
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant nevez » An Aviel hervez Sant Mark »
An Aviel hervez Sant Mark - Pennad 7
Levr : An Aviel hervez Sant Mark
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16
Pennad 7
Les pharisiens et quelques scribes, venus de Jérusalem, se réunissent auprès de Jésus, Mc 7, 1 : Neuze en em zastumas en-dro dezhañ ar Farizianed hag hiniennoù eus ar Skribed deuet eus Jeruzalem.
et voient quelques-uns de ses disciples prendre leur repas avec des mains impures, c’est-à-dire non lavées. Mc 7, 2 : O welout darn eus e ziskibien o kemerout o fred gant o daouarn dic’hlan, da lavarout eo hep bezañ o gwalc’het, e kavent abeg enno.
– Les pharisiens en effet, comme tous les Juifs, se lavent toujours soigneusement les mains avant de manger, par attachement à la tradition des anciens ; Mc 7, 3 : Rak ar Farizianed hag an holl Yuzevien ne zebront ket o boued hep bezañ gwalc’het ervat o daouarn, stag ma-z int ouzh Hengoun ar Re Gozh ;
et au retour du marché, ils ne mangent pas avant de s’être aspergés d’eau, et ils sont attachés encore par tradition à beaucoup d’autres pratiques : lavage de coupes, de carafes et de plats. Mc 7, 4 : ha pa zeuont en-dro diwar al leurgêr, ne zebront ket hep bezañ strinket dour warno o-unan ; ha kalz traoù all a zo c’hoazh a viront hervez an Hengoun : gwalc’hadurioù an hanafoù, ar podoù, al listri-arem.
Alors les pharisiens et les scribes demandèrent à Jésus : « Pourquoi tes disciples ne suivent-ils pas la tradition des anciens ? Ils prennent leurs repas avec des mains impures. » Mc 7, 5 : Goulenn a reas eta ar Farizianed hag ar Skribed outañ : « Perak ne vir ket da ziskibien-te Hengoun ar Re Gozh, pa gemeront o fredoù gant o daouarn dic’hlan ? »
Jésus leur répondit : « Isaïe a bien prophétisé à votre sujet, hypocrites, ainsi qu’il est écrit : Ce peuple m’honore des lèvres, mais son cœur est loin de moi. Mc 7, 6 : Respont a reas dezho : « Brav-kenañ en deus diouganet Izaias diwar ho penn, pilpouzed ma-z oc’h, p’en deus skrivet : Ar bobl-mañ am enor gant he muzelloù, met he c’halon a zo mil-bell diouzhin ;
C’est en vain qu’ils me rendent un culte ; les doctrines qu’ils enseignent ne sont que des préceptes humains. Mc 7, 7 : un aner eo an doujañs a ziskouezont din pa gelennont ur gelennadurezh a zo gourc’hemennoù-tud.
Vous aussi, vous laissez de côté le commandement de Dieu, pour vous attacher à la tradition des hommes. » Mc 7, 8 : Lezel a rit gourc’hemennoù Doue a-gostez evit mirout Hengoun an dud ».
Il leur disait encore : « Vous rejetez bel et bien le commandement de Dieu pour établir votre tradition. Mc 7, 9 : Hag e lavare dezho : « Brav-bras e ouzoc’h terriñ gourc’hemennoù Doue evit mirout hoc’h Hengoun-c’hwi !
En effet, Moïse a dit : Honore ton père et ta mère. Et encore : Celui qui maudit son père ou sa mère sera mis à mort. Mc 7, 10 : Rak Moizez en deus lavaret : Enor da dad ha da vamm, ha kement-mañ ivez : An hini a villigo e dad pe e vamm, ra vo lakaet d’ar marv ;
Mais vous, vous dites : Supposons qu’un homme déclare à son père ou à sa mère : “Les ressources qui m’auraient permis de t’aider sont korbane, c’est-à-dire don réservé à Dieu”, Mc 7, 11 : c’hwi avat a lavar : Ma-z eus unan bennak o tiskleriañ d’e dad pe d’e vamm : Kement am bije gallet da skoazellañ gantañ a zo Korban, da lavarout eo, kinnig sakr da Zoue,
alors vous ne l’autorisez plus à faire quoi que ce soit pour son père ou sa mère ; Mc 7, 12 : hennezh eta, na lezit ken anezhañ d’ober tra ebet evit e dad pe e vamm ;
vous annulez ainsi la parole de Dieu par la tradition que vous transmettez. Et vous faites beaucoup de choses du même genre. » Mc 7, 13 : hag evel-se e raskit Komz Doue gant an Hengoun-se a lakait da dremen a rumm da rumm. Hag e-leizh a draoù all a rit evel-se ».
