Première lettre de saint Paul Apôtre aux Corinthiens - Chapitre 4
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16
Chapitre 4
Que l’on nous regarde donc comme des auxiliaires du Christ et des intendants des mystères de Dieu. 1Co 4, 1 : Ra vezimp eta sellet gant an dud evel servijerien ar C’hrist ha ministred misterioù Doue.
Or, tout ce que l’on demande aux intendants, c’est d’être trouvés dignes de confiance. 1Co 4, 2 : Hogen ar pezh a c’houlenner digant ministred eo en em ziskouez feal.
Pour ma part, je me soucie fort peu d’être soumis à votre jugement, ou à celui d’une autorité humaine ; d’ailleurs, je ne me juge même pas moi-même. 1Co 4, 3 : Evidon-me ne ran forzh evit bezañ barnet ganeoc’h pe gant ul lez-varn bennak a dud. Met kennebeut-all n’en em varnan ket va-unan.
Ma conscience ne me reproche rien, mais ce n’est pas pour cela que je suis juste : celui qui me soumet au jugement, c’est le Seigneur. 1Co 4, 4 : Va c’houstiañs, gwir eo, ne rebech netra din, met n’eo ket da lavarout e vefen didamall, rak an hini am barn eo an Aotrou.
Ainsi, ne portez pas de jugement prématuré, mais attendez la venue du Seigneur, car il mettra en lumière ce qui est caché dans les ténèbres, et il rendra manifestes les intentions des cœurs. Alors, la louange qui revient à chacun lui sera donnée par Dieu. 1Co 4, 5 : Neuze na varnit ket a-raok ar c’houlz, gortozit ma teuio an Aotrou : Eñ a sklerijenno ar sekredoù kuzhet en deñvalijenn hag a ziskulio mennozhioù ar c’halonoù. Ha neuze e resevo pep hini digant Doue ar veuleudi dleet dezhañ.
Frères, j’ai pris pour vous ces comparaisons qui s’appliquent à Apollos et à moi-même ; ainsi, vous pourrez apprendre de nous à ne pas aller au-delà de ce qui est écrit, afin qu’aucun de vous n’aille se gonfler d’orgueil en prenant le parti de l’un contre l’autre. 1Co 4, 6 : An holl draoù-se, breudeur, am eus skeudennet en ur gomz diwar va fenn va-unan ha diwar-benn Apollos, abalamour deoc’h, evit ma teuot da zeskiñ gant se eo gwir ar c’hrennlavar : N’eus netra en tu-hont d’ar pezh ’zo skrivet. Arabat da hini ebet ac’hanoc’h mont da fougeal a-du gant an eil a-enep d’egile.
Qui donc t’a mis à part ? As-tu quelque chose sans l’avoir reçu ? Et si tu l’as reçu, pourquoi te vanter comme si tu ne l’avais pas reçu ? 1Co 4, 7 : Rak piv az laka disheñvel diouzh ar re all ? Petra ac’h eus n’az pefe ket resevet ? Ha ma-z eo bet resevet ganit, perak tennañ lorc’h dioutañ evel pa n’az pije ket e resevet ?
Vous voilà déjà comblés, vous voilà déjà riches, vous voilà devenus rois sans nous ! Ah ! si seulement vous étiez devenus rois, pour que nous aussi, nous le soyons avec vous ! 1Co 4, 8 : Moarvat hoc’h eus dija resevet ho kwalc’h ? Pinvidik oc’h dija ? Hepdomp ez oc’h deuet da rouaned ? A ! Plijet gant Doue e vefec’h dija rouaned, ma vefemp ivez rouaned war un dro ganeoc’h !
Mais nous, les Apôtres, il me semble que Dieu nous a exposés en dernier comme en vue d’une mise à mort, car nous sommes donnés en spectacle au monde, aux anges et aux hommes. 1Co 4, 9 : Hogen kavout a ra din eo bet fellet da Zoue hon diskouez-ni, an Ebestel, er renk diwezhañ, evel tud kondaonet d’ar marv ; roet omp da bezh-c’hoari da selloù ar bed, an Aelez hag an dud.
