Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Eil levr ar Vakabeed » Pennad 7

Eil levr ar Vakabeed - Pennad 7

Levr : Eil levr ar Vakabeed
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15

Pennad 7



Sept frères avaient été arrêtés avec leur mère. À coups de fouet et de nerf de bœuf, le roi Antiocos voulut les contraindre à manger du porc, viande interdite. 2M 7, 1 : Ha setu ma tegouezhas d’ar seizh breur ha d’o mamm bezañ dalc’het, hag e fellas d’ar roue, dre c’hourdrouz o dispenn a daolioù-skourjez hag a daolioù nervennoù, o rediañ da zebriñ kig-moc’h, en desped d’al Lezenn.

L’un d’eux se fit leur porte-parole et déclara : « Que cherches-tu à savoir de nous ? Nous sommes prêts à mourir plutôt que de transgresser les lois de nos pères. » 2M 7, 2 : Unan anezho o komz en anv ar re all, a lavaras evel-hen : “Petra a glaskez ha petra a fell dit klevout diganeomp ? Prest omp da vervel kentoc’h eget terriñ lezennoù hon Tadoù !”

Fou de rage, le roi ordonna que l’on chauffe des poêles et des chaudrons. 2M 7, 3 : Ar roue o vezañ savet droug ennañ, a roas ar roue urzh da dommañ ruz pilligoù ha kaoterioù.

Dès qu’ils furent brûlants, il ordonna de couper la langue de celui qui s’était fait leur porte-parole, de lui arracher la peau de la tête et de lui couper les mains et les pieds, sous les yeux de ses autres frères et de sa mère. 2M 7, 4 : Kerkent ha ma voent ruz, e c’hourc’hemennas ma vije troc’het e deod d’an hini en devoa komzet da gentañ, ha ma vije digroc’henet e benn ha troc’het dezhañ bleñchoù e zaouarn hag e dreid, dirak e vreudeur all hag e vamm.

Lorsqu’il fut complètement mutilé, le roi ordonna de l’amener près du brasier et de le faire passer à la poêle, alors qu’il respirait encore. Tandis que des vapeurs abondantes se répandaient autour de la poêle, les autres s’exhortaient mutuellement, avec leur mère, à mourir avec noblesse. Ils disaient : 2M 7, 5 : Ha pa ne voe ken nemet ur bern moñsoù anezhañ, e c’hourc’hemennas ar roue ma vije tostaet ouzh an tan, tra ma anale c’hoazh, ha lakaet da rostañ er billig. Hag endra m’en em strewe moged ar billig pell tro-war-dro, ar re all gant o mamm en em galonekae an eil egile evit mervel dizaon, hag e lavarent :

« Le Seigneur Dieu nous voit et, en vérité, nous apporte le réconfort, comme Moïse l’a clairement affirmé dans son cantique où il témoigne, à la face de tous, que Dieu réconfortera ses serviteurs. » 2M 7, 6 : An Aotrou Doue a wel, hag evit gwir en deus truez ouzhimp, evel m’en deus degemennet Moizez er ganenn a ziskler fraezh kement-mañ : "Ha truez en devo ouzh e servijerien".

Lorsque le premier fut mort de cette manière, on amena le deuxième pour le torturer. On lui arracha la peau de la tête avec les cheveux, puis on lui demanda : « Mangeras-tu, plutôt que d’être châtié dans ton corps, membre par membre ? » 2M 7, 7 : Goude ma oa marv ar c’hentañ en doare-se, e voe degaset an eil da vezañ boureviet, ha goude bezañ diframmet kroc’hen e benn gant blev, e c’houlennjont digantañ : Ha debriñ kig-moc’h a ri, a-raok ma vo boureviet da gorf tamm-ha-tamm ?"

Mais il répondit, dans la langue de ses pères : « Non ! » C’est pourquoi lui aussi subit aussitôt les mêmes sévices que le premier. 2M 7, 8 : Eñ avat, o respont e yezh e dadoù, a lavaras : "Ne rin ket !" Rak-se e voe lakaet da c’houzañv an hevelep poanioù hag ar c’hentañ.

Au moment de rendre le dernier soupir, il dit : « Tu es un scélérat, toi qui nous arraches à cette vie présente, mais puisque nous mourons par fidélité à ses lois, le Roi du monde nous ressuscitera pour une vie éternelle. » 2M 7, 9 : P’edo war-nes mervel, e lavaras : "Te, fallakr ma-z out, lemel a rez diganeomp ar vuhez-mañ, hogen Roue ar bed hon dasorc’ho evit ur vuhez peurbadus, ni hag a varv evit bezañ feal d’E lezennoù".

