Al lizher kentañ d’ar Gorintiz - Pennad 6
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16
Pennad 6
Lorsque l’un d’entre vous a un désaccord avec un autre, comment ose-t-il aller en procès devant des juges païens plutôt que devant les fidèles ? 1Co 6, 1 : Tud hardizh a-walc’h a zo en ho touez, p’o deus afer ouzh unan bennak, evit mont da c’houlenn setañs a justis digant an dud direizh ha n’eo ket digant ar sent ?
Ne savez-vous pas que les fidèles jugeront le monde ? Et si c’est vous qui devez juger le monde, seriez-vous indignes de juger des affaires de moindre importance ? 1Co 6, 2 : Hag-eñ n’ouzoc’h ket eo ar Sent a varno ar bed ? Ha ma-z eo ganeoc’h e tle bezañ barnet ar bed, hag-eñ n’oc’h ket dellezek da varn traoù a netra.
Ne savez-vous pas que nous jugerons des anges ? À plus forte raison les affaires de cette vie ! 1Co 6, 3 : Hag-eñ n’ouzoc’h ket e varnimp an Aelez ? Kentoc’h a se neuze traoù ar vuhez-mañ.
Et quand vous avez de telles affaires, vous prenez comme juges des gens qui n’ont pas d’autorité dans l’Église ! 1Co 6, 4 : War ar poent-se eta m’hoc’h eus diaesterioù kenetrezoc’h, ya, kemerit da varnerien tud a vez sellet gant an Iliz evel tud a netra !
Je vous le dis à votre honte. N’y aurait-il parmi vous aucun homme assez sage pour servir d’arbitre entre ses frères ? 1Co 6, 5 : Evit ober mezh deoc’h e lavaran kement-se. Gant se ’ta, n’eus en ho touez den fur ebet a c’hellfe bezañ barner war e vreudeur ?
Pourtant, un frère est en procès avec son frère, et cela devant des gens qui ne sont pas croyants ! 1Co 6, 6 : Met prosezañ a reer, breur enep breur, ha kement-se dirak an dud difeiz !
C’est déjà un échec pour vous d’avoir des litiges entre vous. Pourquoi ne pas plutôt supporter l’injustice ? Pourquoi ne pas plutôt vous laisser dépouiller ? 1Co 6, 7 : N’eus forzh penaos, ur gwall-ziskar eo dija evidoc’h e vefe prosezoù etrezoc’h. Perak ne c’houzañvit ket kentoc’h e vefe graet gaou ouzhoc’h ? Perak ne c’houzañvit ket kentoc’h e vefe laeret tra pe dra diganeoc’h ?
Au contraire, c’est vous qui commettez l’injustice et qui dépouillez les autres, et cela, vous le faites à des frères ! 1Co 6, 8 : Met n’eo ket : c’hwi eo a vez oc’h ober gaou hag o laerezh ha kement-se diwar goust breudeur.
Ne savez-vous pas que ceux qui commettent l’injustice ne recevront pas le royaume de Dieu en héritage ? Ne vous y trompez pas : ni les débauchés, les idolâtres, les adultères, ni les dépravés et les sodomites, 1Co 6, 9 : Daoust ha n’ouzoc’h ket se, n’o devo ket an dud direizh lod e Rouantelezh Doue ? Arabat deoc’h en em douellañ ! Na gadaled, nag idolourien, nag avoultrerien, na heñvelrevidi, nag orgederien ouzh paotred yaouank,
ni les voleurs et les profiteurs, ni les ivrognes, les diffamateurs et les escrocs, aucun de ceux-là ne recevra le royaume de Dieu en héritage. 1Co 6, 10 : na laeron, na skraperien-arc’hant, na mezvierien, na droukprezegerien, na c’hwiblaeron, n’o devo perzh e Rouantelezh Doue.
Voilà ce qu’étaient certains d’entre vous. Mais vous avez été lavés, vous avez été sanctifiés, vous êtes devenus des justes, au nom du Seigneur Jésus Christ et par l’Esprit de notre Dieu. 1Co 6, 11 : Hag evit gwir, kement-se oc’h bet, darn ac’hanoc’h. Met en em c’hlanaet, en em santelaet, en em reizhet oc’h dre anv hon Aotrou Jezuz Krist ha dre Spered hon Doue.
« Tout m’est permis », dit-on, mais je dis : « Tout n'est pas bon ». « Tout m’est permis », mais moi, je ne permettrai à rien de me dominer. 1Co 6, 12 : « Pep tra ’m eus aotre d’ober », met n’eo ket pep tra a vefe talvoudus din d’ober. « Pep tra ’m eus aotre d’ober », met ne fell ket din bezañ dindan sujidigezh un dra bennak.
Les aliments sont pour le ventre, et le ventre pour les aliments ; or Dieu fera disparaître et ceux-ci et celui-là. Le corps n’est pas pour la débauche, il est pour le Seigneur, et le Seigneur est pour le corps ; 1Co 6, 13 : Ar boued a zo evit ar c’hof ; hag ar c’hof evit ar boued ; Doue avat o distrujo hag an eil hag egile. Met ar c’horf n’eo ket evit an hudurniezh eo bet graet, hogen evit an Aotrou, evel ma-z eo an Aotrou evit ar c’horf.
et Dieu, par sa puissance, a ressuscité le Seigneur et nous ressuscitera nous aussi. 1Co 6, 14 : Rak Doue hag en deus adsavet ar C’hrist a varv da vev hon adsavo ivez eveltañ dre e c’halloud.
Ne le savez-vous pas ? Vos corps sont les membres du Christ. Vais-je donc prendre les membres du Christ pour en faire les membres d’une prostituée ? Absolument pas ! 1Co 6, 15 : Hag-eñ n’ouzoc’h ket ez eo ho korfoù izili ar C’hrist ? Ha mont a rafen d’ober eus izili ar C’hrist, izili ur c’hast ? Biken kammed !
Ne le savez-vous pas ? Celui qui s’unit à une prostituée ne fait avec elle qu’un seul corps. Car il est dit : Tous deux ne feront plus qu’un. 1Co 6, 16 : Hag-eñ n’ouzoc’h ket penaos an hini en em stag ouzh ur c’hast, ne ra ken nemet ur c’horf ganti ? Rak lavaret eo bet : « Ne vezint o daou nemet ur c’horf hepken ».
Celui qui s’unit au Seigneur ne fait avec lui qu’un seul esprit. 1Co 6, 17 : Hogen an hini en em stag ouzh an Aotrou, a zo gantañ un hevelep spered.
Fuyez la débauche. Tous les péchés que l’homme peut commettre sont extérieurs à son corps ; mais l’homme qui se livre à la débauche commet un péché contre son propre corps. 1Co 6, 18 : Tec’hit diouzh an hudurniezh. Kement pec’hed a vez graet a-hent-all gant an den, a chom a-ziavaez d’e gorf. Met an hini a ra hudurniezh, a bec’h a-enep d’e gorf e-unan.
Ne le savez-vous pas ? Votre corps est un sanctuaire de l’Esprit Saint, lui qui est en vous et que vous avez reçu de Dieu ; vous ne vous appartenez plus à vous-mêmes, 1Co 6, 19 : Hag-eñ n’ouzoc’h ket ivez ez eo ho korf santual ar Spered Santel a zo ennoc’h roet deoc’h gant Doue ? Ha n’oc’h ket mui perc’henn warnoc’h hoc’h-unan !
car vous avez été achetés à grand prix. Rendez donc gloire à Dieu dans votre corps. 1Co 6, 20 : Rak prenet oc’h bet uhelbriz ! Roit eta en ho korf gloar da Zoue.
