Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Deuxième livre des Rois » Chapitre 4

Deuxième livre des Rois - Chapitre 4

Levr : Eil levr ar Rouaned
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25

Chapitre 4



La femme d’un des frères-prophètes implora Élisée en disant : « Ton serviteur, mon mari, est mort. Tu sais que ton serviteur craignait le Seigneur. Or le créancier est venu prendre pour lui mes deux enfants comme esclaves. » 2R 4, 1 : Hag ur vaouez, eus gwragez mibien ar brofeded, a huchas war Elizea en ur lavarout : "Da servijer, va gwaz, a zo marv, ha te a oar e oa da servijer doujus d’an Aotrou. Hag ar c’hredour a zo deuet da gerc’hat va daou vugel evitañ, da sklaved".

Élisée lui demanda : « Que puis-je faire pour toi ? Dis-moi ce que tu as dans ta maison. » Elle répondit : « Ta servante n’a rien du tout dans sa maison, juste un peu d’huile comme parfum. » 2R 4, 2 : Hag e lavaras dezhi Elizea : "Petra a rin evidout ? Diskleir din petra ac’h eus en ti, er gêr". Hag e lavaras-hi : "N’he deus da vatezh netra en ti nemet ul lestrad eoul".

Il reprit : « Va, emprunte au-dehors des vases à tous tes voisins, des vases vides. Et pas en petit nombre ! 2R 4, 3 : Hag e lavaras : "Kae da c’houlenn podoù en diavaez digant da holl amezeien, podoù goullo, ha na sell ket strizh.

Puis, rentre chez toi, ferme la porte sur toi et sur tes fils, verse de l’huile dans tous ces vases. Une fois qu’ils seront pleins, mets-les de côté. » 2R 4, 4 : Hag ez i, hag e serri an nor warnout ha war da vibien, hag e skuilhi en holl bodoù-mañ, hag ar re leun a lakai a-gostez".

Elle le quitta, ferma la porte sur elle et sur ses fils. Ceux-ci lui apportaient les vases, et elle y versait de l’huile. 2R 4, 5 : Hag aet a-zigantañ, e serras an nor warni ha war he mibien. Ar re-mañ a dostae dezhi ar podoù hag hi a skuilhe.

Lorsque les vases furent remplis, elle dit à son fils : « Apporte-moi encore un vase ! » Il lui répondit : « Il n’y a plus de vase ! » Alors l’huile cessa de couler. 2R 4, 6 : Ha pa voe leun ar podoù, e lavaras d’he mab : "Tosta din c’hoazh ur pod". Hag e lavaras-eñ dezhi : "N’eus ken a bod". Hag an eoul ne veras ket mui.

Elle vint informer l’homme de Dieu, qui lui dit : « Va vendre l’huile et acquitte ta dette ; tu vivras du reste, toi et tes fils ! » 2R 4, 7 : Hag ez eas-hi da gontañ se d’an den-Doue, a lavaras : "Kae da werzhañ an eoul-se ha pae da zle ; te ha da vibien a vevo gant ar peurrest".

Un jour, Élisée passait à Sunam ; une femme riche de ce pays insista pour qu’il vienne manger chez elle. Depuis, chaque fois qu’il passait par là, il allait manger chez elle. 2R 4, 8 : Un deiz bennak e tremenas ar profed Elizea dre gêr-Sunem. Eno e oa un intañvez binvidik. Hag homañ a zalc’has war ar profed evit ma chomfe da zebriñ bara ; hag evel-se, bep tro ma tremene ar profed dre eno, ez ae di da zebriñ e bred.

Elle dit à son mari : « Écoute, je sais que celui qui s’arrête toujours chez nous est un saint homme de Dieu. 2R 4, 9 : Hag e lavaras ar wreg d’he fried : "Me a oar ez eo un den santel da Zoue, an den-se hag a zeu amañ alies.

Faisons-lui une petite chambre sur la terrasse ; nous y mettrons un lit, une table, un siège et une lampe, et quand il viendra chez nous, il pourra s’y retirer. » 2R 4, 10 : Kempennomp dezhañ eta, mar plij, ur gambr vihan war leurdoenn hon ti, ha lakaomp enni evitañ ur gwele, un daol, ur gador hag ur c’hantolor, ha pa zeuio e c’hello lojañ enni."

Le jour où il revint, il se retira dans cette chambre pour y coucher. 2R 4, 11 : Un deiz eta ma oa deuet ar profed da Sunem e savas d’e gambrig, d’ar vañsardenn-se, hag ez eas war e wele da ziskuizhañ.

