Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » Lizher Sant Jakez » Pennad 2

Lizher Sant Jakez - Pennad 2

Levr : Lizher Sant Jakez
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5

Pennad 2



Mes frères, dans votre foi en Jésus Christ, notre Seigneur de gloire, n’ayez aucune partialité envers les personnes. Jc 2, 1 : Va breudeur, arabat deoc’h kemmeskañ ar feiz e Jezuz Krist, hon Aotrou a c’hloar, gant an doujañs da ziavaezioù an dud.

Imaginons que, dans votre assemblée, arrivent en même temps un homme au vêtement rutilant, portant une bague en or, et un pauvre au vêtement sale. Jc 2, 2 : Lakaomp e antrefe en ho podadeg un den o tougen ur walenn-aour ha dilhad splann warnañ, hag ez antrefe ivez ur paour gant gwiskamantoù lous.

Vous tournez vos regards vers celui qui porte le vêtement rutilant et vous lui dites : « Assieds-toi ici, en bonne place » ; et vous dites au pauvre : « Toi, reste là debout », ou bien : « Assieds-toi au bas de mon marchepied ». Jc 2, 3 : Ha setu ma troit ho selloù war-zu an hini gwisket splann ha ma lavarit dezhañ : « Te, azez amañ er plas kaer-mañ », tra ma lavarit d’ar paour : « Te, chom aze ez sav », pe « Azez ouzh treid va skabell »,

Cela, n’est-ce pas faire des différences entre vous, et juger selon de faux critères ? Jc 2, 4 : hag-eñ n’eo ket se ober disheñvel d’an dud en ho touez ha barn gant soñjoù direizh ?

Écoutez donc, mes frères bien-aimés ! Dieu, lui, n’a-t-il pas choisi ceux qui sont pauvres aux yeux du monde pour en faire des riches dans la foi, et des héritiers du Royaume promis par lui à ceux qui l’auront aimé ? Jc 2, 5 : Selaouit, va breudeur muiañ-karet, hag-eñ n’en deus ket Doue dibabet ar re baour hervez ar bed, da vezañ pinvidik er feiz hag heritourien ar Rouantelezh-se en deus prometet d’ar re a gar anezhañ ?

Mais vous, vous avez privé le pauvre de sa dignité. Or n’est-ce pas les riches qui vous oppriment, et vous traînent devant les tribunaux ? Jc 2, 6 : Ha c’hwi a rafe dismegañs d’ar paour ! Hag-eñ n’eo ket ar binvidien a zo ouzh ho kwaskañ ? Hag int ar re ho sach dirak al lezioù-barn ?

Ce sont eux qui blasphèment le beau nom du Seigneur qui a été invoqué sur vous. Jc 2, 7 : Hag-eñ n’int ket ar re a vlasfem an Anv kaer a vez galvet pa bedomp warnoc’h ?

Certes, si vous accomplissez la loi du Royaume selon l’Écriture : Tu aimeras ton prochain comme toi-même, vous faites bien. Jc 2, 8 : Neuze, ma virit al Lezenn roueel, hervez ar Gomz-mañ eus ar Skritur : « Karout a ri da nesañ eveldout da-unan », e rit mat ;

Mais si vous montrez de la partialité envers les personnes, vous commettez un péché, et cette loi vous convainc de transgression. Jc 2, 9 : hogen m’en em renit diouzh diavaezioù an dud, e rit ur pec’hed, hag al Lezenn hec’h-unan ho kondaono evel felladennerien.

En effet, si quelqu’un observe intégralement la loi, sauf en un seul point sur lequel il trébuche, le voilà coupable par rapport à l’ensemble. Jc 2, 10 : Rak goude mirout al lezenn penn-da-benn, ma teuer da bec’hiñ war ur poent hepken, e vezer kablus e-keñver al lezenn a-bezh.

En effet, si Dieu a dit : Tu ne commettras pas d’adultère, il a dit aussi : Tu ne commettras pas de meurtre. Donc, si tu ne commets pas d’adultère mais si tu commets un meurtre, te voilà transgresseur de la loi. Jc 2, 11 : Rak an Hini en deus lavaret : « Na ri ket avoultriezh », en deus diskleriet ivez : « Na lazhi ket ». Neuze, mar ne rez ket avoultriezh, met ma lazhez unan bennak, e torrez al lezenn.

Parlez et agissez comme des gens qui vont être jugés par une loi de liberté. Jc 2, 12 : En ho komzoù hag en ho toareoù en em renit evel tud a zle bezañ barnet diwar al lezenn a frankiz.

