Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » Lizher Sant Jakez » Pennad 1

Lizher Sant Jakez - Pennad 1

Levr : Lizher Sant Jakez
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5

Pennad 1



JACQUES, SERVITEUR DE DIEU et du Seigneur Jésus Christ, aux douze tribus de la Diaspora, salut ! Jc 1, 1 : Jakez, servijer da Zoue ha d’an Aotrou Jezuz Krist, d’an daouzek meuriad skignet dre ar bed, salud ha joa !

Considérez comme une joie extrême, mes frères, de buter sur toute sorte d’épreuves. Jc 1, 2 : Sellit evel un abeg a levenez vras, va breudeur, e kouezhfe warnoc’h reuzioù a bep seurt,

Vous le savez, une telle vérification de votre foi produit l’endurance, Jc 1, 3 : en ur c’houzout e teu gant amprou ho feiz pasianted da sevel ennoc’h.

et l’endurance doit s’accompagner d’une action parfaite, pour que vous soyez parfaits et intègres, sans que rien ne vous manque. Jc 1, 4 : Met ho pasianted, ra vo ganti obererezh peurvat, ma viot parfet ha peurreizh hep netra o vankout ennoc’h.

Mais si l’un de vous manque de sagesse, qu’il la demande à Dieu, lui qui donne à tous sans réserve et sans faire de reproches : elle lui sera donnée. Jc 1, 5 : Ma vank furnez da unan bennak ac’hanoc’h, ra c’houlenno anezhi digant an Doue a ro d’an holl gant largentez hep klask abegoù, ha roet e vezo dezhañ.

Mais qu’il demande avec foi, sans la moindre hésitation, car celui qui hésite ressemble aux vagues de la mer que le vent agite et soulève. Jc 1, 6 : Hogen ra c’houlenno gant feiz, hep tamm douetañs ebet ; rak an hini a chom en douetañs a zo heñvel ouzh gwagennoù ar mor a vez hejet, taolet-distaolet gant an avel.

Qu’il ne s’imagine pas, cet homme-là, qu’il recevra du Seigneur quoi que ce soit, Jc 1, 7 : Arabat d’an den-se soñjal en devo un dra bennak digant an Aotrou,

s’il est partagé, instable dans toute sa conduite. Jc 1, 8 : den daou-duek ma-z eo ha distabil en e holl hentoù.

Que le frère d’humble condition tire sa fierté d’être élevé, Jc 1, 9 : Ra ’n em laouenaio avat ar breur a renk izel eus e uhelidigezh, hag ar breur pinvidik eus e izelidigezh,

et le riche, d’être humilié, car il passera comme l’herbe en fleur. Jc 1, 10 : rak tremen a raio evel bleuñv ar geot.

En effet, le soleil s’est levé, ainsi que le vent brûlant, il a desséché l’herbe, sa fleur est tombée, la beauté de son aspect a disparu ; de même, le riche se flétrira dans toutes ses entreprises. Jc 1, 11 : Savet eo an heol gant e dommder-tan ha disec’het en deus ar geot ; kouezhet eo o bleuñv ha kened o stumm a zo aet da goll. Evel-se e weñvo ar pinvidig en e zifraeoù.

Heureux l’homme qui supporte l’épreuve avec persévérance, car, sa valeur une fois vérifiée, il recevra la couronne de la vie promise à ceux qui aiment Dieu. Jc 1, 12 : Evurus an den a zalc’h e-kreiz an amprou. Rak goude bezañ bet amprouet, e resevo ar gurunenn a vuhez en deus prometet Doue d’ar re a gar anezhañ.

Dans l’épreuve de la tentation, que personne ne dise : « Ma tentation vient de Dieu. » Dieu, en effet, ne peut être tenté de faire le mal, et lui-même ne tente personne. Jc 1, 13 : Arabat da hini ebet lavarout, pa vez amprouet, eo Doue a zo ouzh e demptiñ : rak Doue n’hell ket bezañ temptet gant an droug, hag eñ ne dempt den ebet.

Chacun est tenté par sa propre convoitise qui l’entraîne et le séduit. Jc 1, 14 : Met amprouet e vez pep hini gant e zroukc’hoantegezh, sachet ha taolet ma vez ganti.

