Livre d’Osée - Chapitre 1
Chapitre 1
PAROLE DU SEIGNEUR adressée à Osée, fils de Beéri, au temps d’Ozias, de Yotam, d’Acaz, d’Ézékias, rois de Juda, et au temps de Jéroboam, fils de Joas, roi d’Israël. Os 1, 1 : Lavar an Aotrou a zeuas da Ozea, mab Beeri, e deizioù Ozias, Joatam, Ac’haz, Ezekias, rouaned Youda, hag e deizioù Jeroboam, mab Joas, roue Israel.
Commencement de la parole que le Seigneur a dite par la bouche d’Osée. Le Seigneur dit à Osée : « Va, prends-toi pour femme une prostituée et des enfants de prostitution, car vraiment le pays se prostitue en se détournant du Seigneur. » Os 1, 2 : Derou komzoù an Aotrou dre Ozea. Lavarout a reas an Aotrou da Ozea : "Kae ! Kemer evidout ur wreg a c’hastaouerezh, ha bugale a c’hastaouerezh ; rak ne ra ar vro nemet gastaouiñ o’n em zistreiñ diouzh an Aotrou".
Il alla donc et prit Gomer, fille de Diblaïm ; elle devint enceinte et lui enfanta un fils. Os 1, 3 : Mont a reas eta hag e kemeras Gomer, merc’h Debelaim, a goñsevas hag a c’hanas dezhañ ur mab.
Et le Seigneur dit à Osée : « Donne-lui le nom de Yizréel, car encore un peu de temps et je sévis contre la maison de Jéhu à cause du sang versé à Yizréel, et je mets fin à la royauté de la maison d’Israël : Os 1, 4 : Hag e lavaras an Aotrou dezhañ : "Ro dezhañ Izreel da anv, rak un nebeut amzer c’hoazh hag e kastizin ti Yehou evit gwad Izreel, hag e lakain da baouez rouantelezh tiegezh Israel.
il adviendra, en ce jour-là, que je briserai l’arc d’Israël dans la vallée de Yizréel. » Os 1, 5 : Ha c’hoarvezout a ray en deiz-se ma torrin gwareg Israel e traonienn Izreel".
Elle devint encore enceinte et enfanta une fille. Et le Seigneur dit à Osée : « Donne-lui le nom de Lô-Rouhama (c’est-à-dire “Pas-Aimée”), car je n’aime plus la maison d’Israël et ne veux plus lui pardonner. Os 1, 6 : Koñsev a reas c’hoazh hag e c’hanas ur verc’h. Hag e lavaras an Aotrou dezhañ : "Ro dezhi da anv Lo-Rouhama, rak hiviziken n’em bo ket truez ken ouzh tiegezh Israel evit pardoniñ dezhañ c’hoazh.
C’est la maison de Juda que j’aime : je vais les sauver, par le Seigneur leur Dieu, et non par l’arc, l’épée ou la guerre, ni par les chevaux ni par les cavaliers. » Os 1, 7 : Nemet ouzh tiegezh Youda avat em bo truez hag e salvin anezho dre an Aotrou, o Doue ; rak n’eo ket dre ar wareg, na dre ar c’hleze, na dre ar brezel, na dre ar c’hezeg, na dre ar varc’heien e salvin anezho".
Quand elle eut sevré Lô-Rouhama, Gomer devint enceinte et enfanta un fils. Os 1, 8 : Ha dizonet Lo-Rouhama ganti e koñsevas hag e c’hanas ur mab.
Et le Seigneur dit : « Donne-lui le nom de Lô-Ammi (c’est-à-dire “Pas-mon-Peuple”), car vous n’êtes pas mon peuple, et moi, je ne suis pas pour vous. » Os 1, 9 : Hag e lavaras an Aotrou : "Ro dezhañ Lo-Ami da anv. Rak c’hwi n’oc’h ket va fobl, ha me ne vin ket ho Toue".
