ, o chom e Jeruzalem,
a zo hep gouzout petra a zo bet c'hoarvezet enni, en deizioù-mañ ? »
« Petra 'ta ? » emezañ. Ar re-mañ a respontas :
« Ar pezh a zo en em gavet gant Jezuz a Nazared,
a oa en em ziskouezet evel ur profed galloudus en e oberoù hag en e gomzoù,
dirak Doue ha dirak ar bobl a-bezh ;
ha penaos o deus hor beleien vras
hag hor pennadurezhioù henn droukroet da vezañ barnet d’ar marv,
hag henn staget ouzh ar groaz.
Ni avat hor boa fiziañs e oa hennezh an hini a zasprenfe Israel ;
hogen, gant kement-se holl,
eo hemañ an trede deiz abaoe m’eo degouezhet an traoù-se.
Gwir eo ez eo bet strafuilhet hor spered
gant un nebeut gwragez eus hon touez : aet int d’ar bez da c'houloù-deiz,
ha pa n’o deus ket kavet e gorf,
ez int distroet en ur lavarout o devoa gwelet Aeled zoken, hag a lavar ez eo bev.
Ha darn eus hor c'hompagnuned a zo aet d’ar bez,
hag o deus ivez kavet an traoù evel m’o devoa lavaret ar gwragez ;
eñ avat n’o deus ket e welet. »
Neuze e lavaras dezho :
« O tud dispered ha gorrek ho kalonoù da grediñ kement
o deus lavaret ar Brofeded !
Daoust ha ne oa ket ret d'ar C'hrist gouzañv ar poanioù-se
ha mont evel-se en e c'hloar ? »
Hag o kregiñ gant Moizez hag an holl Brofeded,
e tisplegas dezho, en holl Skriturioù, ar pezh a oa diwar e benn.
Evel-se ec'h errujont tost d’ar vourc'h ma 'z aent,
met eñ a reas van da vont hiroc'h.
Met derc'hel a rejont warnañ en ur lavarout :
« Chom ganeomp, rak setu ar serr-noz o tont, hag emañ an deiz o tiskenn. »
Hag ec'h antreas eta evit chom ganto.
Hag e c'hoarvezas, pa oa ouzh taol ganto,
ma kemeras ha ma vennigas ar bara, m’henn rannas ha m’henn roas dezho.
Neuze o daoulagad a zigoras hag henn anavezout a rejont ;
eñ avat a oa aet kuit a-zirazo.
Hag e lavarjont an eil d'egile :
« Daoust ha ne verve ket hor c'halon en hor c'hreiz,
pa gomze ouzhomp war an hent, ha pa zizoloe deomp ar Skriturioù ? »
Hag o sevel raktal e tistrojont da Jeruzalem.
Eno e kavjont bodet an Unnek hag o c'hompagnuned, a lavaras dezho :
« Evit gwir, dasorc'het eo an Aotrou, hag en em ziskouezet eo da Simon. »
Hag i o-unan a zisplegas ar pezh a oa c'hoarvezet war an hent,
ha penaos o devoa e anavezet gant rannidigezh ar bara.
🎧 Aviel an deiz ar bloavezhioù tremenet
Mark 16, 1-8 - Gant Dominique Thépaut eo lennet ha displeget an Aviel.