Nous, nous sommes fous à cause du Christ, et vous, vous êtes raisonnables dans le Christ ; nous sommes faibles, et vous êtes forts ; vous êtes à l’honneur, et nous, dans le mépris. 1Co 4, 10 : Foll ez omp abalamour d’ar C’hrist, ha c’hwi neuze a vefe fur e Jezuz Krist ; dinerzh ez omp-ni, ha c’hwi leun a nerzh ; en enor e vefec’h, ha ni disprizet !
Maintenant encore, nous avons faim, nous avons soif, nous sommes dans le dénuement, maltraités, nous n’avons pas de domicile, 1Co 4, 11 : Betek an eur-mañ c’hoazh e c’houzañvomp kaout naon ha sec’hed, bezañ en noazh, resev fasadoù, bezañ o kantren,
nous travaillons péniblement de nos mains. On nous insulte, nous bénissons. On nous persécute, nous le supportons. 1Co 4, 12 : en em skuizhañ o labourat gant hon daouarn hon-unan. Traoù dismegañsus a vez lavaret deomp hag e respontomp gant bennozhioù ; gwallgaset e vezomp hag e c’houzañvomp kement-se ;
On nous calomnie, nous réconfortons. Jusqu’à présent, nous sommes pour ainsi dire l’ordure du monde, le rebut de l’humanité. 1Co 4, 13 : droukkomzet e vez diwar hor penn, hag e klaskomp kennerzhañ. Deuet omp da vezañ evel lastez ar bed, reputailh an holl dud betek bremañ.
Je ne vous écris pas cela pour vous faire honte, mais pour vous reprendre comme mes enfants bien-aimés. 1Co 4, 14 : N’eo ket evit ober mezh deoc’h e skrivan kement-se, met evit hoc’h addresañ e-giz va bugale muiañ-karet.
Car, dans le Christ, vous pourriez avoir dix mille guides, vous n’avez pas plusieurs pères : par l’annonce de l’Évangile, c’est moi qui vous ai donné la vie dans le Christ Jésus. 1Co 4, 15 : Rak goude m’ho pefe miliadoù a vistri-kelennerien er C’hrist, n’hoc’h eus ket evelato meur a dad ; rak me eo an hini en deus ho kanet er C’hrist Jezuz dre an Aviel.
Aussi, je vous en prie : imitez-moi. 1Co 4, 16 : Ho pediñ a ran eta, kemerit skouer warnon.
C’est pour cela que je vous ai envoyé Timothée, qui est mon enfant bien-aimé et fidèle dans le Seigneur ; il vous rappellera les voies que je trace dans le Christ Jésus, telles que je les enseigne partout dans toutes les Églises. 1Co 4, 17 : Evit-se eo am eus kaset deoc’h Timozeos, va mab karet-meurbet ha feal en Aotrou, evit ma tegaso da soñj deoc’h va reolennoù-buhez, ar re hervez an Aotrou, evel m’o c’helennan dre holl, en holl ilizoù.
Pensant que je n’allais pas venir chez vous, quelques-uns se sont gonflés d’orgueil. 1Co 4, 18 : Rak hiniennoù o krediñ ne zlein ket mont d’ho kwelout ken, a zo en em c’hwezhet en o lorc’h ;
Or je viendrai bientôt chez vous, si le Seigneur le veut, et je prendrai connaissance, non pas de ce que disent ces gens gonflés d’orgueil, mais des actes dont ils sont capables. 1Co 4, 19 : mont a rin avat prestik betek ennoc’h, mar plij gant an Aotrou, ha gwelout a rin petra 'dalv n’eo ket komzoù ar vrabañserien-se, met o oberoù.
Car le royaume de Dieu ne consiste pas dans la parole, mais dans la capacité d’agir. 1Co 4, 20 : Rak rouantelezh Doue n’emañ ket er c’homzoù, met e efed an oberoù.
Que préférez-vous : que je vienne chez vous muni d’un bâton, ou avec amour et en esprit de douceur ? 1Co 4, 21 : Petra ’zo gwell ganeoc’h ? Ez afen d’ho kaout gant ur skourjez, pe gant karantez ha spered a zouster ?