Après cela, le troisième fut mis à la torture. Il tendit la langue aussitôt qu’on le lui ordonna et il présenta les mains avec intrépidité, 2M 7, 10 : Goude hennezh e voe boureviet an trede : tennañ a reas e deod er-maez, adal ma voe goulennet digantañ, hag astenn e zaouarn ent-kalonek,

en déclarant avec noblesse : « C’est du Ciel que je tiens ces membres, mais à cause de ses lois je les méprise, et c’est par lui que j’espère les retrouver. » 2M 7, 11 : ha lavarout ent-kadarn : "Digant an Neñv em eus bet anezho, hogen bremañ en abeg d’E lezennoù, e tisprizan anezho, ha digantañ ec’h esperan m’o adkavin a nevez",

Le roi et sa suite furent frappés de la grandeur d’âme de ce jeune homme qui comptait pour rien les souffrances. 2M 7, 12 : hag ar roue e-unan, hag ar re a oa gantañ, a oa souezhet bras gant kalonegezh an den yaouank-se hag a selle ar poanioù evel netra.

Lorsque celui-ci fut mort, le quatrième frère fut soumis aux mêmes sévices. 2M 7, 13 : Pa voe marv hennezh, e voe boureviet ar pevare en hevelep doare.

Sur le point d’expirer, il parla ainsi : « Mieux vaut mourir par la main des hommes, quand on attend la résurrection promise par Dieu, tandis que toi, tu ne connaîtras pas la résurrection pour la vie. » 2M 7, 14 : Ha pa edo da vervel, e lavaras : "Gwell ez eo mervel dre berzh an dud, gant ar spi da vezañ dasorc’het gant Doue, rak evidout-te, ne vo dasorc’hidigezh ebet evit ar vuhez".

On amena aussitôt le cinquième pour le tourmenter. 2M 7, 15 : Da c’houde e voe degaset ar pempvet hag e voe boureviet.

Fixant les yeux sur le roi, il dit : « Tout mortel que tu es, tu as autorité sur les hommes et tu fais ce que tu veux. Ne t’imagine pas pour autant que notre race soit abandonnée de Dieu. 2M 7, 16 : Hag eñ, o sellout ouzh ar roue a lavaras dezhañ : "Galloud ac’h eus e-touez an dud, goude ma-z out marvel da-unan, hag e rez ar pezh a garez, hogen arabat dit krediñ ez eo dilezet hor gouenn gant Doue.

Mais toi, attends : tu verras combien sa puissance est grande et de quelle manière il sévira contre toi-même et ta descendance ! » 2M 7, 17 : Evidout-te gortoz un nebeud, hag e weli E c’halloud bras, ha penaos e vourevio ac’hanout-te ha da lignez".

Après celui-là, on amena le sixième, et lorsqu’il fut sur le point de mourir, il dit : « Ne te fais pas de vaine illusion : c’est à cause de nous-mêmes que nous endurons ces souffrances, pour avoir péché contre notre propre Dieu. De là viennent ces malheurs surprenants. 2M 7, 18 : War-lerc’h hennezh e tegasjod ar c’hwec’hvet, hag eñ dare da vervel, a lavaras : "N’en em douell ket da-unan, rak en abeg deomp hon-unan eo e c’houzañvomp kement-mañ, dre m’hon eus pec’het a-enep hon Doue ; rak-se ez eus en em gavet reuzioù dellezek a estlamm ganeomp ;

Mais toi, ne va pas croire que tu resteras impuni, pour avoir entrepris de faire la guerre à Dieu. » 2M 7, 19 : te avat, na soñj ket e vezi digastiz, pa 'c’h eus en em lakaet da stourm ouzh Doue".

Leur mère fut particulièrement admirable et digne d’une illustre mémoire : voyant mourir ses sept fils dans l’espace d’un seul jour, elle le supporta vaillamment parce qu’elle avait mis son espérance dans le Seigneur. 2M 7, 20 : Estlammus-krenn e voe o mamm e gwirionez ha dellezek ma vefe dalc’het soñj anezhi gant ar brasañ enor. Gwelout a reas he seizh mab lakaet d’ar marv, en un devezh hepken, met kement-se a c’houzañvas gant kalon dre m’he devoa lakaet he fiziañs en Aotrou Doue.

