Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Nouveau Testament en breton » Première lettre de saint Paul Apôtre aux Corinthiens » Chapitre 8

Première lettre de saint Paul Apôtre aux Corinthiens - Chapitre 8

Levr : Al lizher kentañ d’ar Gorintiz
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16

Chapitre 8



Au sujet des viandes qui ont été offertes aux idoles, nous savons bien que nous avons tous la connaissance nécessaire ; mais la connaissance rend orgueilleux, tandis que l’amour fait œuvre constructive. 1Co 8, 1 : Evit ar pezh a sell ar c’hig kinniget d’an idoloù, her gouzout a reomp hon eus ni holl anaoudegezh war se. An anaoudegezh avat a zegas brasoni ; ar garantez eo an hini a ra labour vat.

Si quelqu’un pense être arrivé à connaître quelque chose, il ne connaît pas encore comme il faudrait ; 1Co 8, 2 : Ma-z eus unan a soñj gantañ gouzout un dra bennak, nann, n’en deus ket c’hoazh an anaoudegezh a zleer da gaout.

mais si quelqu’un aime Dieu, celui-là est vraiment connu de lui. 1Co 8, 3 : Met ma-z eus unan a gar Doue, hennezh a zo karet gant Doue ivez.

Quant à manger ces viandes offertes aux idoles, le pouvons-nous ? Nous savons que, dans le monde, une idole n’est rien du tout ; il n’y a de dieu que le Dieu unique. 1Co 8, 4 : Neuze ’ta, evit ar pezh a sell ouzh debriñ kig bet kinniget d’an idoloù, her gouzout mat a reomp, n’eus e gwirionez idolenn ebet, n’eus Doue ebet nemet unan.

Bien qu’il y ait en effet, au ciel et sur la terre, ce qu’on appelle des dieux – et il y a une quantité de « dieux » et de « seigneurs » –, 1Co 8, 5 : Rak petra bennak ma-z eus reoù ’zo a vez lakaet da zoueoù pe en neñv pe war an douar, hag evit gwir ez eus evel-se ur bern doueoù hag ur bern aotrounez,

pour nous, au contraire, il n’y a qu’un seul Dieu, le Père, de qui tout vient et vers qui nous allons ; et un seul Seigneur, Jésus Christ, par qui tout vient et par qui nous vivons. 1Co 8, 6 : evidomp-ni, n’eus forzh penaos, n’eus nemet un Doue hepken, an Tad, e teu pep tra dioutañ, ha ni o vezañ evitañ ; ha n’eus nemet un Aotrou hepken, Jezuz Krist, a zo pep tra drezañ ha ni ivez o vezañ drezañ.

Mais tout le monde n’a pas cette connaissance : certains, habitués jusqu’ici aux idoles, croient vénérer les idoles en mangeant de cette viande, et leur conscience, qui est faible, s’en trouve souillée. 1Co 8, 7 : N’eo ket an holl koulskoude o devez ur seurt anaoudegezh. Darn a vir c’hoazh en o fenn ar soñjoù kustum diwar-benn an idoloù, a zebr ar c’hig-se evel tra kinniget dezho e gwirionez, hag o c’houstiañs, o vezañ sempl, a vez kailharet.

Ce n’est pas un aliment qui nous rapprochera de Dieu. Si nous n’en mangeons pas, nous n’avons rien de moins, et si nous en mangeons, nous n’avons rien de plus. 1Co 8, 8 : Nann, n’eo ket ur boued bennak a c’hell hoc’h erbediñ dirak Doue ; mar n’hen debromp ket, ne gollomp netra evit-se ; ha ma tebromp dioutañ, n’hon eus netra ouzhpenn.

Mais prenez garde que l’usage de votre droit ne soit une occasion de chute pour les faibles. 1Co 8, 9 : Diwallit hepken na vefe ar frankiz-se a c’hellit ober ganti, un degouezh a bec’hed evit ar re sempl.

En effet, si l’un d’eux te voit, toi qui as cette connaissance, attablé dans le temple d’une idole, cet homme qui a la conscience faible ne sera-t-il pas encouragé à manger de la viande offerte aux idoles ? 1Co 8, 10 : Te hag ac’h eus anaoudegezh, ma vezez gwelet azezet ouzh taol en un templ-idoloù, hag-eñ ne vo ket douget ganit an hini ’zo sempl e goustiañs da zebriñ eus ar c’hig gouestlet d’an idoloù ?

Et la connaissance que tu as va faire périr le faible, ce frère pour qui le Christ est mort. 1Co 8, 11 : Ha kollet e vo dre da ouiziegezh an den sempl-se, ar breur-se ez eo bet marvet ar C’hrist evitañ.

Ainsi, en péchant contre vos frères, et en blessant leur conscience qui est faible, vous péchez contre le Christ lui-même. 1Co 8, 12 : Evel-se, en ur bec’hiñ ouzh ho preudeur, en ur c’hloazañ o c’houstiañs dinerzh, eo ouzh ar C’hrist e pec’hit.

C’est pourquoi, si une question d’aliments doit faire tomber mon frère, je ne mangerai plus jamais de viande, pour ne pas faire tomber mon frère. 1Co 8, 13 : Gant-se ’ta, ma-z eo ar boued a zebran ur gwallskouer evit va breur, ne zebrin ket a gig biken ken, evit na vo ken an dra-se un droukskoilh evit va breur.