Élisée dit à Guéhazi, son serviteur : « Appelle notre Sunamite ! » Guéhazi l’appela, et elle se tint devant lui. 2R 4, 12 : Hag e lavaras d’e vevel Gehazi : "Galv ar Sunamiadez". Hag he gervel a reas, ha pa voe-hi dirazañ,

Élisée reprit : « Dis-lui donc : Voici que tu t’es donné beaucoup de peine pour nous. Que peut-on faire pour toi ? Faut-il parler pour toi au roi ou au chef de l’armée ? » Mais elle répondit : « Je vis tranquille au milieu des miens. » 2R 4, 13 : e lavaras Elizea dezhañ : "Lavar dezhi : Bet ec’h eus ganeomp kement a drabas ! Petra ober evidout ? Hag-eñ e vo komzet evidout d’ar roue pe da benngadour al lu ?" Hag e lavaras-hi : "E-touez va zud emaon o chom !"

Puis il dit à son serviteur : « Que peut-on faire pour cette femme ? » Le serviteur répondit : « Hélas, elle n’a pas de fils, et son mari est âgé. » 2R 4, 14 : Hag e lavaras : " Petra a c’hellfed ober eviti ?" Hag e lavaras Giezi : "Ne welan nemet un dra : n’he deus ket a vugale, hag he gwaz a zo erru war an oad."

Élisée lui dit : « Appelle-la. » Le serviteur l’appela et elle se présenta à la porte. 2R 4, 15 : Galv anezhi, eme Elizea. Gehazi a c’halvas anezhi hag e teuas betek toull-dor ar gambr.

Élisée lui dit : « À cette même époque, au temps fixé pour la naissance, tu tiendras un fils dans tes bras. » Mais elle dit : « Non, mon seigneur, homme de Dieu, ne dis pas de mensonge à ta servante. » 2R 4, 16 : Hag e lavaras Elizea : "A-benn bloaz, d’ar c’houlz-mañ, az po ur mab etre da zivrec’h. Hag hi da lavarout : "Nann ! Aotrou, den-Doue, na liv ket gevier d’az matezh !"

Or, la femme devint enceinte et, l’année suivante, à la même époque, elle enfanta un fils, au moment prédit par Élisée. 2R 4, 17 : Met koñseviñ a reas ar vaouez hag e c’hanas ur mab d’ar mare-se, d’ar bloaz nevez, evel lavaret dezhi gant Elizea.

L’enfant grandit. Un jour que l’enfant était allé trouver son père auprès des moissonneurs, 2R 4, 18 : Hag e kreskas ar bugel. Met un deiz ma oa aet da gavout e dad hag a oa er park gant an eosterien

il se mit à crier : « Oh ! ma tête ! ma tête ! » Le père dit à un serviteur : « Porte-le à sa mère. » 2R 4, 19 : e lavaras d’e dad : "O va fenn ! O va fenn !" Hag an tad a lavaras da unan eus ar servijerien : "Kas anezhañ d’e Vamm."

Le serviteur emporta l’enfant et le remit à sa mère. Celle-ci garda l’enfant sur ses genoux jusqu’à midi, puis il mourut. 2R 4, 20 : Hen kemerout a reas neuze hag e kasas anezhañ d’e vamm : betek kreisteiz e chomas ar bugel war varlenn e vamm ha neuze e varvas.

Alors elle monta l’étendre sur le lit de l’homme de Dieu, ferma la porte et sortit. 2R 4, 21 : E vamm neuze a savas d’an nec’h hag hen astenn a reas war gwele Elizea, an den-Doue hag a serras an nor war he lerc’h hag ez eas er-maez. Gervel a reas he den hag e lavaras dezhañ :

Elle appela son mari et dit : « Envoie-moi, je te prie, un des serviteurs et une des ânesses ; je cours jusque chez l’homme de Dieu et je reviens. » 2R 4, 22 : Da bediñ a ran da zegas din unan eus ar servijerien gant un azenez hag ez an da vont d’ar red da glask an Den-a-Zoue, hag e tistroin kerkent.

Il dit : « Pourquoi vas-tu chez lui aujourd’hui ? Ce n’est pas une nouvelle lune ni un sabbat. » Elle répondit : « Ne t’inquiète pas ! » 2R 4, 23 : Hag e lavaras : "Perak mont d’e gavout hiziv ? N’eus na miz, na Sabad !" Hag hi da lavarout : "Bez e peoc’h !"

Elle fit donc seller l’ânesse et dit à son serviteur : « Conduis-moi, vas-y ! N’arrête ma course que lorsque je te le dirai ! » 2R 4, 24 : Hag e tibras un azenez hag e lavaras d’he servijer : "Kae ! ha kae ! Ha na harz ket ouzhin a vont nemet mar lavaran dit !"

