Diougan Zakarias - Pennad 13
Pennad 13
Ce jour-là, il y aura une source qui jaillira pour la maison de David et pour les habitants de Jérusalem : elle les lavera de leur péché et de leur souillure. Za 13, 1 : En deiz-se e vo ur vammenn digor evit tiegezh David hag annezidi Jeruzalem, da dennañ kuit ar pec’hed hag ar saotradur.
Il arrivera, en ce jour-là – oracle du Seigneur de l’univers –, que je retrancherai du pays les noms des idoles : on n’en fera plus mémoire. Je chasserai aussi du pays les prophètes et leur esprit d’impureté. Za 13, 2 : Hag e c’hoarvezo en deiz-se, - Diougan Aotrou an armeoù - ma raskin eus ar vro anvioù an idoloù ha na vo ken meneg anezho. Ha kenkoulz all ar Brofeded hag ar spered a saotradur, o skarzhañ a rin kuit eus ar vro.
Si quelqu’un veut encore prophétiser, son père et sa mère, qui l’ont engendré, lui diront : « Tu ne vivras pas, car ce sont des mensonges que tu prononces au nom du Seigneur. » Alors son propre père et sa propre mère, qui l’ont engendré, le transperceront pendant qu’il prophétisera. Za 13, 3 : Ha ma ’n em laka unan bennak c’hoazh da brofediñ, e lavaro dezhañ e dad hag e vamm o deus ganet anezhañ : "Ne dleez ken chom bev, rak gevier eo ar pezh a lavarez dindan anv an Aotrou !" Hag e dad hag e vamm hag o deus ganet anezhañ a skoio gantañ en e greiz e-pad ma vo o tiouganañ.
Il arrivera, en ce jour-là, que les prophètes rougiront de leur vision quand ils prophétiseront. Ils ne revêtiront plus le manteau de prophètes pour tromper. Za 13, 4 : Hag e c’hoarvezo en deiz-se gant ar brofed m’en devo, pep hini mezh gant e weledigezh, e-pad ma tiougano, ha na vo ken gwisket gantañ ar vantell kreoñennek da zibunañ gevier ;
Mais ils diront : « Moi, je ne suis pas prophète ; moi, je travaille la terre : un homme m’a acheté depuis ma jeunesse. » Za 13, 5 : met pep hini a lavaro : "N’on ket ur profed ! Me, ul labourer-douar ez on-me, rak an douar a zo va lod a-dal va yaouankiz".
Et si on lui demande : « Que sont donc ces blessures sur ta poitrine ? », il répondra : « Je les ai reçues dans la maison de ceux qui m’aiment. » Za 13, 6 : Ha mar bez lavaret dezhañ : "Petra eo ar c’hleizennoù-se war da zaouarn ?", e responto : "Ar re-se am eus bet e ti va mignoned".
Épée, réveille-toi contre mon berger, contre l’homme qui m’est proche – oracle du Seigneur de l’univers. Frappe le berger, et que les brebis soient dispersées, contre les petits je tournerai ma main. Za 13, 7 : Kleze, dihun a-enep va fastor hag a-enep an den a zo tost din, - Diougan Aotrou an armeoù !-. Skeiñ a rin gant ar mesaer ma vo stlabezet an deñved, hag e troin va dorn war ar re vihan.
Il arrivera dans tout le pays – oracle du Seigneur – que deux tiers en seront retranchés, périront, et que l’autre tiers y restera. Za 13, 8 : Hag e c’hoarvezo, - Diougan an Aotrou - ma vo rasket eus ar vro a-bezh, ma varvo an div drederenn eus an dud ha ma vo lezet an trede.
Je ferai passer ce tiers par le feu ; je l’épurerai comme on épure l’argent, je l’éprouverai comme on éprouve l’or. Lui, il invoquera mon nom, et moi, je lui répondrai. Je dirai : « C’est mon peuple ! », et lui, il dira : « Le Seigneur est mon Dieu ! » Za 13, 9 : Hag an drederenn-se a lakain da vont en tan, hag o glanaat a rin evel ma c’hlanaer an arc’hant, hag o amprouiñ a rin evel ma-z amprouer an aour. Int a bedo va anv, ha me a selaouo outo ; hag e lavarin : "Va fobl ez eo !" hag int a responto : "Aotrou, va Doue !"
