Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » Al lizher kentañ d’ar Gorintiz » Pennad 7

Al lizher kentañ d’ar Gorintiz - Pennad 7

Levr : Al lizher kentañ d’ar Gorintiz
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16

Pennad 7



Au sujet de ce que vous dites dans votre lettre, certes, il est bon pour l’homme de ne pas toucher la femme. 1Co 7, 1 : Bremañ diwar-benn ar goulennoù hoc’h eus skrivet din. Mat eo d’an den chom hep stekiñ ouzh maouez ebet.

Cependant, étant donné les occasions de débauche, que chacun ait sa femme à lui, et que chacune ait son propre mari. 1Co 7, 2 : Koulskoude, en abeg d’ar riskl a hudurniezh, r’ en devo pep paotr e wreg, ha pep plac’h he gwaz.

Que le mari remplisse son devoir d’époux envers sa femme, et de même la femme envers son mari. 1Co 7, 3 : D’ar gwaz d’ober e zever e-keñver e wreg, ha kenkoulz all d’ar wreg d’ober he dever e-keñver he gwaz.

Ce n’est pas la femme qui dispose de son propre corps, c’est son mari ; et de même, ce n’est pas le mari qui dispose de son propre corps, c’est sa femme. 1Co 7, 4 : Ar wreg n’emañ ken he c’horf dezhi, met d’he gwaz ez eo. Hag en hevelep doare, ar gwaz ivez n’emañ ken e gorf dezhañ met d’e wreg ez eo.

Ne vous refusez pas l’un à l’autre, si ce n’est d’un commun accord et temporairement, pour prendre le temps de prier et pour vous retrouver ensuite ; autrement, Satan vous tenterait, profitant de votre incapacité à vous maîtriser. 1Co 7, 5 : Na nac’hit ket ober priedelezh nemet e vefe diwar emglev, evit ur pennadig amzer, evit en em reiñ d’ar bedenn. Ha goude-se adarre distroit an eil gant egile, gant aon na zeufe Satan d’ober gant ho c’hoantegezh evit ho temptiñ.

Ce que je dis là est une concession, et non un ordre. 1Co 7, 6 : Ar pezh a lavaran aze eo ar pezh a aotrean ober, n’eo ket ur gourc’hemenn.

Je voudrais bien que tout le monde soit comme moi-même, mais chacun a reçu de Dieu un don qui lui est personnel : l’un celui-ci, l’autre celui-là. 1Co 7, 7 : Me garfe e vije an holl dud eveldon-me ; met pep hini en deus e zonezon digant Doue, unan er stumm-mañ, egile er stumm-se.

À ceux qui ne sont pas mariés et aux veuves, je déclare qu’il est bon pour eux de rester comme je suis. 1Co 7, 8 : D’an dud dizimez ha d’an intañvezed, e lavaran eta ez eo mat dezho chom e-giz ma-z on-me !

Mais s’ils ne peuvent pas se maîtriser, qu’ils se marient, car mieux vaut se marier que brûler de désir. 1Co 7, 9 : Hogen mar n’hellont ket en em zerc’hel, ra zimezint. Rak gwelloc’h eo dimeziñ eget deviñ.

À ceux qui sont mariés, je donne cet ordre – il ne vient pas de moi, mais du Seigneur – : que la femme ne se sépare pas de son mari ; 1Co 7, 10 : Evit an dud dimezet, eo ar gourc’hemenn-mañ a roan dezho, met n’eo ket me evit gwir eo her ro, an Aotrou ez eo : arabat d’ar wreg en em zispartiañ diouzh he den !

et même si elle est séparée, qu’elle reste seule, ou qu’elle se réconcilie avec son mari ; et que le mari ne renvoie pas sa femme. 1Co 7, 11 : Ma rank en em zispartiañ, arabat addimeziñ, pe ra zistroio gant he gwaz. Hag evel-se ivez arabat d’ar gwaz argas e wreg dioutañ.

Aux autres, je déclare ceci – moi-même et non le Seigneur – : si un de nos frères a une femme non croyante, et que celle-ci soit d’accord pour vivre avec lui, qu’il ne la renvoie pas. 1Co 7, 12 : D’ar re all avat eo me a lavar kement-mañ, n’eo ket an Aotrou : ma-z eus ur breur o kaout ur wreg nann-kristen, hag hi oc’h asantiñ chom da vevañ gantañ, ra chomo ivez hep he c’has kuit.

Et si une femme a un mari non croyant, et que celui-ci soit d’accord pour vivre avec elle, qu’elle ne renvoie pas son mari. 1Co 7, 13 : Ha ma-z eus ur wreg o kaout ur gwaz nann-kristen, hag hemañ oc’h asantiñ chom da vevañ ganti, ra chomo ivez hep argas he gwaz diouti.

En effet le mari non croyant se trouve sanctifié par sa femme, et la femme non croyante se trouve sanctifiée par son mari croyant. Autrement, vos enfants ne seraient pas purifiés, et en fait ils sont sanctifiés. 1Co 7, 14 : Rak ar gwaz nann-kristen a vez santelaet gant e wreg ; hag ar wreg nann-kristen a vez santelaet gant he gwaz kristen. Anez da se e vije dic’hlan ho pugale nemet bremañ ez int santel.