Appelant de nouveau la foule, il lui disait : « Écoutez-moi tous, et comprenez bien. Mc 7, 14 : Hag o vezañ galvet adarre ar bobl davetañ e lavare dezho : « Va selaouit holl ha komprenit !
Rien de ce qui est extérieur à l’homme et qui entre en lui ne peut le rendre impur. Mais ce qui sort de l’homme, voilà ce qui rend l’homme impur. » Mc 7, 15 : N’eus netra a-ziavaez d’an den a gement a c’hell e lakaat dic’hlan en ur antren ennañ ; hogen ar pezh a zeu er-maez eus an den eo an hini a laka dic’hlan an den.
Si quelqu'un a des oreilles pour entendre, qu'il entende. Mc 7, 16 : Neb en deus divskouarn da glevout, ra glevo ! ».
Quand il eut quitté la foule pour rentrer à la maison, ses disciples l’interrogeaient sur cette parabole. Mc 7, 17 : Pa voe aet en un ti, disparti diouzh ar bobl, e reas e ziskibien goulenn outañ diwar-benn ar barabolenn-se.
Alors il leur dit : « Êtes-vous donc sans intelligence, vous aussi ? Ne comprenez-vous pas que tout ce qui entre dans l’homme, en venant du dehors, ne peut pas le rendre impur, Mc 7, 18 : Lavarout a reas dezho : « Evel-se c’hwi ivez a zo ken dispered-all ? Ha ne gomprenit ket penaos kement a ya en den eus an diavaez, n’hell ket e lakaat dic’hlan,
parce que cela n’entre pas dans son cœur, mais dans son ventre, pour être éliminé ? » C’est ainsi que Jésus déclarait purs tous les aliments. Mc 7, 19 : peogwir ne d-a ket an dra-se en e galon, hogen en e gof evit bezañ distaolet er privezioù da c’houde ? » Evel-se e tisklerie glan an holl vouedoù.
Il leur dit encore : « Ce qui sort de l’homme, c’est cela qui le rend impur. Mc 7, 20 : Lavarout a rae c’hoazh ez eo ar pezh a zeu eus an den eo e laka dic’hlan,
Car c’est du dedans, du cœur de l’homme, que sortent les pensées perverses : inconduites, vols, meurtres, Mc 7, 21 : rak eus an diabarzh, eus kalon an dud e teu ar mennadoù fall : gadaliezh, laeroñsi, muntrerezh,
adultères, cupidités, méchancetés, fraude, débauche, envie, diffamation, orgueil et démesure. Mc 7, 22 : avoultriezh, gwall-c’hoantegezh d’ar madoù, fallagriezh, touellerezh, orged, avi, droukkomz, lorc’hentez, diboellegezh.
Tout ce mal vient du dedans, et rend l’homme impur. » Mc 7, 23 : An holl fallentezioù-se a zeu eus an diabarzh hag a laka an den dic’hlan.
En partant de là, Jésus se rendit dans le territoire de Tyr. Il était entré dans une maison, et il ne voulait pas qu’on le sache. Mais il ne put rester inaperçu : Mc 7, 24 : O sevel ac’hano Jezuz a yeas e bro Dir. Antren a reas e-barzh un ti hag e felle dezhañ na vije gouezet gant den ebet. Nemet ne c’hellas ket chom dianav d’an dud,
une femme entendit aussitôt parler de lui ; elle avait une petite fille possédée par un esprit impur ; elle vint se jeter à ses pieds. Mc 7, 25 : rak kerkent, sed ur vaouez he devoa klevet komz diwar e benn, hag a oa dalc’het he merc’hig gant ur spered hudur, a zeuas d’en em deurel e-harz e dreid.
