Lizher Sant Jakez - Pennad 3
Pennad 3
Mes frères, ne soyez pas nombreux à devenir des maîtres : comme vous le savez, nous qui enseignons, nous serons jugés plus sévèrement. Jc 3, 1 : Na vezit ket kalz, va breudeur, oc’h ober gant ar garg a gelennerien : gouzout a rit e vezimp barnet rustoc’h a se.
Tous, en effet, nous commettons des écarts, et souvent. Si quelqu’un ne commet pas d’écart quand il parle, c’est un homme parfait, capable de maîtriser son corps tout entier. Jc 3, 2 : Rak e meur a dra e faziomp holl gwitibunan. Ma-z eus unan avat ha na bec’h ket en e gomzoù, hennezh a zo un den peurvat, barrek da gabestrañ ivez e gorf a-bezh.
En mettant un frein dans la bouche des chevaux pour qu’ils nous obéissent, nous dirigeons leur corps tout entier. Jc 3, 3 : Pa lakaomp ur gweskenn e genou ar c’hezeg evit ober dezho sentiñ deomp eo o c’horf a-bezh a renomp.
Voyez aussi les navires : quelles que soient leur taille et la force des vents qui les poussent, ils sont dirigés par un tout petit gouvernail au gré de l’impulsion donnée par le pilote. Jc 3, 4 : Sellit c’hoazh ouzh al listri : ha goude ma-z int bras ha ma vezont kaset gant avelioù kreñv, e vezont renet gant ur stur gwall-vihan d’al lec’h ma venn ar sturier.
De même, notre langue est une petite partie de notre corps et elle peut se vanter de faire de grandes choses. Voyez encore : un tout petit feu peut embraser une très grande forêt. Jc 3, 5 : Evel-se an teod ivez a zo un ezel bihan, met tu a zo dezhañ da fougeal eus traoù bras ! Sellit penaos eo bihan an tan a c’hell deviñ ur goadeg divent !
La langue aussi est un feu ; monde d’injustice, cette langue tient sa place parmi nos membres ; c’est elle qui contamine le corps tout entier, elle enflamme le cours de notre existence, étant elle-même enflammée par la géhenne. Jc 3, 6 : An teod ivez a zo un tan, ur bed a fallentez. An teod a zo e-touez hon izili an hini gouest da gontammañ ar c’horf a-bezh ha da c’hwezhañ tan e kelc’hiad ar bed, entanet ma-z eo e-unan gant ar gehenn.
Toute espèce de bêtes sauvages et d’oiseaux, de reptiles et d’animaux marins peut être domptée et, de fait, toutes furent domptées par l’espèce humaine ; Jc 3, 7 : Loened gouez a bep seurt, evned, stlejviled, loened-mor, a c’hell bezañ doñvaet, ha bet int doñvaet gant mab-den.
mais la langue, personne ne peut la dompter : elle est un fléau, toujours en mouvement, remplie d’un venin mortel. Jc 3, 8 : Met an teod ne c’hell den ebet e zoñvaat. Un droug o virviñ ez eo. Leun eo a vinim marvel.
Elle nous sert à bénir le Seigneur notre Père, elle nous sert aussi à maudire les hommes, qui sont créés à l’image de Dieu. Jc 3, 9 : Gantañ e vennigomp hon Aotrou ha Tad, ha gantañ e vallozhomp an dud a zo bet graet diouzh heñveledigezh Doue.
De la même bouche sortent bénédiction et malédiction. Mes frères, il ne faut pas qu’il en soit ainsi. Jc 3, 10 : Eus an hevelep genou e teu bennozh ha mallozh. Arabat, va breudeur, e vefe an traoù evel-se !
Une source fait-elle jaillir par le même orifice de l’eau douce et de l’eau amère ? Jc 3, 11 : Ur feunteun, hag-eñ e laka da strinkañ eus an hevelep toull dour dous ha dour c’hwerv ?
Mes frères, un figuier peut-il donner des olives ? Une vigne peut-elle donner des figues ? Une source d’eau salée ne peut pas davantage donner de l’eau douce. Jc 3, 12 : Hag-eñ e c’hell, va breudeur, ur wezenn-fiez reiñ olivez ? Pe ur winienn, reiñ fiez ? Ha dour sall ar mor n’hell ket kennebeut-all reiñ dour dous.
Quelqu’un, parmi vous, a-t-il la sagesse et le savoir ? Qu’il montre par sa vie exemplaire que la douceur de la sagesse inspire ses actes. Jc 3, 13 : Piv en ho touez a zo fur ha skiantek ? Ra ziskouezo gant e vuhezegezh vat ez eo leun e oberoù eus douster ar furnez.
Mais si vous avez dans le cœur la jalousie amère et l’esprit de rivalité, ne vous en vantez pas, ne mentez pas, n’allez pas contre la vérité. Jc 3, 14 : Hogen m’hoc’h eus en ho kalon gwarizi c’hwerv ha karantez an tabut, arabat deoc’h fougeal, ha na lavarit ket gevier a-enep d’ar wirionez.
Cette prétendue sagesse ne vient pas d’en haut ; au contraire, elle est terrestre, purement humaine, démoniaque. Jc 3, 15 : Seurt furnez ne zeu ket eus an nec’h ; met douarel ez eo, loenek, diaoulek.
Car la jalousie et les rivalités mènent au désordre et à toutes sortes d’actions malfaisantes. Jc 3, 16 : Rak lec’h ma-z eus gwarizi ha tabut, eno ez eus ivez dizurzh ha droug a bep seurt.
Au contraire, la sagesse qui vient d’en haut est d’abord pure, puis pacifique, bienveillante, conciliante, pleine de miséricorde et féconde en bons fruits, sans parti pris, sans hypocrisie. Jc 3, 17 : Ar furnez eus an nec’h a zo er c’hontrol pur da gentañ ha goude-se peoc’hus, trugarezus, douget da gaout fiziañs, leun a druez hag a oberoù mat, douget heñvel e-keñver an holl hag hep pilpouzerezh.
C’est dans la paix qu’est semée la justice, qui donne son fruit aux artisans de la paix. Jc 3, 18 : Ar reizhded a zoug frouezh, pa vez hadet er peoc’h, evit ar re oc’h ober gant ar peoc’h.