Mais si le non croyant se sépare, qu’il le fasse : en de telles circonstances, notre frère ou notre sœur n’est pas réellement lié ; c’est pour vivre dans la paix que Dieu vous a appelés. 1Co 7, 15 : Hogen ma fell d’ar pried nann-kristen en em zispartiañ diouzh egile, ra ’n em zispartio ! e seurt degouezh ne vez ket chadennet ar breur pe ar c’hoar kristen : d’ar peoc’h ez oc’h bet galvet gant Doue.

Toi la femme, comment savoir si tu sauveras ton mari ? Et toi l’homme, comment savoir si tu sauveras ta femme ? 1Co 7, 16 : Daoust ha gouzout a rez, gwreg kristen, ha salviñ a ri da zen ? Ha te, daoust ha gouzout a rez, den kristen, ha salviñ a ri da wreg ?

Pourtant, chacun doit continuer à vivre dans la situation que le Seigneur lui a donnée en partage, et où il était quand Dieu l’a appelé. C’est la règle que j’établis dans toutes les Églises. 1Co 7, 17 : Nemet en degouezh-se, ra chomo pep unan er stad lodennet dezhañ gant an Aotrou, er stad ma oa enni p’en deus klevet galv Doue. Sed aze ar pezh a c’hourc’hemennan en holl Ilizoù.

Celui qui avait la circoncision quand il a été appelé, qu’il ne la fasse pas disparaître ; celui qui n’avait pas la circoncision quand il a été appelé, qu’il ne se fasse pas circoncire. 1Co 7, 18 : Hag amdroc’het e oa dija unan bennak p’eo bet galvet ? Arabat dezhañ hen kuzhat. Ha diamdroc’h e oa p’eo bet galvet ? Arabat dezhañ goulenn bezañ amdroc’het.

Avoir la circoncision, ce n’est rien ; ne pas l’avoir, ce n’est rien : ce qu’il faut, c’est garder les commandements de Dieu. 1Co 7, 19 : An amdroc’h n’eo netra, nag an diamdroc’h kennebeut-all, n’eo netra ; ar pezh a gont eo mirout gourc’hemennoù Doue.

Chacun doit rester dans la situation où il a été appelé. 1Co 7, 20 : Ra chomo eta pep unan er stad m’edo p’eo bet galvet.

Toi qui étais esclave quand tu as été appelé, ne t’en inquiète pas ; même si tu as la possibilité de devenir libre, tire plutôt profit de ta situation. 1Co 7, 21 : Ha sklavour e oas pa-z out bet galvet ? Na vez ket diaezet gant se. Zoken ma c’hellfes dont da vezañ frankizet, implij kentoc’h da stad a sklavour.

En effet, l’esclave qui a été appelé par le Seigneur est un affranchi du Seigneur ; de même, l’homme libre qui a été appelé est un esclave du Christ. 1Co 7, 22 : Rak an hini a oa sklavour p’en deus klevet galv an Aotrou, a zo bremañ frankiziad an Aotrou. Hag en hevelep doare, an den a oa en e frankiz p’eo bet galvet, a zo bremañ sklavour ar C’hrist.

Vous avez été achetés à grand prix, ne devenez pas esclaves des hommes. 1Co 7, 23 : Uhelbriz a-walc’h ez oc’h bet prenet. N’it ket eta d’en em ober sklaved an dud.

Frères, chacun doit rester devant Dieu dans la situation où il a été appelé. 1Co 7, 24 : Pep unan eta, breudeur, ra chomo dirak Doue er stad m’edo p’eo bet galvet gantañ.

Au sujet du célibat, je n’ai pas un ordre du Seigneur, mais je donne mon avis, moi qui suis devenu digne de confiance grâce à la miséricorde du Seigneur. 1Co 7, 25 : Diwar-benn ar gwerc’hezed n’em eus gourc’hemenn ebet a-berzh an Aotrou ; met reiñ a ran va ali e-giz un den bet lakaet gant trugarez an Aotrou, dellezek da vezañ kredet.

Je pense que le célibat est une chose bonne, étant donné les nécessités présentes ; oui, c’est une chose bonne de vivre ainsi. 1Co 7, 26 : D’am soñj eta, eo mat ar stad-se en abeg d’an diaesterioù a-vremañ ; ya,mat eo evit an den bezañ evel-se.

Tu es marié ? ne cherche pas à te séparer de ta femme. Tu n’as pas de femme ? ne cherche pas à te marier. 1Co 7, 27 : Ha stag out-te ouzh ur wreg ? Na glask ket terriñ al liamm-se. Hag-eñ n’out ket liammet gant ur wreg ? Na glask ket dimeziñ.

Si cependant tu te maries, ce n’est pas un péché ; et si une jeune fille se marie, ce n’est pas un péché. Mais ceux qui font ce choix y trouveront les épreuves correspondantes, et c’est cela que moi, je voudrais vous éviter. 1Co 7, 28 : Ma timezez koulskoude, ne rez pec’hed ebet. Met ar re-se a anavezo en o c’horf, trubuilhoù ar vuhez ; ha me a garfe ho mirout diouto.

