Al lizher kentañ d’ar Gorintiz - Pennad 12
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16
Pennad 12
Frères, au sujet des dons spirituels, je ne veux pas vous laisser dans l’ignorance. 1Co 12, 1 : Evit ar pezh a sell an donezonoù speredel, ne fell ket din, breudeur, e vefec’h dic’houzvez diwar o fenn.
Vous le savez bien : quand vous étiez païens, vous étiez entraînés sans contrôle vers les idoles muettes. 1Co 12, 2 : Pa oac’h paganed, her gouzout a rit, en em lezec’h da vont d’an idoloù mut, hervez an doug ho luske.
C’est pourquoi je vous le rappelle : Si quelqu’un parle sous l’action de l’Esprit de Dieu, il ne dira jamais : « Jésus est anathème » ; et personne n’est capable de dire : « Jésus est Seigneur » sinon dans l’Esprit Saint. 1Co 12, 3 : Setu perak e tisklerian deoc’h n’eus den ebet o komz dindan nerzh Spered Doue, a lavarfe : « Milliget ra vo Jezuz » ; ha n’eus den ebet a c’hellfe lavarout : « Jezuz eo an Aotrou » nemet dre nerzh ar Spered Santel.
Les dons de la grâce sont variés, mais c’est le même Esprit. 1Co 12, 4 : Donezonoù disheñvel a zo, met an hevelep Spered eo bepred ;
Les services sont variés, mais c’est le même Seigneur. 1Co 12, 5 : ha kargoù disheñvel a zo er ministrerezh, met an hevelep Aotrou eo bepred ;
Les activités sont variées, mais c’est le même Dieu qui agit en tout et en tous. 1Co 12, 6 : hag obererezhioù disheñvel a zo, met an hevelep Doue eo bepred a ra pep tra e pep unan.
À chacun est donnée la manifestation de l’Esprit en vue du bien. 1Co 12, 7 : Ma vez roet da bep unan ar Spered Santel d’en em ziskouez ennañ eo evit mad an holl.
À celui-ci est donnée, par l’Esprit, une parole de sagesse ; à un autre, une parole de connaissance, selon le même Esprit ; 1Co 12, 8 : Da hemañ eo ar gomz a furnez a vo roet gant ar Spered ; da hennezh, ar gomz a skiant hervez an hevelep Spered ;
un autre reçoit, dans le même Esprit, un don de foi ; un autre encore, dans l’unique Esprit, des dons de guérison ; 1Co 12, 9 : da henhont, ar feiz en hevelep Spered ; d’un all, an donezon da bareañ er Spered unan-se ;
à un autre est donné d’opérer des miracles, à un autre de prophétiser, à un autre de discerner les inspirations ; à l’un, de parler diverses langues mystérieuses ; à l’autre, de les interpréter. 1Co 12, 10 : d’un all, ar galloud d’ober burzhudoù ; d’un all, ar brofediezh ; d’un all, gouzout barn diwar-benn ar speredoù ; da hemañ c’hoazh, an donezon da gomz e yezhoù disheñvel ; ha da hennezh, an donezon da gompren seurt yezhoù.
Mais celui qui agit en tout cela, c’est l’unique et même Esprit : il distribue ses dons, comme il le veut, à chacun en particulier. 1Co 12, 11 : Met an holl draoù-se eo bepred an hevelep Spered unan eo a ra anezho, en ur lodennañ e zonezonoù da bep hini evel ma plij dezhañ.
Prenons une comparaison : le corps ne fait qu’un, il a pourtant plusieurs membres ; et tous les membres, malgré leur nombre, ne forment qu’un seul corps. Il en est ainsi pour le Christ. 1Co 12, 12 : Evel ma-z eo unan hor c’horf, evitañ da gaout kalz a izili, hag evel ma teu holl izili hor c’horf, evito da vezañ kalz, d’ober ur c’horf hepken, evel-se ivez evit ar C’hrist.
C’est dans un unique Esprit, en effet, que nous tous, Juifs ou païens, esclaves ou hommes libres, nous avons été baptisés pour former un seul corps. Tous, nous avons été désaltérés par un unique Esprit. 1Co 12, 13 : Rak ni holl ivez a zo bet badezet en hevelep Spered unan, evit dont d’ober ur c’horf hepken, Yuzevien ha Gresianed, sklavourien ha tud en o frankiz ; ni holl hon eus evet hor gwalc’h eus an hevelep Spered.
Le corps humain se compose non pas d’un seul, mais de plusieurs membres. 1Co 12, 14 : Gant-se, ne c’hoarvez ket ar c’horf eus un ezel hepken, met eus meur a hini.
Le pied aurait beau dire : « Je ne suis pas la main, donc je ne fais pas partie du corps », il fait cependant partie du corps. 1Co 12, 15 : Ma lavarfe an troad : « Me n’on ket an dorn ; me n’on ket eta eus ar c’horf, daoust hag evit se ne vefe ket evelato eus ar c’horf ?