Elle partit et se rendit auprès de l’homme de Dieu, au mont Carmel. Quand l’homme de Dieu la vit venir, il dit à Guéhazi, son serviteur : « Voici notre Sunamite ! 2R 4, 25 : Hag ez eas, hag ec’h erruas e ti an den-Doue war venez ar C’harmel. Pa welas an den-Doue anezhi, a-bell, e lavaras da Giezi, e servijer : "Setu ar Sunamiadez :

Maintenant, cours à sa rencontre et dis-lui : “Comment vas-tu ? Comment va ton mari ? Comment va ton enfant ?” » Elle répondit : « Tout va bien ! » 2R 4, 26 : Red, mar plij, war-arbenn dezhi ha lavar dezhi : Ha yac’h ez out ? Ha yac’h eo da bried ? Ha yac’h eo da vugel ?" Hag e lavaras-hi : "Yac’h".

Arrivée auprès de l’homme de Dieu sur la montagne, elle saisit ses pieds. Guéhazi s’avança pour la repousser, mais l’homme de Dieu dit : « Laisse-la, car son âme est dans l’amertume. Le Seigneur me l’a caché, il ne m’a rien annoncé. » 2R 4, 27 : Met pan erruas e-kichen an den-Doue war ar menez, e krogas en e dreid. Tostaat a reas Giezi d’he diarbenn, met lavarout a reas an den-Doue : "Lez-hi, rak hec’h ene en deus c’hwervoni ; an Aotrou a guzhe se ouzhin, n’en devoa ket disklêriet se din".

Elle dit : « Avais-je demandé un fils à mon seigneur ? N’avais-je pas dit : Ne me donne pas de faux espoir ? » 2R 4, 28 : Hag hi da lavarout : "Daoust ha goulennet em boa ur mab digant va aotrou ? Daoust ha ne lavaren ket : N’am zouell ket ?"

Il dit à Guéhazi : « Boucle ta ceinture, prends mon bâton dans ta main et va ! Si tu rencontres un homme, ne le salue pas ! Si un homme te salue, ne lui réponds pas ! Tu mettras mon bâton sur le visage du garçon. » 2R 4, 29 : Hag e lavaras-eñ da Giezi : "Gouriz da zargreiz ha kemer va bazh ez torn, ha kae ! Mar kavez un den, n’e saludi ket, ha mar az salud unan bennak, ne responti ket dezhañ. Lakaat a ri va bazh war zremm ar paotr bihan".

Mais la mère du garçon reprit : « Par le Seigneur qui est vivant, et par ta vie, je ne te quitterai pas. » Alors il se leva et la suivit. 2R 4, 30 : Hag e lavaras mamm ar paotr bihan : "Bevet an Aotrou, ha bevet da ene ! N’az kuitain ket !" Hag e savas hag ez eas war he lerc’h.

Guéhazi les avait précédés. Il avait mis le bâton sur le visage de l’enfant, mais pas le moindre son, aucun signe de vie ! Il revint au-devant d’Élisée et lui annonça : « Le garçon ne s’est pas réveillé ! » 2R 4, 31 : Met Giezi a dremenas a-raok dezho hag a lakaas ar vazh war zremm ar paotr ; met ne voe ket a vouezh, ha ne reas van ; hag e tistroas davetañ hag e kontas se dezhañ en ur lavarout : "N’eo ket dihunet ar paotr".

Quand Élisée arriva dans la maison, il trouva l’enfant mort, étendu sur le lit. 2R 4, 32 : Erruout a reas Elizea en ti hag e kavas ar bugel marv hag astennet war e wele e-unan.

Il entra, ferma la porte pour être seul avec lui, et il se mit à prier le Seigneur. 2R 4, 33 : Antren a reas ha goude bezañ serret an nor warno-o-daou e pedas an Aotrou Doue.

Il monta sur le lit, se coucha sur l’enfant, mit sa bouche sur sa bouche, ses yeux sur ses yeux et ses mains sur ses mains. Il resta étendu sur lui, et le corps de l’enfant se réchauffa. 2R 4, 34 : Neuze e pignas war ar gwele hag e c’hourvezas war ar bugel. Lakaat a reas e c’henoù war genou ar bugel, e zaoulagad war e zaoulagad, e zaouarn war e zaouarn hag en em astennas warnañ hag e teuas tommder e korf ar bugel.