Puis la convoitise conçoit et enfante le péché, et le péché, arrivé à son terme, engendre la mort. Jc 1, 15 : Hag an droukc’hoantegezh, goude koñsev, a c’han ar pec’hed ; hag ar pec’hed kaset da benn a zo tad ar marv.

Ne vous y trompez pas, mes frères bien-aimés, Jc 1, 16 : Arabat deoc’h faziañ, va breudeur muiañ-karet.

les présents les meilleurs, les dons parfaits, proviennent tous d’en haut, ils descendent d’auprès du Père des lumières, lui qui n’est pas, comme les astres, sujet au mouvement périodique ni aux éclipses. Jc 1, 17 : Pep gras peurvat ha pep donezon parfet a zo eus an nec’h hag a ziskenn eus Tad ar gouleier, na gaver ennañ kemmadenn ebet na skeud a cheñchamant.

Il a voulu nous engendrer par sa parole de vérité, pour faire de nous comme les prémices de toutes ses créatures. Jc 1, 18 : Hor ganet en deus hervez e youl, dre ar Gomz a wirionez evit ma vezimp evel ar c’hentañ frouezh eus e grouadurioù.

Sachez-le, mes frères bien-aimés : chacun doit être prompt à écouter, lent à parler, lent à la colère, Jc 1, 19 : Her gouezit, va breudeur muiañ-karet : ra vezo pep unan prim da selaou, gorrek da gomz ha gorrek da gounnariñ.

car la colère de l’homme ne réalise pas ce qui est juste selon Dieu. Jc 1, 20 : Rak kounnar an den ne labour ket hervez reizhder Doue.

C’est pourquoi, ayant rejeté tout ce qui est sordide et tout débordement de méchanceté, accueillez dans la douceur la Parole semée en vous ; c’est elle qui peut sauver vos âmes. Jc 1, 21 : Neuze goude disteurel pep loustoni ha restad a fallagriezh, resevit a galon frank, ar Gomz a zo bet imboudet ennoc’h hag he deus ar galloud da salviñ hoc’h eneoù.

Mettez la Parole en pratique, ne vous contentez pas de l’écouter : ce serait vous faire illusion. Jc 1, 22 : Deuit da vezañ oberourien ar Gomz ; ha n’eo ket selaouerien hepken, ar pezh a vefe en em douellañ hoc’h-unan.

Car si quelqu’un écoute la Parole sans la mettre en pratique, il est comparable à un homme qui observe dans un miroir son visage tel qu’il est, Jc 1, 23 : Rak an neb a selaou ar Gomz, kuit d’hec’h ober, hennezh a zo heñvel ouzh un den a sellfe ouzh e zremm naturel en ur melezour,

et qui, aussitôt après, s’en va en oubliant comment il était. Jc 1, 24 : hag a yafe kuit goude bezañ en em sellet, oc’h ankounac’haat kerkent penaos e oa.

Au contraire, celui qui se penche sur la loi parfaite, celle de la liberté, et qui s’y tient, lui qui l’écoute non pour l’oublier, mais pour la mettre en pratique dans ses actes, celui-là sera heureux d’agir ainsi. Jc 1, 25 : Hogen an neb a sell gant evezh ouzh al lezenn beurvat a frankiz, hag a zalc’h dezhi, n’eo ket evel selaouer ankounac’haus, met evel oberer gwirion, hennezh a vo evurus dre ober diouti.

Si l’on pense être quelqu’un de religieux sans mettre un frein à sa langue, on se trompe soi-même, une telle religion est sans valeur. Jc 1, 26 : Ma soñj unan bennak bezañ den a zoujañs-Doue, pa ne zalc’h ket war e deod, p’emañ o ’n em dromplañ e-unan, hennezh a zo didalvoud e relijion.

Devant Dieu notre Père, un comportement religieux pur et sans souillure, c’est de visiter les orphelins et les veuves dans leur détresse, et de se garder sans tache au milieu du monde. Jc 1, 27 : Ar relijion pur ha dinamm dirak Doue an Tad eo houmañ : Reiñ sikour d’an emzivaded ha d’an intañvezed en o reuzeudigezh, hag en em virout digailhar diouzh lastez ar bed-mañ.