Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » An Aviel hervez Sant Mark » Pennad 11

An Aviel hervez Sant Mark - Pennad 11

Levr : An Aviel hervez Sant Mark
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16

Pennad 11

🎙 Selaou ar Bibl aodio a-bezh

Lorsqu’ils approchent de Jérusalem, vers Bethphagé et Béthanie, près du mont des Oliviers, Jésus envoie deux de ses disciples Mc 11, 1 : Hag erru tost da Jeruzalem, e-tal Betfage ha Betania e-kichen menez an Olived, e kas (Jezuz) daou eus e ziskibien,

et leur dit : « Allez au village qui est en face de vous. Dès que vous y entrerez, vous trouverez un petit âne attaché, sur lequel personne ne s’est encore assis. Détachez-le et amenez-le. Mc 11, 2 : en ur lavarout dezho : « It d’ar gêriadenn a zo dirazoc’h. Kerkent hag antreet enni, e kavot un azenig stag ha n’eus bet den ebet azezet warnañ c’hoazh. Distagit-eñ hag e zegasit ganeoc’h.

Si l’on vous dit : “Que faites-vous là ?”, répondez : “Le Seigneur en a besoin, mais il vous le renverra aussitôt.” » Mc 11, 3 : Ha ma lavar unan bennak deoc’h : petra 'rit-hu aze ? respontit : An Aotrou en deus ezhomm anezhañ ha diouzhtu goude e vo degaset amañ en-dro ».

Ils partirent, trouvèrent un petit âne attaché près d’une porte, dehors, dans la rue, et ils le détachèrent. Mc 11, 4 : Mont a rejont eta hag e kavjont un azenig stag e-tal un nor, er-maez, war ar straed ; hag int d’e zistagañ.

Des gens qui se trouvaient là leur demandaient : « Qu’avez-vous à détacher cet ânon ? » Mc 11, 5 : Darn eus ar re en em gave eno a lavaras dezho : « Petra ’zo kaoz deoc’h da zistagañ an azenig-mañ ? »

Ils répondirent ce que Jésus leur avait dit, et on les laissa faire. Mc 11, 6 : Eilgeriañ a rejont dezho, gant komzoù Jezuz, hag e voent lezet d’ober.

Ils amenèrent le petit âne à Jésus, le couvrirent de leurs manteaux, et Jésus s’assit dessus. Mc 11, 7 : Degas a reont neuze an azenig da Jezuz, teurel warnañ o mantilli, ha Jezuz a azezas warnañ.

Alors, beaucoup de gens étendirent leurs manteaux sur le chemin, d’autres, des feuillages coupés dans les champs. Mc 11, 8 : Kalz a dud a ledas o mantilli war an hent, ha lod all a strewas glazur bet troc’het ganto er parkeier.

Ceux qui marchaient devant et ceux qui suivaient criaient : « Hosanna ! Béni soit celui qui vient au nom du Seigneur ! Mc 11, 9 : Ar re a gerzhe en a-raok, koulz hag ar re a zeue war-lerc’h a youc’he : « Hozanna ! Benniget an hini a zeu e anv an Aotrou !

Béni soit le Règne qui vient, celui de David, notre père. Hosanna au plus haut des cieux ! » Mc 11, 10 : Benniget ar rouantelezh o tont, hini David hon Tad. Hozanna e barr an Neñvoù ! »

Jésus entra à Jérusalem, dans le Temple. Il parcourut du regard toutes choses et, comme c’était déjà le soir, il sortit pour aller à Béthanie avec les Douze. Mc 11, 11 : Antren a reas (Jezuz) e Jeruzalem, ha mont d’an Templ ; ha goude bezañ graet ur sell-tro ouzh pep tra, o vezañ ma oa diwezhat anezhi a-benn neuze, ez eas er-maez evit kemerout hent Betania a-gevret gant an Daouzek.

Le lendemain, quand ils quittèrent Béthanie, il eut faim. Mc 11, 12 : Antronoz p’edont o vont er-maez eus Betania e savas naon da Jezuz.

Voyant de loin un figuier qui avait des feuilles, il alla voir s’il y trouverait quelque chose ; mais, en s’approchant, il ne trouva que des feuilles, car ce n’était pas la saison des figues. Mc 11, 13 : Hag o welout eus a-bell ur wezenn-fiez he devoa delioù, e tostaas da welout hag-eñ e kavje un dra bennak enni. Hogen erru stok outi, ne gavas netra nemet delioù, rak n’edo ket mare ar fiez.

Alors il dit au figuier : « Que jamais plus personne ne mange de tes fruits ! » Et ses disciples avaient bien entendu. Mc 11, 14 : Neuze e savas e vouezh hag e lavaras d’ar fiezenn : « Ra na vo biken ken den ebet o tebriñ eus da frouezh ! » E ziskibien a glevas.

Ils arrivèrent à Jérusalem. Entré dans le Temple, Jésus se mit à expulser ceux qui vendaient et ceux qui achetaient dans le Temple. Il renversa les comptoirs des changeurs et les sièges des marchands de colombes, Mc 11, 15 : Degouezhout a reont e Jeruzalem. Aet e-barzh an Templ, ez en em lakaas da gas kuit an dud a oa o werzhañ pe o prenañ en Templ hag ez eilpennas taolioù an eskemmerien-arc’hant ha kadorioù ar varc’hadourien goulmed.

et il ne laissait personne transporter quoi que ce soit à travers le Temple. Mc 11, 16 : Ha ne leze den ebet da dreuziñ an Templ en ur zougen tra pe dra.