Cette femme était païenne, syro-phénicienne de naissance, et elle lui demandait d’expulser le démon hors de sa fille. Mc 7, 26 : Ar vaouez-se a oa ur c’hresianez, sirofenikiadez a-ouenn. Hag e bediñ a rae da argas an droukspered kuit eus he merc’h.
Il lui disait : « Laisse d’abord les enfants se rassasier, car il n’est pas bien de prendre le pain des enfants et de le jeter aux petits chiens. » Mc 7, 27 : Lavarout a reas dezhi : « Lez da gentañ ar vugale da zebriñ o gwalc’h, rak n’eo ket mat kemerout bara ar vugale evit e deurel d’ar chas bihan ».
Mais elle lui répliqua : « Seigneur, les petits chiens, sous la table, mangent bien les miettes des petits enfants ! » Alors il lui dit : Mc 7, 28 : Hi avat a respontas dezhañ : « Ya, Aotrou, gwir eo, nemet ar chas bihan o-unan a zebr dindan an daol bruzhun ar vugale ».
« À cause de cette parole, va : le démon est sorti de ta fille. » Mc 7, 29 : Neuze e lavaras dezhi : « En abeg d’ar gomz-se, kae : aet eo an droukspered kuit eus da verc’h ».
Elle rentra à la maison, et elle trouva l’enfant étendue sur le lit : le démon était sorti d’elle. Mc 7, 30 : Ha pa voe distro d’ar gêr, e kavas ar bugel gourvezet war he gwele : aet e oa an droukspered kuit.
Jésus quitta le territoire de Tyr ; passant par Sidon, il prit la direction de la mer de Galilée et alla en plein territoire de la Décapole. Mc 7, 31 : Hag a-nevez, o kuitaat broioù Tir e teuas dre Sidon war-zu mor Galilea, e-kreiz bro an Dek-Keoded.
Des gens lui amènent un sourd qui avait aussi de la difficulté à parler et supplient Jésus de poser la main sur lui. Mc 7, 32 : Degaset e voe dezhañ un den bouzar ha besteod hag an dud e bede da astenn e zaouarn warnañ.
Jésus l’emmena à l’écart, loin de la foule, lui mit les doigts dans les oreilles, et, avec sa salive, lui toucha la langue. Mc 7, 33 : Jezuz avat o vezañ e gemeret en e bart, er-maez eus ar bobl, a lakaas e vizied en e zivskouarn hag o vezañ kemeret eus e halo e stokas ouzh teod an den.
Puis, les yeux levés au ciel, il soupira et lui dit : « Effata ! », c’est-à-dire : « Ouvre-toi ! » Mc 7, 34 : Hag o treiñ e zaoulagad etrezek an neñv e huanadas hag e lavaras dezhañ : « Effeta », da lavarout eo : « Digor ».
Ses oreilles s’ouvrirent ; sa langue se délia, et il parlait correctement. Mc 7, 35 : Hag e tigoras e zivskouarn, ha kerkent e voe distagellet e deod hag e komze reizh-mat.
Alors Jésus leur ordonna de n’en rien dire à personne ; mais plus il leur donnait cet ordre, plus ceux-ci le proclamaient. Mc 7, 36 : Gourc’hemenn a reas Jezuz dezho chom hep rannañ ger da zen ebet ; met seul-vuioc’h ma tifenne, seul-vuioc’h ez embannent ar c’heloù.
Extrêmement frappés, ils disaient : « Il a bien fait toutes choses : il fait entendre les sourds et parler les muets. » Mc 7, 37 : Dreist-muzul e oa estlamm an dud hag e lavarent : « Brav-dispar en deus graet pep tra ! Ar re vouzar o-unan, o lakaat a ra da glevout hag ar re vut da gomz ! »
💡 Titouroù ouzhpenn
🎙️ Diwar-benn an enrolladenn
An enrolladenn-mañ a zo bet graet gant Tepod hag embannet d'an/ar 23/11/2025 war Bibl.bzh.