Le prophète redescendit et marcha de long en large dans la maison. Puis il remonta s’étendre sur l’enfant. Celui-ci éternua sept fois, et ouvrit les yeux. 2R 4, 35 : Neuze en em lakaas Elizea da vale a-dreuz hag a-hed dre an ti ha neuze ec’h adsavas war ar gwele hag e c’hourvezas war ar bugel, betek seizh gwech ; neuze ar bugel en em lakaas da streviañ hag a zigoras e zaoulagad.

Élisée appela son serviteur et lui dit : « Fais venir sa mère. » Le serviteur la fit venir. Lorsqu’elle arriva auprès de lui, Élisée lui dit : « Reprends ton fils. » 2R 4, 36 : Neuze e c’halvas Gehazi e servijer, hag e lavaras dezhañ : "Gra d’ar Sunamiadez-se dont amañ. He gervel a reas ha pa en em gavas betek ennañ, e lavaras dezhi : "Kemer da vab !"

Elle entra, tomba à ses pieds et se prosterna jusqu’à terre. Elle reprit son fils et sortit. 2R 4, 37 : Dont a reas hag en em daolas e-harz e dreid, hag e stouas betek an douar ; neuze e tapas he mab hag ez eas.

Élisée revint à Guilgal. La famine était dans le pays. Comme les frères-prophètes étaient assis devant lui, il dit à son serviteur : « Prépare la grande marmite et fais cuire une soupe pour les frères-prophètes. » 2R 4, 38 : Elizea a zistroas d’ar Gilgal. Ha naonegezh e oa er vro. Evel ma oa mibien brofeded en o c’hoazez dirazañ, e lavaras d’e servijer : "Laka ar gaoter vras war an tan, ha poazh ur soubenn evit mibien ar brofeded".

L’un de ceux-ci sortit dans la campagne pour ramasser des herbes. Il trouva une vigne sauvage, y cueillit des coloquintes sauvages, plein son vêtement, puis il revint et les coupa en morceaux dans la marmite de soupe, car on ne savait pas ce que c’était. 2R 4, 39 : Hag ez eas unan anezho war ar maez da gutuilh louzeier, hag e kavas ur winienn ouez, hag e kutuilhas diwarni koulourdrennoù gouez, leun e vantell, ha pa zistroas, e tidroc’has anezho e kaoter ar soubenn, hep gouzout dezho.

On servit à manger aux hommes, mais dès qu’ils eurent mangé de la soupe, ils ne poussèrent qu’un cri : « La mort est dans la marmite, homme de Dieu ! » Et ils ne purent manger. 2R 4, 40 : Hag e voe servijet d’an dud da zebriñ, met kerkent debret eus ar soubenn, hag int da grial en ur lavarout : "An Ankou er gaoter, den-Doue !" Ha ne c’hellent ket debriñ.

Élisée dit : « Apportez de la farine. » Il la jeta dans la marmite et dit : « Sers les gens, et qu’ils mangent ! » Il n’y avait plus rien de mauvais dans la marmite. 2R 4, 41 : Hag e lavaras Elizea : "Degasit bleud !" Hag e taolas er gaoter, hag e lavaras "Servijit d’an dud !" Hag e tebrjont, ha ne oa netra fall er gaoter.

Un homme vint de Baal-Shalisha et, prenant sur la récolte nouvelle, il apporta à Élisée, l’homme de Dieu, vingt pains d’orge et du grain frais dans un sac. Élisée dit alors : « Donne-le à tous ces gens pour qu’ils mangent. » 2R 4, 42 : Hag un den a zeuas eus Baal-Salisa, o tegas gantañ preveudioù evit an Den-Doue, bara ar preveudioù : bara-heiz, ha gwinizh nevez en e sac’h : "Ro d’an dud-se ma tebrint, eme Elizea."

Son serviteur répondit : « Comment donner cela à cent personnes ? » Élisée reprit : « Donne-le à tous ces gens pour qu’ils mangent, car ainsi parle le Seigneur : On mangera, et il en restera. » 2R 4, 43 : Met e servijer a respontas : "Penaos e rin-me evit e servijañ da gant a dud ?" Elizea avat, a adlavaras : "Ro d’an dud eus ar bara-se, dezho da zebriñ, rak setu amañ petra a lavar an Aotrou Doue : "Debriñ a vo graet, hag e vano ur restad"."

Alors, il le leur donna, ils mangèrent, et il en resta, selon la parole du Seigneur. 2R 4, 44 : Servijañ a reas eta ar baraennoù-se dezho ; debriñ a rejont, ha c’hoazh e vanas ur restad ganto, evel ma oa bet disklêriet gant an Aotrou.