Skip to content
Degemer » Lennadennoù ar Sul

Lennadennoù ar Sul

📅 D'ar Sul 1 a viz C'hwevrer 2026

4e sul war ar bloaz🟢 Gwer

📜 Lennadenn gentañ

Lennadenn eus levr Sofonias (Sof 2, 3 ; 3, 12-13)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Lezel a rin ez kreiz ur boblañs paour hag ezhommek.

Klaskit an Aotrou, C'hwi holl tud izel ar vro, a vir e varnedigezhioù,
Klaskit ar reizhder, klaskit an izelegezh,
Ha marteze e vezot e goudor e deiz kounnar an Aotrou.
Met lezel a rin ez kreiz ur boblañs paour hag ezhommek a glasko he goudor e anv an Aotrou :
Tud restad Israel, ne raint mui a fallagriezh, Ne lavarint mui a c'hevier,
Ne vo mui en o genoù un teod a dromplerezh,
A beuro hag a gavo bod, hep bezañ trubuilhet gant den.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

🎶 Salm

Salm 146 Salm 146 (145), 7. 8-9a. 9bc-10

📖 Levr ar salmoù : Salm 146

D : Eürus ar re baour a galon,
rak dezho eo rouantelezh an neñvoù !

Pe : Allelouia !

An Aotrou a zalc‘h d‘e c‘her da virviken,
reiñ a ra o gwir d‘ar re wasket,
an Aotrou a ro bara d‘ar re naoniek.
a dorr o chadennoù d‘ar brizonidi.

An Aotrou a zigor daoulagad an dalled,
an Aotrou a zigromm an dud daoubleget,
an Aotrou a gar an dud reizh.

An Aotrou a ziwall ar veajourien.
An Aotrou a sikour ar minor hag an intañvez
met diroudañ a ra mennadoù an dud fall.
An Aotrou a ren, roue da virviken,
da Zoue, o Sion, a rummad da rummad.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

📜 Eil lennadenn

Lennadenn eus lizher kentañ an Abostol sant Paol d'ar Gorintiz (1Go 1, 26-31)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Ar pezh a zo dinerzh er bed-mañ a zo bet dibabet gant Doue.

Sellit pere zo bet galvet en ho touez, breudeur :
n’eus ket anezho kalz a dud gouiziek hervez an natur,
na kalz a dud c'halloudus, na kalz a dud a lignez uhel.
Met ar pezh a zo diskiant er bed-mañ a zo bet dibabet gant Doue
d’ober mezh d’ar re skiantek,
ar pezh a zo dinerzh er bed-mañ a zo bet dibabet gant Doue
d’ober mezh d’ar re greñv ;
hag ar pezh a zo dilignez er bed-mañ, ar pezh a zo disprizet,
a zo bet dibabet gant Doue ;
ar pezh n’eo netra, dibabet evit kas da netra ar re a zo o vezañ,
evit na c'hello den ebet en em veuliñ dirak Doue.
Rak m’emaoc'h er C'hrist Jezuz eo dre c'hras Doue,
eñ hag en deus lakaet Jezuz da vezañ evidomp furnez,
reizhded, santeladur ha daspren,
evit ma vo gwir lavar ar Skritur :
« Mar fell d’un den bennak en em veuliñ, ra 'n em veulo en Aotrou. »

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn

✝️ Aviel

Pennad eus an Aviel santel hervez sant Mazhev (Mz 5, 1-12a)

📖 Gwelet e-barzh ar Bibl

Eürus ar re baour a galon.

Allelouia ! Allelouia ! (Mzh 5, 12a)
Bezit laouen ha tridit gant levenez,
rak bras e vo ho tigoll en Neñvoù.
Allelouia !

En amzer-se, o welout an engroezioù-tud-se e savas Jezuz war ur menez,
hag aet en e goazez, e tostaas outañ e ziskibien.
Neuze e stagas da gomz ha d’o c'helenn dre lavarout  :

« Eürus ar re a gar ar baourentez, rak dezho eo Rouantelezh an Neñvoù.
Eürus ar re a ouel, rak int a vo frealzet.
Eürus ar re 'zo kuñv, rak int o devo an Douar da lod.
Eürus ar re o deus naon ha sec'hed eus ar Reizhded, rak int a vo roet o gwalc'h dezho.
Eürus ar re a zo trugarezus, rak int ivez a vo graet trugarez outo.
Eürus ar re a zo glan a galon, rak int a welo Doue.
Eürus ar re a laka ar peoc'h da ren, rak int a vo anvet bugale Doue.
Eürus ar re a zo gwallgaset en abeg d’ar Reizhder, rak dezho eo Rouantelezh an Neñvoù.

Bezit eürus pa vezot dismegañset, heskinet, pa vezo lavaret dre c'haou,
a bep seurt droug diwar ho penn, abalamour din-me.

Bezit laouen ha tridit gant levenez,
rak bras e vo ho tigoll en Neñvoù ! »

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn


🎙️ Selaou Aviel an deiz

🎙 Selaou an abadenn war RCF

📅 D'ar Sul 1 a viz C'hwevrer 2026
Hébergé par Audiomeans. Visitez audiomeans.fr/politique-de-confidentialite pour plus d\'informations.

⇧ Distreiñ da grec'h ar bajenn