Lizher Sant Jakez - Pennad 4
Pennad 4
D’où viennent les guerres, d’où viennent les conflits entre vous ? N’est-ce pas justement de tous ces désirs qui mènent leur combat en vous-mêmes ? Jc 4, 1 : A belec’h e teu ar brezelioù, a belec’h an emgannoù en ho touez ? Hag-eñ n’eo ket eus ho kwallyoul a vez o stourm en hoc’h izili ?
Vous êtes pleins de convoitises et vous n’obtenez rien, alors vous tuez ; vous êtes jaloux et vous n’arrivez pas à vos fins, alors vous entrez en conflit et vous faites la guerre. Vous n’obtenez rien parce que vous ne demandez pas ; Jc 4, 2 : C’hoantaat a rit ha n’hellit ket kaout, lazhañ a rit neuze. Leun oc’h a warizi ha n’hellit ket tapout krog ; neuze e stagit da stourm ha d’ober brezel. Ne resevit netra o vezañ na bedit ket.
vous demandez, mais vous ne recevez rien ; en effet, vos demandes sont mauvaises, puisque c’est pour tout dépenser en plaisirs. Jc 4, 3 : Ha ma pedit, ne resevit ket, o vezañ ma c’houlennit fall, e soñj dispign evit ho plijadurezhioù.
Adultères que vous êtes ! Ne savez-vous pas que l’amour pour le monde rend ennemi de Dieu ? Donc celui qui veut être ami du monde se pose en ennemi de Dieu. Jc 4, 4 : Avoultrerezed, hag-eñ n’ouzoc’h ket ez eo ar garantez evit ar bed enebiezh ouzh Doue ? An neb eta a fell dezhañ bezañ mignon d’ar bed, en em laka enebour da Zoue.
Ou bien pensez-vous que l’Écriture parle pour rien quand elle dit : Dieu veille jalousement sur l’Esprit qu’il a fait habiter en nous ? Jc 4, 5 : Ha soñjal a rit ez eo en aner e lavarfe ar Skritur : Gant gwarizi e kar ac’hanomp ar Spered en deus Doue lakaet ennomp ?
Dieu ne nous donne-t-il pas une grâce plus grande encore ? C’est ce que dit l’Écriture : Dieu s’oppose aux orgueilleux, aux humbles il accorde sa grâce. Jc 4, 6 : Met brasoc’h gras a vez roet deomp gantañ, hervez lavar ar Skritur : Doue a harp ouzh ar re lorc’hus, hogen reiñ a ra e c’hras d’ar re izel a galon.
Soumettez-vous donc à Dieu, et résistez au diable : il s’enfuira loin de vous. Jc 4, 7 : Plegit eta da Zoue, enebit ouzh an Diaoul hag e tec’ho diwar ho tro.
Approchez-vous de Dieu, et lui s’approchera de vous. Pécheurs, enlevez la souillure de vos mains ; esprits doubles, purifiez vos cœurs. Jc 4, 8 : Tostait ouzh Doue, hag eñ a dostaio ouzhoc’h. Gwalc’hit ho taouarn, pec’herien. Naetait ho kalonoù, tud doubl.
Reconnaissez votre misère, prenez le deuil et pleurez ; que votre rire se change en deuil et votre joie en accablement. Jc 4, 9 : Gwelit ho reuzeudigezh, dougit kañvoù ha leñvit ; troit ho c’hoarzherezh e gouelvan hag ho levenez e tristidigezh.
Abaissez-vous devant le Seigneur, et il vous élèvera. Jc 4, 10 : En em izelait dirak an Aotrou hag eñ hoc’h uhelaio.
Frères, cessez de dire du mal les uns des autres ; dire du mal de son frère ou juger son frère, c’est dire du mal de la Loi et juger la Loi. Or, si tu juges la Loi, tu ne la pratiques pas, mais tu en es le juge. Jc 4, 11 : Na zroukkomzit ket, breudeur, an eil enep egile. An hini a zroukkomz diwar-benn e vreur, pe a varn e vreur, a zroukkomz diwar-benn al Lezenn hag a varn al Lezenn. Hogen ma varnez al Lezenn, n’out mui an oberer anezhi, met he barner.
Un seul est à la fois législateur et juge, celui qui a le pouvoir de sauver et de perdre. Pour qui te prends-tu donc, toi qui juges ton prochain ? Jc 4, 12 : N’eus avat nemet ul lezennour hag ur barner hepmuiken : an Hini a c’hell salviñ pe goll. Te avat, piv out-te evit barn da nesañ ?
Vous autres, maintenant, vous dites : « Aujourd’hui ou demain nous irons dans telle ou telle ville, nous y passerons l’année, nous ferons du commerce et nous gagnerons de l’argent », Jc 4, 13 : Hama ! Deoc’h-hu bremañ, c’hwi hag a lavar : « Hiziv pe warc’hoazh ez aimp d’ar gêr-mañ-gêr ; chom a raimp eno e-pad ar bloaz, oc’h ober kenwerzh, o c’hounit arc’hant... »
alors que vous ne savez même pas ce que sera votre vie demain ! Vous n’êtes qu’un peu de brume, qui paraît un instant puis disparaît. Jc 4, 14 : n’ouzoc’h ket c’hwi penaos arc’hoazh e vo kont ganeoc’h, n’oc’h nemet ur vogedenn oc’h en em ziskouez un herradig evit steuziañ goude-se.
Vous devriez dire au contraire : « Si le Seigneur le veut bien, nous serons en vie et nous ferons ceci ou cela. » Jc 4, 15 : Kentoc’h e tlefec’h lavarout : « Ma fell d’an Aotrou, e vimp e buhez hag e raimp an dra-mañ-dra ».
Et voilà que vous mettez votre fierté dans vos vantardises. Toute fierté de ce genre est mauvaise ! Jc 4, 16 : Met bremañ e fougeit gant ho prabañserezh. Fall eo pep fouge a seurt-se.
Être en mesure de faire le bien et ne pas le faire, c’est un péché. Jc 4, 17 : An neb eta a oar ober ar mad ha n’her gra ket, a ra ur pec’hed.
