Diougan Zakarias - Pennad 9
Pennad 9
Proclamation. Parole du Seigneur au pays de Hadrak et de Damas, son repos, car le Seigneur a les yeux sur les hommes et sur toutes les tribus d’Israël, Za 9, 1 : Diougan. Lavar an Aotrou. E Bro Hadrak ha Damask e vo lec’h e ziskuizh ; rak d’an Aotrou eo mammenn Aram evel holl veuriadoù Israel,
il en sera de même pour Hamath qui en fera partie, ainsi que pour Tyr et Sidon. Parce qu’elle est très habile, Za 9, 2 : hag ivez Hamat e-harz outi, ha Tir ha Sidon. En hec’h ampartiz vras
Tyr s’est construit une forteresse, amoncelant l’argent comme de la poussière, et l’or comme la boue des rues. Za 9, 3 : he deus Tir savet dezhi hec’h-unan ur voger greñv, ha berniet arc’hant evel poultr aour fin evel fank ar ruioù.
Voici que le Seigneur en prendra possession, il précipitera ses remparts dans la mer ; elle-même sera dévorée par le feu. Za 9, 4 : Setu ma-z a an Aotrou da lakaat e zorn warni, diskar a ray he ramparzh er mor, hag hi hec’h-unan a vo lonket gant an tan.
Ascalon le verra et sera épouvantée, et Gaza, qui se tordra de douleur, Éqrone aussi, car son appui s’est couvert de honte. Le roi disparaîtra de Gaza, Ascalon n’aura plus d’habitants, Za 9, 5 : O welout se e vo saouzanet Askalon ha Gaza kenkoulz all a greno forzh, hag ivez Ekron dre ma-z eo aet da get hec’h esper. Ar roue ne vo ken anezhañ e Gaza, ha ne vo ken annezidi en Askalon.
et un bâtard habitera dans Ashdod. Je supprimerai l’orgueil du Philistin, Za 9, 6 : Ar bastard a vo o chom en Ashdod ! Diskar a rin lorc’hentez ar Filistiad,
j’ôterai de sa bouche le sang qu’il boit, et de ses dents, les horreurs qu’il mange. Il sera lui aussi un reste pour notre Dieu, il sera comme un familier en Juda ; Éqrone sera pareil au Jébuséen. Za 9, 7 : tennañ a rin eus e c’henou ar gwad a zebre hag e saotradur eus etre e zent. Eñ ivez a zeuio da vezañ ur restad evit hon Doue, hag e vo evel ur penndiern e Youda : Ekron a vo evel ur Jebousiad.
Auprès de ma maison je camperai comme une garde contre ceux qui vont et viennent : plus personne pour venir l’opprimer, maintenant que j’ai vu de mes yeux ! Za 9, 8 : Hag e vin o kampañ e-kichen va Zi evel ur gward, a-enep piv bennak a vo o tont hag o vont, ha ne dremeno ken ar mac’homer warno, rak gwelet em eus bremañ gant va daoulagad.
Exulte de toutes tes forces, fille de Sion ! Pousse des cris de joie, fille de Jérusalem ! Voici ton roi qui vient à toi : il est juste et victorieux, pauvre et monté sur un âne, un ânon, le petit d’une ânesse. Za 9, 9 : Trid a levenez vras, merc’h Sion ! ha youc’h gant ar joa, merc’h Jeruzalem ! Setu ma teu davedout da Roue, reizh ha trec’her, dilorc’h hag azezet war un azen, war un azenig, hini bihan un azenez.
Ce roi fera disparaître d’Éphraïm les chars de guerre, et de Jérusalem les chevaux de combat ; il brisera l’arc de guerre, et il proclamera la paix aux nations. Sa domination s’étendra d’une mer à l’autre, et de l’Euphrate à l’autre bout du pays. Za 9, 10 : Distrujañ a raio kuit kirri Efraim ha kezeg Jeruzalem ; Torret e vo ar wareg-emgann. Kemenn a raio ar peoc’h d’ar broadoù. E veli a yelo eus ar Mor d’ar Mor hag eus ar Stêr betek dibennoù an douar.
Quant à toi, par le sang de ton alliance, je fais sortir tes captifs de la citerne sans eau. Za 9, 11 : Evidout avat, en abeg da wad da Emglev e tieubin kuit da brizonidi eus ar foz.
Revenez à la place forte, captifs pleins d’espérance. Aujourd’hui même, je l’affirme, je te rendrai au double. Za 9, 12 : Distroit d’ar gêr greñv, prizonidi an esperañs : henn lavarout a ran dit hiziv : rentañ rin dit daou gement-all.
Car j’ai tendu mon arc – c’est Juda. Je le garnis d’une flèche – c’est Éphraïm. Je vais exciter tes fils, ô Sion, contre les fils des Grecs ; je ferai de toi une épée de héros. Za 9, 13 : Rak stegnet em eus Youda da vezañ va gwareg hag aozet em eus warni Efraim evel ur bir. Hejañ a rin er vann da vibien, o Sion a-enep da vibien, o Javan, ober a rin ac’hanout o Sion evel kleze un haroz.
Alors le Seigneur apparaîtra au-dessus d’eux, et sa flèche jaillira comme l’éclair ; le Seigneur Dieu sonnera du cor, il s’avancera dans les ouragans du midi. Za 9, 14 : An Aotrou neuze en em ziskouezo a-us dezho hag e vir a nijo evel ul luc’hedenn, Doue an Aotrou a sono ar c’horn hag a yelo war raok e korventennoù ar C’hreisteiz.
Le Seigneur de l’univers les protégera, ils mangeront et piétineront les pierres de fronde, ils boiront, en faisant du tapage comme pris de vin, et ils seront remplis comme la coupe d’aspersion, comme les cornes de l’autel. Za 9, 15 : Aotrou an armeoù o gwarezo, mac’hañ a raint dindan o zreid ar vein-batalm, evañ a raint ar gwad evel gwin, leun e vint gantañ evel kop ar skuilhadurioù, evel kornioù an Aoter.
Et le Seigneur leur Dieu les sauvera, ce jour-là, eux, les brebis de son peuple. Oui, des pierres de diadème scintilleront sur sa terre ; Za 9, 16 : An Aotrou, o Doue, o salvo en deiz-se, evel ur bagad-deñved ez int-i, e bobl ; ya, evel mein-talgenoù e lugernint war e zouar.
oui, quelle prospérité, quelle beauté que la leur ! Le froment épanouira les jeunes gens, et le vin nouveau, les jeunes filles. Za 9, 17 : Pegen bras e eurvad, pegen splann e gaerder ! Ar gwinizh a roio nerzh d’ar baotred yaouank, hag ar gwin nevez d’ar gwerc’hezed.
