Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » An Aviel hervez Sant Mark » Pennad 2

An Aviel hervez Sant Mark - Pennad 2

Levr : An Aviel hervez Sant Mark
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16

Pennad 2

🎙 Selaou ar Bibl aodio a-bezh

Quelques jours plus tard, Jésus revint à Capharnaüm, et l’on apprit qu’il était à la maison. Mc 2, 1 : Dont a reas Jezuz en-dro da Gafarnaoum, ha goude un nebeut deizioù e redas ar vrud edo en un ti.

Tant de monde s’y rassembla qu’il n’y avait plus de place, pas même devant la porte, et il leur annonçait la Parole. Mc 2, 2 : Neuze en em zastumas kement a dud ma ne chome ken tamm lec’h ebet, na zoken e-tal an nor. Hag e kemenne dezho ar Gomz.

Arrivent des gens qui lui amènent un paralysé, porté par quatre hommes. Mc 2, 3 : Setu ma tegouezhas tud a zegase dezhañ un den seizet, douget gant pevar den.

Comme ils ne peuvent l’approcher à cause de la foule, ils découvrent le toit au-dessus de lui, ils font une ouverture, et descendent le brancard sur lequel était couché le paralysé. Mc 2, 4 : Dre ma n’hellent ket e lakaat dirazañ, gant an engroez, e tizolojont an doenn a-us d’al lec’h m’edo Jezuz, ha goude distrobañ an toull e tiskennjont ar fled m’edo gourvezet warnañ an den seizet.

Voyant leur foi, Jésus dit au paralysé : « Mon enfant, tes péchés sont pardonnés. » Mc 2, 5 : O welout o feiz, Jezuz a lavaras d’an den seizet : « Va mab, distaolet eo dit da bec’hedoù ».

Or, il y avait quelques scribes, assis là, qui raisonnaient en eux-mêmes : Mc 2, 6 : Met eno e oa en o c’hoazez hiniennoù hag a oa eus ar Skribed hag a soñje en o c’halonoù :

« Pourquoi celui-là parle-t-il ainsi ? Il blasphème. Qui donc peut pardonner les péchés, sinon Dieu seul ? » Mc 2, 7 : « Perak e komz hennezh evel-se ? Komzoù enep Doue a zo gantañ. Piv a c’hell disteurel ar pec’hedoù, nemet Doue hepmuiken ? »

Percevant aussitôt dans son esprit les raisonnements qu’ils se faisaient, Jésus leur dit : « Pourquoi tenez-vous de tels raisonnements ? Mc 2, 8 : Met Jezuz raktal oc’h anavezout en e spered ar soñjoù a vagent evel-se enno o-unan, a lavaras dezho : « Perak emañ ar seurt soñjoù en ho kalonoù ?

Qu’est-ce qui est le plus facile ? Dire à ce paralysé : “Tes péchés sont pardonnés”, ou bien lui dire : “Lève-toi, prends ton brancard et marche” ? Mc 2, 9 : Petra zo aesoc’h, pe lavarout d’an den seizet : Distaolet eo dit da bec’hedoù ; pe lavarout : Sav, kemer da wele ha kerzh ?

Eh bien ! Pour que vous sachiez que le Fils de l’homme a autorité pour pardonner les péchés sur la terre… – Jésus s’adressa au paralysé – Mc 2, 10 : Ac’hanta evit ma ouiot en deus Mab an Den galloud da zisteurel ar pec’hedoù war an douar,

je te le dis, lève-toi, prends ton brancard, et rentre dans ta maison. » Mc 2, 11 : me a lavar dit, emezañ d’an den seizet, sav, kemer da fled ha distro d’ar gêr ».

Il se leva, prit aussitôt son brancard, et sortit devant tout le monde. Tous étaient frappés de stupeur et rendaient gloire à Dieu, en disant : « Nous n’avons jamais rien vu de pareil. » Mc 2, 12 : Hag eñ da sevel ha kerkent da dapout krog en e fled, ha da vont er-maez dirak an holl, en doare ma oant holl sebezet ha ma veulent Doue en ur lavarout : « Biskoazh n’hon eus gwelet kement-all ! »

Jésus sortit de nouveau le long de la mer ; toute la foule venait à lui, et il les enseignait. Mc 2, 13 : Mont a reas er-maez adarre da ribl ar mor. An holl bobl a zerede d’e gaout hag eñ o c’helenne.

En passant, il aperçut Lévi, fils d’Alphée, assis au bureau des impôts. Il lui dit : « Suis-moi. » L’homme se leva et le suivit. Mc 2, 14 : En ur dremen e welas Levi, mab Alfe, azezet e burev ar maltouterezh, hag e lavaras dezhañ : « Deus d’am heul ». Hag eñ da sevel da vont d’e heul.

Comme Jésus était à table dans la maison de Lévi, beaucoup de publicains (c’est-à-dire des collecteurs d’impôts) et beaucoup de pécheurs vinrent prendre place avec Jésus et ses disciples, car ils étaient nombreux à le suivre. Mc 2, 15 : Evel m’edo Jezuz ouzh taol e ti hemañ, kalz a druajerien hag a bec’herien en em lakaas ivez ouzh taol gantañ ha gant e ziskibien ; rak kalz anezho a yeas d’e heul.