L’oreille aurait beau dire : « Je ne suis pas l’œil, donc je ne fais pas partie du corps », elle fait cependant partie du corps. 1Co 12, 16 : Ha ma lavarfe ar skouarn : « Me n’on ket al lagad ; me n’on ket eus ar c’horf », daoust hag evit se ne vefe ket evelato eus ar c’horf ?
Si, dans le corps, il n’y avait que les yeux, comment pourrait-on entendre ? S’il n’y avait que les oreilles, comment pourrait-on sentir les odeurs ? 1Co 12, 17 : Ma vefe ar c’horf a-bezh lagad hepken, pelec’h e vefe ar c’hlevout ?
Mais, dans le corps, Dieu a disposé les différents membres comme il l’a voulu. 1Co 12, 18 : Met Doue en deus lakaet an izili, - ha pep unan anezho -, er c’horf, evel m’eo bet plijet gantañ.
S’il n’y avait en tout qu’un seul membre, comment cela ferait-il un corps ? 1Co 12, 19 : Ma vefent holl an hevelep ezel, pelec’h e vefe ar c’horf ?
En fait, il y a plusieurs membres, et un seul corps. 1Co 12, 20 : Met bremañ ez eus kalz a izili, ha koulskoude n’eus nemet ur c’horf hepken.
L’œil ne peut pas dire à la main : « Je n’ai pas besoin de toi » ; la tête ne peut pas dire aux pieds : « Je n’ai pas besoin de vous ». 1Co 12, 21 : Ha n’hall ket eta al lagad lavarout d’an dorn : « N’em eus ket ezhomm ac’hanout » na kennebeut-all ar penn lavarout d’an treid : « N’em eus ket ezhomm ac’hanoc’h ».
Bien plus, les parties du corps qui paraissent les plus délicates sont indispensables. 1Co 12, 22 : Met kentoc’h e-touez izili ar c’horf eo ar re a sellomp evel ar re semplañ, ar re hon eus ar muiañ ezhomm anezho ;
Et celles qui passent pour moins honorables, ce sont elles que nous traitons avec plus d’honneur ; celles qui sont moins décentes, nous les traitons plus décemment ; 1Co 12, 23 : hag ar re a sellomp en hor c’horf evel an nebeutañ enorus, eo ar re-se a zougomp dezho brasañ enor. Evel-se ar re a zo an nebeutañ dereat eo a reomp war o zro gant brasañ dereadegezh ;
pour celles qui sont décentes, ce n’est pas nécessaire. Mais en organisant le corps, Dieu a accordé plus d’honneur à ce qui en est dépourvu. 1Co 12, 24 : ar re a zo dereat anezho o-unan n’o deus ket ezhomm a gement-se. Hogen Doue en deus stummet ar c’horf en doare da reiñ muioc’h a enor d’an izili a vank enor dezho,
Il a voulu ainsi qu’il n’y ait pas de division dans le corps, mais que les différents membres aient tous le souci les uns des autres. 1Co 12, 25 : evit na vo ket disranniezh er c’horf, met ma kemero an izili un hevelep preder an eil gant egile.
Si un seul membre souffre, tous les membres partagent sa souffrance ; si un membre est à l’honneur, tous partagent sa joie. 1Co 12, 26 : Evel-se, pa vez un ezel o tiwaskañ poan, eo an holl izili o devez poan gantañ ; pa vez enoret un ezel eo an holl izili o deus perzh en e joa.
Or, vous êtes corps du Christ et, chacun pour votre part, vous êtes membres de ce corps. 1Co 12, 27 : Ha c’hwi, korf ar C’hrist ez oc’h ; e izili, pep unan evit ul lod.
Parmi ceux que Dieu a placés ainsi dans l’Église, il y a premièrement des apôtres, deuxièmement des prophètes, troisièmement ceux qui ont charge d’enseigner ; ensuite, il y a les miracles, puis les dons de guérison, d’assistance, de gouvernement, le don de parler diverses langues mystérieuses. 1Co 12, 28 : Hiniennoù en Iliz a zo bet lakaet gant Doue da gentañ da Ebestel, d’an eil da Brofeded, d’an trede da Zoktored. War o lerc’h emañ ar galloud d’ober burzhudoù, ha goude-se an donezon da yac’haat, da skoazellañ, da c’houarn, da gomz e meur a yezh.
Tout le monde évidemment n’est pas apôtre, tout le monde n’est pas prophète, ni chargé d’enseigner ; tout le monde n’a pas à faire des miracles, 1Co 12, 29 : Daoust hag Ebestel eo an holl ? Profeded, an holl ; Doktored, an holl ? Burzhudourien, an holl ?
à guérir, à dire des paroles mystérieuses, ou à les interpréter. 1Co 12, 30 : Daoust hag an holl a gomz e yezhoù dizanav ? Daoust hag an holl a gompren seurt yezhoù ?
Recherchez donc avec ardeur les dons les plus grands. Et maintenant, je vais vous indiquer le chemin par excellence. 1Co 12, 31 : C’hoantait eta an donezonoù uhelañ. Met bremañ em eus c’hoazh da ziskouez deoc’h an hent a zo dreist-hini :