Frères, je dois vous le dire : le temps est limité. Dès lors, que ceux qui ont une femme soient comme s’ils n’avaient pas de femme, 1Co 7, 29 : Hen lavarout a ran deoc’h, breudeur : berr eo an amzer ganeomp. Chom a ra eta ma vevo ivez ar re o deus ur wreg evel pa n’o devez ket ;

ceux qui pleurent, comme s’ils ne pleuraient pas, ceux qui ont de la joie, comme s’ils n’en avaient pas, ceux qui font des achats, comme s’ils ne possédaient rien, 1Co 7, 30 : ar re a zo o ouelañ evel pa ne ouelfent ket ; ar re o deus levenez evel pa ne vefent ket laouen ; ar re a bren madoù, evel pa ne vefent ket o perc’hennañ ;

ceux qui profitent de ce monde, comme s’ils n’en profitaient pas vraiment. Car il passe, ce monde tel que nous le voyons. 1Co 7, 31 : ar re a implij traoù ar bed-mañ, evel pa ne rafent ket ganto ; rak tremen a ra ar bed-mañ a welomp.

J’aimerais vous voir libres de tout souci. Celui qui n’est pas marié a le souci des affaires du Seigneur, il cherche comment plaire au Seigneur. 1Co 7, 32 : Me garfe e vefec’h didrubuilh. An den dizimez emañ e soñj gant traoù an Aotrou, klask a ra penaos e plijo d’an Aotrou.

Celui qui est marié a le souci des affaires de ce monde, il cherche comment plaire à sa femme, et il se trouve divisé. 1Co 7, 33 : An den dimezet avat en deus preder gant aferioù ar bed-mañ, ha klask a ra penaos e plijo d’e wreg ;

La femme sans mari, ou celle qui reste vierge, a le souci des affaires du Seigneur, afin d’être sanctifiée dans son corps et son esprit. Celle qui est mariée a le souci des affaires de ce monde, elle cherche comment plaire à son mari. 1Co 7, 34 : ha setu eñ daouhanteret e galon. Evel-se ivez ur plac’h dizimez, kenkoulz hag ur plac’h yaouank a gemer preder gant traoù an Aotrou, c’hoant he deus da vezañ santel a gorf hag a spered. Met ar plac’h dimezet emañ he soñj gant traoù ar bed, gant ar penaos e plijo d’he gwaz.

C’est dans votre intérêt que je dis cela ; ce n’est pas pour vous tendre un piège, mais pour vous proposer ce qui est bien, afin que vous soyez attachés au Seigneur sans partage. 1Co 7, 35 : Ma lavaran kement-se eo evit ho mad ; ne glaskan tamm ebet stegnañ pechoù deoc’h, met ho tougen d’ur vuhez dellezek, ma viot stag ouzh an Aotrou hep bezañ disachet dioutañ.

Si un jeune homme pense qu’il risque de ne pas respecter une jeune fille, s’il est plein d’ardeur et que l’issue devienne inévitable, qu’il fasse comme il veut : ils peuvent se marier, ce n’est pas un péché. 1Co 7, 36 : Koulskoude, ma kav da unan bennak ez eo ur vezh evitañ e-keñver e verc’h he lezel da dremen he yaouankiz hep dimeziñ, hag e rank ar vuhez mont e-giz-se, ra vo graet gantañ ar pezh a fell dezhañ. Ne bec’h ket ; ra vo dimezet an dud.

Mais s’il tient ferme intérieurement, s’il ne subit aucune contrainte, s’il est maître de sa propre volonté et a pris dans son cœur la décision de ne pas s’unir à cette jeune fille, il fera bien. 1Co 7, 37 : An hini avat en deus graet e soñj start en e galon, hep bezañ rediet gant netra, hag e frankiz e youl, m’en deus divizet en e spered, mirout e verc’h dizimez, a ra mat.

Ainsi, celui qui se marie fait bien, et celui qui ne se marie pas fera mieux encore. 1Co 7, 38 : Gant-se ’ta, an hini a zimez e verc’h a ra mat, hag an hini n’he dimez ket a raio gwelloc’h c’hoazh.

La femme reste liée aussi longtemps que son mari est en vie. Mais si son mari meurt, elle est libre d’épouser celui qu’elle veut, mais seulement s’il est croyant. 1Co 7, 39 : Ur wreg a chom liammet ouzh he gwaz e-keit ha ma vez hemañ o vevañ. Ma tegouezh gantañ mervel he deus frankiz neuze da addimeziñ gant an neb a garo, nemet hepken en Aotrou.

Pourtant elle sera plus heureuse si elle reste comme elle est ; c’est là mon opinion, et je pense avoir, moi aussi, l’Esprit de Dieu. 1Co 7, 40 : Evurusoc’h e vo koulskoude d’am soñj-me, ma chom evel m’emañ ; ha krediñ a ran em eus me ivez Spered Doue.