Elle exhortait chacun d’eux dans la langue de ses pères ; cette femme héroïque leur parlait avec un courage viril : 2M 7, 21 : Kennerzhañ a rae a bep eil pep hini anezho, e yezh an Tadoù. Ar vaouez-se, leun a drivliadoù kalonek hag oc’h entanañ he gred a blac’h a gomze outo gant nerzh-kalon ur gwaz :

« Je suis incapable de dire comment vous vous êtes formés dans mes entrailles. Ce n’est pas moi qui vous ai donné l’esprit et la vie, qui ai organisé les éléments dont chacun de vous est composé. 2M 7, 22 : N’ouzon ket penaos ez oc’h bet en em ziskouezet em c’horf, ha n’eo ket me am eus roet deoc’h spered ha buhez, ha n’eo ket me am eus frammet izili ho korfoù.

C’est le Créateur du monde qui façonne l’enfant à l’origine, qui préside à l’origine de toute chose. Et c’est lui qui, dans sa miséricorde, vous rendra l’esprit et la vie, parce que, pour l’amour de ses lois, vous méprisez maintenant votre propre existence. » 2M 7, 23 : Krouer ar bed-holl eo an hini a furm an den en e c’hanedigezh, hag a daol evezh ouzh ar penn-kentañ eus pep tra. Hag eñ eo a roio deoc’h en-dro, en e drugarez spered ha buhez, o vezañ ma rit fae war ho puhez hoc’h-unan, dre garantez evit E lezennoù".

Antiocos s’imagina qu’on le méprisait, et soupçonna que ce discours contenait des insultes. Il se mit à exhorter le plus jeune, le dernier survivant. Bien plus, il lui promettait avec serment de le rendre à la fois riche et très heureux s’il abandonnait les usages de ses pères : il en ferait son ami et lui confierait des fonctions publiques. 2M 7, 24 : Antiokos a soñjas e oad oc’h ober goap anezhañ, hag a ziskredas e oa dismegañsoù en he c’homzoù. Bev e oa c’hoazh an hini yaouankañ, hag ar roue en em lakaas d’e aliañ start dre gomz hag a douas zoken dezhañ hen lakaje pinvidik hag evurus, ma tilezje gizioù e Hendadoù, hag e raje e vignon anezhañ hag e roje dezhañ kargoù uhel.

Comme le jeune homme n’écoutait pas, le roi appela la mère, et il l’exhortait à conseiller l’adolescent pour le sauver. 2M 7, 25 : Met o vezañ ne rae an den yaouank stad ebet a gement-se, ar roue a c’halvas e vamm hag a bouezas warni evit ma roje ali d’an den yaouank da saveteiñ e vuhez.

Au bout de ces longues exhortations, elle consentit à persuader son fils. 2M 7, 26 : Goude m’en devoa ar roue dalc’het start warni, ec’h asantas komz ouzh he mab evit e c’hounit.

Elle se pencha vers lui, et lui parla dans la langue de ses pères, trompant ainsi le cruel tyran : « Mon fils, aie pitié de moi : je t’ai porté neuf mois dans mon sein, je t’ai allaité pendant trois ans, je t’ai nourri et élevé jusqu’à l’âge où tu es parvenu, j’ai pris soin de toi. 2M 7, 27 : Met o stouiñ davetañ, hag o touellañ ar gwaskour dinatur, e komzas evel-hen e yezh he zadoù : - Va mab bez truez ouzhin-me am eus da zouget em c’hreiz e-pad nav miz, hag am eus roet bronn dit e-pad tri bloaz, da vaget ha da zegaset d’an oad m’emaout gantañ.

Je t’en conjure, mon enfant, regarde le ciel et la terre avec tout ce qu’ils contiennent : sache que Dieu a fait tout cela de rien, et que la race des hommes est née de la même manière. 2M 7, 28 : Da bediñ ha da aspediñ a ran, mabig, sell ouzh an neñv hag an douar, ha gwel kement a zo eno, ha gouez en deus Doue graet anezho eus a netra, hag ez eo bet ganet gouenn an dud en hevelep doare.

Ne crains pas ce bourreau, montre-toi digne de tes frères et accepte la mort, afin que je te retrouve avec eux au jour de la miséricorde. » 2M 7, 29 : Arabat dit eta kaout aon rak ar bourev-se, bez dellezek eus da vreudeur, asant d’ar marv evit m’az adkavin ganto, dre drugarez Doue".

