Livre d’Osée - Chapitre 10
Chapitre 10
Israël était une vigne luxuriante, qui portait beaucoup de fruit. Mais plus ses fruits se multipliaient, plus Israël multipliait les autels ; plus sa terre devenait belle, plus il embellissait les stèles des faux dieux. Os 10, 1 : Ur winienn strujus e oa Israel hag a roe frouezh e-leizh. Seul vui e kreske e frouezh, seul vui e kreske niver e aoterioù; Seul binvidikoc’h e zouar, seul briziusoc’h ar peulvanoù sakr.
Son cœur est partagé ; maintenant il va expier : le Seigneur renversera ses autels ; les stèles, il les détruira. Os 10, 2 : Daouduek eo bet o c’halon : ha bremañ emaint o vont da baeañ, an Aotrou e-unan a ya da ziskar o aoterioù, ha da zistrujañ o feulvanoù.
Maintenant Israël va dire : « Nous sommes privés de roi, car nous n’avons pas craint le Seigneur. Et si nous avions un roi, que pourrait-il faire pour nous ? » Os 10, 3 : Neuze e lavarint : N’hon eus roue ebet ken dre n’hon eus ket doujet an Aotrou ! Ha neuze, ur roue, petra 'rafe evidomp ?
On parle, on parle, on fait de faux serments, on conclut des alliances ; le jugement fleurit comme l’herbe vénéneuse sur les sillons des champs. Os 10, 4 : Ober prezegennoù, touiñ en goullo, Divizout emglevioù ? E setañsoù a vleugn evel geot kontammus war irvi ar parkoù.
Les habitants de Samarie tremblent pour le veau de Beth-Awen : pour lui son peuple est en deuil, avec ses desservants qui pour lui exultaient, car sa gloire a été déportée au loin. Os 10, 5 : Evit leue Bet-Awen e kren annezidi Samaria, ya, warnañ e raio kañv e bobl; e grak-veleien a sav hirvoudoù war e dro, rak e c’hloar a zo bet harluet pell dioutañ.
Lui-même sera transporté en Assour comme offrande au Grand Roi ; Éphraïm en aura de la honte, et Israël rougira de son idole. Os 10, 6 : Eñ e-unan a vo degaset en Asour, evel prof d’ar roue meur, en doare ma krogo ar vezh en Efraim ma kavo Israel dismegañs gant e ijinadenn.
Ils ont disparu, Samarie et son roi, comme de l’écume à la surface de l’eau. Os 10, 7 : Setu kollet Samaria ! An idolenn, he roue, a zo evel eon war c’horre an dour.
Les lieux sacrés seront détruits, ils sont le crime, le péché d’Israël ; épines et ronces recouvriront leurs autels. Alors on dira aux montagnes : « Cachez-nous ! » et aux collines : « Tombez sur nous ! » Os 10, 8 : Dismantret e vo uhellec’hioù ar Fallagriezh, pec’hed Israel ! Spern hag askol a gresko war o aoterioù. hag e lavarint neuze d’ar menezioù : Kuzhit ac’hanomp ! Ha d’ar c’hrec’hiennoù : Kouezhit warnomp !
Depuis les jours de Guibéa, tu as péché, Israël ! C’est là qu’ils en sont restés ! Et le combat contre les fils du crime ne les atteindrait pas à Guibéa ? Os 10, 9 : Adalek deizioù Gabaa ec’h eus pec’het, Israel ; eno ez int chomet : n’int ket bet tizhet e Gabaa, gant ar brezel enep mibien an direizhded.
Au gré de mes désirs, je vais les corriger : les peuples se ligueront contre eux et les corrigeront de leur double faute. Os 10, 10 : Rak er wech-mañ e teuan evit o c’hastizañ ; Ar pobloù en em gevredo enep dezho ma vint kastizet evit o daou bec’hed.
Éphraïm était une génisse bien dressée, qui aimait fouler le grain. Et moi, j’ai passé le joug sur la beauté de son encolure, j’attellerai Éphraïm, Juda labourera et Jacob hersera. Os 10, 11 : Un ounner desket mat e oa Efraim a blije dezhi mac’hañ ar greun war al leur, ha me am eus lakaet ar yev da dremen war gened he chouk. Sterniañ a rin Efraim ouzh ar c’harr, Youda a lakain da arat, ha Yakob da dramailhat.
Faites des semailles de justice, récoltez une moisson de fidélité, défrichez vos terres en friche. Il est temps de chercher le Seigneur, jusqu’à ce qu’il vienne répandre sur vous une pluie de justice. Os 10, 12 : Hadit evidoc’h greun ar justis, hag ho pezo un eostad-madelezh, difraostit evidoc’h douaroù nevez : ar c’houlz eo da glask an Aotrou, ken na zeuio da c’hlaviañ warnoc’h ar reizhded.
Vous avez labouré la méchanceté, vous avez moissonné la perfidie, vous avez mangé le fruit du mensonge. Parce que tu as mis ta confiance dans tes chars, dans tes nombreux guerriers, Os 10, 13 : Hogen aret hoc’h eus ar fallagriezh hag eostet hoc’h eus an direizhder; debret hoc’h eus frouezh ar gaou. Dre m’ac’h eus fiziet ez kirri-brezel, e niver bras da soudarded,
il s’élèvera du vacarme parmi ton peuple, et toutes tes villes fortes seront dévastées, comme Shalmane dévasta Beth-Arbel au jour du combat, quand la mère fut écrasée sur ses enfants. Os 10, 14 : Ez a da sevel todion ar brezel e-touez da bobl ha da holl gastelloù-kreñv a vo drastet, evel ma voe dismantret Bet-Arbel gant Chalman da zevezh an emgann : ar vamm gant he mibien a voe flastret.
Ainsi vous fera Béthel, face à votre abominable méfait ; à l’aurore, il sera vraiment perdu, le roi d’Israël. Os 10, 15 : Sed a ray deoc’h Betel en abeg da fallentez ho fallagriezh: gant tarzh an deiz ez aio da goll roue Israel !