Les scribes du groupe des pharisiens, voyant qu’il mangeait avec les pécheurs et les publicains, disaient à ses disciples : « Comment ! Il mange avec les publicains et les pécheurs ! » Mc 2, 16 : Met ar Skribed eus kostezenn ar Farizianed, ouzh e welout o tebriñ e kumpagnunezh ar bec’herien hag ar Bublikaned, a lavaras d’e ziskibien : « Ma ! gant ar Bublikaned hag ar bec’herien emañ o tebriñ ? »

Jésus, qui avait entendu, leur déclara : « Ce ne sont pas les gens bien portants qui ont besoin du médecin, mais les malades. Je ne suis pas venu appeler des justes, mais des pécheurs. » Mc 2, 17 : Met Jezuz o vezañ klevet, a lavaras dezho : « N’eo ket ar re yac’h o deus ezhomm eus ar medisin, met ar re glañv. N’on ket deuet da c’hervel an dud reizh, met ar bec’herien ».

Comme les disciples de Jean le Baptiste et les pharisiens jeûnaient, on vient demander à Jésus : « Pourquoi, alors que les disciples de Jean et les disciples des pharisiens jeûnent, tes disciples ne jeûnent-ils pas ? » Mc 2, 18 : Setu ma oa diskibien Yann hag ar Farizianed o terc’hel gant ur yun. Dont a reas tud da c’houlenn ouzh Jezuz : « Perak e-pad m’emañ diskibien Yann ha diskibien ar Farizianed o yunañ e chom da ziskibien-te hep yunañ ? »

Jésus leur dit : « Les invités de la noce pourraient-ils jeûner, pendant que l’Époux est avec eux ? Tant qu’ils ont l’Époux avec eux, ils ne peuvent pas jeûner. Mc 2, 19 : Hag e respontas Jezuz dezho : « Hag-eñ e c’hell mignoned an den nevez yunañ endra m’emañ an den nevez ganto ? Keit ha m’o deus an den nevez ganto, n’hellont ket yunañ.

Mais des jours viendront où l’Époux leur sera enlevé ; alors, ce jour-là, ils jeûneront. Mc 2, 20 : Hogen deizioù a zeuio ma vo lamet an den nevez diganto, neuze e yunint... en deiz-se.

Personne ne raccommode un vieux vêtement avec une pièce d’étoffe neuve ; autrement le morceau neuf ajouté tire sur le vieux tissu et la déchirure s’agrandit. Mc 2, 21 : « N’eus den ebet a gemerfe ur peñsel-mezher nevez evit e wriat ouzh ur gwiskamant kozh, pe neuze ar stagadenn nevez a sach war an danvez kozh, ha gwashoc’h fregadenn e vez.

Ou encore, personne ne met du vin nouveau dans de vieilles outres ; car alors, le vin fera éclater les outres, et l’on perd à la fois le vin et les outres. À vin nouveau, outres neuves. » Mc 2, 22 : Na kennebeut all n’eus den ebet a lakfe gwin nevez e seier-lêr kozh ; anez da se, ar gwin a ra d’ar seier tarzhañ hag ez a da goll ar gwin hag ar seier-lêr. Hogen da win nevez, seier nevez ! ».

Un jour de sabbat, Jésus marchait à travers les champs de blé ; et ses disciples, chemin faisant, se mirent à arracher des épis. Mc 2, 23 : C’hoarvezout a reas m’edo Jezuz un deiz-Sabad o tremen a-dreuz trevadoù-ed hag e ziskibien en ur vont gant o hent, en em lakaas da ziframmañ pennoù-ed.

Les pharisiens lui disaient : « Regarde ce qu’ils font le jour du sabbat ! Cela n’est pas permis. » Mc 2, 24 : Ma lavaras ar Farizianed dezhañ : « Sell ! Perak e reont un deiz-Sabad ar pezh n’eo ket aotreet ?

Et Jésus leur dit : « N’avez-vous jamais lu ce que fit David, lorsqu’il fut dans le besoin et qu’il eut faim, lui-même et ceux qui l’accompagnaient ? Mc 2, 25 : Met Jezuz a respontas dezho : « Ha biskoazh n’hoc’h eus lennet petra 'reas David pa voe en ezhomm, ha naon dezhañ, eñ hag ar re a oa gantañ,

Au temps du grand prêtre Abiatar, il entra dans la maison de Dieu et mangea les pains de l’offrande que nul n’a le droit de manger, sinon les prêtres, et il en donna aussi à ceux qui l’accompagnaient. » Mc 2, 26 : penaos ez eas e ti Doue, en amzer Abiatar ar beleg-meur, hag e tebras baraennoù ar c’hinnig, daoust n’eo aotreet da zen ebet o debriñ nemet d’ar veleien hepken ; ha zoken e roas diouto ivez d’ar re a oa gantañ ».

Il leur disait encore : « Le sabbat a été fait pour l’homme, et non pas l’homme pour le sabbat. Mc 2, 27 : Neuze e lavaras Jezuz dezho : « Ar Sabad a zo bet graet evit an den ha n’eo ket an den evit ar Sabad,

Voilà pourquoi le Fils de l’homme est maître, même du sabbat. » Mc 2, 28 : en doare ma-z eo Mab an Den mestr hag aotrou zoken war ar Sabad ».



💡 Titouroù ouzhpenn


🎙️ Diwar-benn an enrolladenn

An enrolladenn-mañ a zo bet graet gant Tepod hag embannet d'an/ar 21/11/2025 war Bibl.bzh.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn



Jezuz o tougen e Groaz.