Lorsqu’elle eut fini de parler, le jeune homme déclara : « Qu’attendez-vous ? Je n’obéis pas à l’ordre du roi, mais j’écoute l’ordre de la Loi donnée à nos pères par Moïse. 2M 7, 30 : Ne oa ket peurlavaret ar c’homzoù-se ganti, ma lavaras an den yaouank : - Petra emaoc’h o c’hortoz ? Ne sentan ket ouzh urzhioù ar roue. Sentiñ a ran ouzh gourc’hemennoù al Lezenn a zo bet roet d’hon Tadoù gant Moizez.

Et toi qui as inventé toutes sortes de mauvais traitements contre les Hébreux, tu n’échapperas pas à la main de Dieu. 2M 7, 31 : Ha te, ac’h eus ijinet a bep seurt droug a-enep an Hebreed, ne dec’hi ket diouzh dorn Doue.

Car nous, c’est à cause de nos propres péchés que nous souffrons. 2M 7, 32 : Rak ni eo en abeg d’hor pec’hedoù e c’houzañvomp.

En effet, notre Seigneur qui est vivant s’est irrité un moment contre nous, en vue de nous réprimander et de nous éduquer, mais de nouveau il se réconciliera avec ses serviteurs. 2M 7, 33 : Ha mard eo kounnaret evit ur momedig hon Aotrou hag a zo bev, ez eo evit hor c’hastizañ hag hor reizhañ ; neuze e ray peoc’h a-nevez gant e servijerien.

Et toi, impie, le plus infâme de tous les hommes, ne t’enfle pas d’orgueil sans raison en te berçant d’espoirs incertains, alors que tu portes la main sur les serviteurs du Ciel, 2M 7, 34 : Te avat, den difeiz hag ar fallakrañ eus an holl dud, n’a ket da c’hwezhañ diskiant, o vrañskellat gant goanagoù goullo hag o sevel an dorn a-enep e servijerien ;

car tu n’as pas encore échappé au jugement du Dieu tout-puissant qui voit tout ! 2M 7, 35 : rak n’ec’h eus ket evit c’hoazh diflipet diouzh barnedigezh an Doue hollc’halloudek, a wel pep tra.

Nos frères, maintenant, ont supporté une épreuve passagère, pour une vie intarissable : ils sont tombés à cause de l’alliance de Dieu. Mais toi, par le jugement de Dieu, tu recevras le juste châtiment de ton arrogance. 2M 7, 36 : Hor breudeur, evit ar gwir, goude bezañ bremañ gouzañvet poanioù dibad e sell ur vuhez a bad atav, a zo kouezhet evit emglev Doue ; te avat, dre varn Doue e c’houzañvi kastiz reizh da rogentez.

Quant à moi, comme mes frères, je me livre corps et âme pour les lois de nos pères, en suppliant Dieu de se montrer bientôt favorable à la nation et de t’amener, par des épreuves et des fléaux, à confesser que lui seul est Dieu. 2M 7, 37 : Me, evel va breudeur, a ro va c’horf ha va ene evit lezennoù va zadoù, en ur bediñ Doue da vezañ trugarezus hep dale ouzh hor broad, ha d’az lakaat da anzav, goude reuzioù ha gwalleurioù, ez eo an Doue nemetañ,

Je prie aussi pour que la colère du Tout-Puissant, justement déchaînée sur l’ensemble de notre race, prenne fin avec ma mort et celle de mes frères. » 2M 7, 38 : ha ma tihano warnon ha war va breudeur kounnar an Hollc’halloudeg dirollet ez-reizh war hor gouenn a-bezh".

Fou de rage, exaspéré par la moquerie, le roi s’acharna contre ce dernier plus cruellement encore que contre les autres. 2M 7, 39 : Neuze ar roue aet er-maez anezhañ e-unan, a voe krisoc’h ouzh hemañ eget ouzh ar re all, dre ma oa bet gwall-flemmet gant ar goapaerezh-se.

Le jeune homme mourut donc, pur de toute souillure, mettant toute sa confiance dans le Seigneur. 2M 7, 40 : Evel-se e varvas an den yaouank, glan a-grenn ha leun a fiziañs en Aotrou.

Enfin, après tous ses fils, la mère mourut la dernière. 2M 7, 41 : D’an diwezhañ, goude he mibien, e varvas ar vamm.

Nous en resterons là pour le récit des repas sacrilèges et des tourments sans mesure. 2M 7, 42 : Sed aze trawalc’h diskouezet diwar-benn ar predoù lidel ha krizderioù diroll ar mac’homerezh.