Il enseignait, et il déclarait aux gens : « L’Écriture ne dit-elle pas : Ma maison sera appelée maison de prière pour toutes les nations ? Or vous, vous en avez fait une caverne de bandits. » Mc 11, 17 : Ha reiñ a rae dezho ar gelennadurezh-mañ : « Daoust ha n’eo ket bet skrivet : Va zi a vo anvet ti a bedenn evit an holl vroadoù ? C’hwi avat hoc’h eus graet gantañ un toull-laeron ».

Apprenant cela, les grands prêtres et les scribes cherchaient comment le faire périr. En effet, ils avaient peur de lui, car toute la foule était frappée par son enseignement. Mc 11, 18 : Klevet an dra-se gant an Arc’hbeleien hag ar Skribed, e klaskent an tu d’e lakaat da vervel ; rak aon o devoa razañ, dre ma veze an holl bobl estlammet gant e gelennadurezh.

Et quand le soir tomba, Jésus et ses disciples s’en allèrent hors de la ville. Mc 11, 19 : Ha pa voe deuet an abardaez, ez ejont er-maez eus kêr.

Le lendemain matin, en passant, ils virent le figuier qui était desséché jusqu’aux racines. Mc 11, 20 : Antronoz vintin en ur vont hebiou, e weljont ar fiezenn disec’het betek he gwrizioù.

Pierre, se rappelant ce qui s’était passé, dit à Jésus : « Rabbi, regarde : le figuier que tu as maudit est desséché. » Mc 11, 21 : Soñj a zeuas da Bêr hag e lavaras da Jezuz : « Rabbi, sell ’ta, ar fiezenn bet milliget ganit a zo sec’het ».

Alors Jésus, prenant la parole, leur dit : « Ayez foi en Dieu. Mc 11, 22 : Ha Jezuz da eilgeriañ ha da lavarout dezho : « Ho pet feiz e Doue !

Amen, je vous le dis : quiconque dira à cette montagne : “Enlève-toi de là, et va te jeter dans la mer”, s’il ne doute pas dans son cœur, mais s’il croit que ce qu’il dit arrivera, cela lui sera accordé ! Mc 11, 23 : E gwirionez me 'lavar deoc’h, ma lavar unan bennak d’ar menez-mañ : Sav alese hag en em daol er mor, mar ne chom ket da arvariñ en e galon, met ma kred emañ o c’hoarvezout ar pezh a c’houlenn, ac’hanta, e vo roet e vennad dezhañ.

C’est pourquoi, je vous le dis : tout ce que vous demandez dans la prière, croyez que vous l’avez obtenu, et cela vous sera accordé. Mc 11, 24 : Setu perak e lavaran deoc’h : Kement a c’houlennot en ho pedennoù, kredit hoc’h eus her resevet hag e vo roet ho mennad deoc’h ».

Et quand vous vous tenez en prière, si vous avez quelque chose contre quelqu’un, pardonnez, afin que votre Père qui est aux cieux vous pardonne aussi vos fautes. » Mc 11, 25 : « Pa vezit en ho sav o pediñ, pardonit, m’hoc’h eus un dra bennak a-enep unan bennak, evit ma c’hello ivez ho Tad a zo en Neñvoù pardoniñ deoc’h ho pec’hedoù ». [26]

Jésus et ses disciples reviennent à Jérusalem. Et comme Jésus allait et venait dans le Temple, les grands prêtres, les scribes et les anciens vinrent le trouver. Mc 11, 27 : Distreiñ a reont eta da Jeruzalem. Hag evel m’edo Jezuz o vont hag o tont dre an Templ, e tostaas outañ an Arc’hbeleien, ar Skribed hag an Henaourien

Ils lui demandaient : « Par quelle autorité fais-tu cela ? Ou alors qui t’a donné cette autorité pour le faire ? » Mc 11, 28 : hag e lavarjont dezhañ : « Dre beseurt beli e rez kement-se ? Piv en deus roet dit ar veli-se d’ober ar pezh a rez ? »

Jésus leur dit : « Je vais vous poser une seule question. Répondez-moi, et je vous dirai par quelle autorité je fais cela. Mc 11, 29 : Jezuz avat a respontas dezho : « Ur goulenn hepken a rin ouzhoc’h ; respontit din, hag e lavarin deoc’h dre beseurt beli e ran-me kement-se.

Le baptême de Jean venait-il du ciel ou des hommes ? Répondez-moi. » Mc 11, 30 : Badeziant Yann, pe eus an Neñv e teue, pe eus an dud ? Respontit din ».

Ils se faisaient entre eux ce raisonnement : « Si nous disons : “Du ciel”, il va dire : “Pourquoi donc n’avez-vous pas cru à sa parole ?” Mc 11, 31 : Met ar re-mañ en em soñje hag a lavare kenetrezo : « Ma lavaromp : eus an Neñv, e lavaro : Perak eta n’oc’h eus ket kredet ennañ ?

Mais allons-nous dire : “Des hommes” ? » Ils avaient peur de la foule, car tout le monde estimait que Jean était réellement un prophète. Mc 11, 32 : Hogen daoust hag e lavarimp : eus an dud ? » Aon o devoa rak ar bobl, o vezañ ma kave d’an holl e oa Yann ur profed e gwirionez.

Ils répondent donc à Jésus : « Nous ne savons pas ! » Alors Jésus leur dit : « Moi, je ne vous dis pas non plus par quelle autorité je fais cela. » Mc 11, 33 : Hag int neuze da respont da Jezuz : « N’ouzomp ket ». - « Ma, eme Jezuz ivez dezho, na me kennebeut-all, ne lavarin ket deoc’h dre beseurt beli e ran kement-se ».



💡 Titouroù ouzhpenn


🎙️ Diwar-benn an enrolladenn

An enrolladenn-mañ a zo bet graet gant Tepod hag embannet d'an/ar 26/11/2025 war Bibl.bzh.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn



Jezuz o tougen e Groaz.