Car le jugement est sans miséricorde pour celui qui n’a pas fait miséricorde, mais la miséricorde l’emporte sur le jugement. Jc 2, 13 : Didruez e vo ar varn evit an neb na vo ket bet trugarezus, met an drugarez a zo trec’h war ar varn.

Mes frères, si quelqu’un prétend avoir la foi, sans la mettre en œuvre, à quoi cela sert-il ? Sa foi peut-elle le sauver ? Jc 2, 14 : Da betra e talv d’un den, va breudeur, lavarout en deus ar feiz mar n’en deus ket an oberoù ? Daoust hag e c’hell ar feiz-se e salviñ ?

Supposons qu’un frère ou une sœur n’ait pas de quoi s’habiller, ni de quoi manger tous les jours ; Jc 2, 15 : Ma-z eus ur breur pe ur c’hoar o vont en noazh pe o vankout dezho peadra da zebriñ bemdez,

si l’un de vous leur dit : « Allez en paix ! Mettez-vous au chaud, et mangez à votre faim ! » sans leur donner le nécessaire pour vivre, à quoi cela sert-il ? Jc 2, 16 : ha ma lavar unan bennak ac’hanoc’h : « It e peoc’h, tommit ha debrit ho kwalc’h », met hep reiñ dezho ar pezh en deus o c’horf ezhomm dioutañ, da betra e servij kement-se ?

Ainsi donc, la foi, si elle n’est pas mise en œuvre, est bel et bien morte. Jc 2, 17 : Evel-se ivez emañ kont gant ar feiz : mar ne ra ket an oberoù ez eo marv enni hec’h-unan.

En revanche, on va dire : « Toi, tu as la foi ; moi, j’ai les œuvres. Montre-moi donc ta foi sans les œuvres ; moi, c’est par mes œuvres que je te montrerai la foi. Jc 2, 18 : D’un den seurt-se e c’heller lavarout : « Te, a gav dit, ac’h eus ar feiz ; me avat am eus an oberoù. Diskouez din da feiz pa ne rez ket an oberoù, ha me a ziskouezo dit va feiz dre va oberoù.

Toi, tu crois qu’il y a un seul Dieu. Fort bien ! Mais les démons, eux aussi, le croient et ils tremblent. Jc 2, 19 : Krediñ a rez-te ez eus un Doue hepken ? Mat a rez. Met an drouksperedoù a gred ivez kement-se ha krenañ a reont ».

Homme superficiel, veux-tu reconnaître que la foi sans les œuvres ne sert à rien ? Jc 2, 20 : O den diskiant, ha fellout a ra dit kompren ez eo difrouezh ar feiz hep an oberoù ?

N’est-ce pas par ses œuvres qu’Abraham notre père est devenu juste, lorsqu’il a présenté son fils Isaac sur l’autel du sacrifice ? Jc 2, 21 : Abraham, hon tad, hag-eñ ne voe ket lakaet da reizh dre an oberoù, pa ginnigas Izaak, e vab, war an aoter ?

Tu vois bien que la foi agissait avec ses œuvres et, par les œuvres, la foi devint parfaite. Jc 2, 22 : Gwelout a rez penaos e feiz a genlaboure gant e oberoù, hag ez eo dre an oberoù e voe lakaet e feiz da vezañ peurvat.

Ainsi fut accomplie la parole de l’Écriture : Abraham eut foi en Dieu ; aussi, il lui fut accordé d’être juste, et il reçut le nom d’ami de Dieu. » Jc 2, 23 : Evel-se e voe sevenet lavar ar Skritur : « Abraham a gredas e Doue, ha kement-se a voe kontet dezhañ da reizhded », hag anvet e voe « mignon Doue ».

Vous voyez bien : l’homme devient juste par les œuvres, et non seulement par la foi. Jc 2, 24 : Her gwelout a rit : dre an oberoù eo e vez lakaet an den da reizh ha n’eo ket dre ar feiz hepken.

Il en fut de même pour Rahab, la prostituée : n’est-elle pas, elle aussi, devenue juste par ses œuvres, en accueillant les envoyés de Josué et en les faisant repartir par un autre chemin ? Jc 2, 25 : Kenkoulz all ivez evit Rac’hab, ar serc’h, hag-eñ n’eo ket dre an oberoù e voe lakaet da reizh, pa roas degemer d’ar gannaded ha p’o lakaas da zistreiñ dre un hent disheñvel ?

Ainsi, comme le corps privé de souffle est mort, de même la foi sans les œuvres est morte. Jc 2, 26 : Evel ma-z eo marv ar c’horf hep an ene, evel-se ivez eo marv ar feiz hep an oberoù.