Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre d’Osée » Chapitre 2

Livre d’Osée - Chapitre 2

Levr : Diougan Ozea
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14

Chapitre 2



Comme le sable de la mer que l’on ne peut ni compter ni mesurer, ainsi sera le nombre des fils d’Israël. Au lieu de leur dire : « Vous n’êtes pas mon peuple », on leur dira : « Fils du Dieu vivant ». Os 2, 1 : Hag e vo niver bugale Israel evel traezh ar mor, divuzul ha digont, hag e-lec’h lavarout dezho : Va fobl n’oc’h ket ! E vo lavaret dezho : ‘Bugale an Doue bev’ !

Les fils de Juda et les fils d’Israël se réuniront, ils se donneront un seul chef et ils sortiront du pays ; oui, il est grand, le jour de Yizréel ! Os 2, 2 : Bugale Youda ha bugale Jeruzalem en em vodo a-unan evit dibab dezho o-unan ur penn-rener nemetken ; hag en em astenn a raint er-maez eus o bro ; rak bras e vo deiz Izreel.

Dites à vos frères : « Mon-Peuple », et à vos sœurs : « Tendrement-Aimée ». Os 2, 3 : Lavarit d’ho preudeur Ammi ha d’ho c’hoarezed Rouhama.

Accusez votre mère, accusez-la, car elle n’est plus ma femme, et moi, je ne suis plus son mari ! Qu’elle écarte de son visage ses prostitutions, et d’entre ses seins, ses adultères ; Os 2, 4 : Tamallit ho mamm, tamallit anezhi ! Rak n’eo ket ken va gwreg, n’on ket ken he gwaz. Ra zilamo kuit a-ziwar he fas he gadaliezhoù hag etre he divronn hec’h avoultriezhoù ;

sinon, je la déshabille toute nue, je l’expose comme au jour de sa naissance, je la rends pareille au désert, je la réduis en terre aride et je la fais mourir de soif. Os 2, 5 : gant aon na ziwiskfen anezhi en noazh, ha na lakfen anezhi evel e deiz he ganedigezh. Na zegasfen anezhi da vezañ heñvel ouzh ur gouelec’h, na drofen anezhi da vezañ un douar krin, ha na rafen dezhi mervel gant ar sec’hed.

Pour ses fils je n’aurai pas de tendresse, car ils sont des fils de prostitution. Os 2, 6 : Hag ouzh he bugale n’em bo ket truez, rak bugale a c’hastaouerezh ez int.

Oui, leur mère s’est prostituée, celle qui les conçut s’est déshonorée quand elle disait : « Je veux courir après mes amants qui me donnent mon pain et mon eau, ma laine et mon lin, mon huile et ma boisson. » Os 2, 7 : Peogwir eo aet o mamm d’ober ar c’hast ; an hini he deus o c’hoñsevet a zo en em c’holoet a vezh, rak lavaret he deus : Mont a rin da heul va amourouzien a ro din va bara ha va dour, va gloan ha va lin, va eoul ha va evaj.

C’est pourquoi je vais obstruer son chemin avec des ronces, le barrer d’une barrière : elle ne trouvera plus ses sentiers. Os 2, 8 : Setu perak ez an da stouvañ he hent gant spern, Klozañ a rin warni gant ur voger evit na gavo ken he gwenodennoù,

Elle poursuivra ses amants sans les atteindre, elle les cherchera sans les trouver. Alors elle dira : « Je vais revenir à mon premier mari, car j’étais autrefois plus heureuse que maintenant. » Os 2, 9 : Kaer he devo redek war-lerc’h hec’h amourouzien ne dizho ket anezho Kaer he devo klask anezho, n’o c’havo ket. Neuze e lavaro : Distreiñ a rin da gaout va gwaz kentañ Rak gwell e oa din neuze eget bremañ !

Elle ne savait donc pas que c’est moi qui lui avais donné le froment, le vin nouveau et l’huile fraîche, moi qui lui avais prodigué de l’argent, et l’or utilisé pour Baal ! Os 2, 10 : Hag eñ n’ouie ket e oa me an hini en devoa roet dezhi ar gwinizh, ar gwin nevez hag an eoul fresk, en devoa largentezet dezhi an arc’hant hag an aour o deus implijet evit Baal.

C’est pourquoi je reviendrai, je reprendrai mon froment en sa saison et mon vin nouveau en son temps ; j’arracherai ma laine et mon lin dont elle couvrait sa nudité. Os 2, 11 : Setu perak e teuin da adkemer va gwinizh en e goulz ha va gwin nevez en e vare ; dilemel a rin va gloan ha va lin ma oa goloet he noazhder ganto.

Alors je dévoilerai sa honte aux yeux de ses amants, et nul ne la délivrera de ma main. Os 2, 12 : Bremañ ez an da zizoleiñ he mezh ouzh daoulagad hec’h amourouzien, ha ne vo hini ebet evit he zennañ eus va dorn.

Je mettrai fin à toute sa gaieté, à ses fêtes, ses nouvelles lunes, ses sabbats, et à toutes ses solennités. Os 2, 13 : Lakaat a rin hec’h holl levenezioù da baouez, he festoù, he loarioù nevez, he sabatoù, Hag hec’h holl gouelioù-lid.

Je dévasterai sa vigne et son figuier dont elle disait : « Ils sont à moi, c’est le salaire que m’ont donné mes amants. » Je les changerai en friche et les bêtes sauvages les dévoreront. Os 2, 14 : Gwastañ a rin he gwiniegi hag he fiezegi ma lavare diwar o fenn : Va donezon din-me ez int, va faeamant digant va amourouzien ! O lakaat a rin e fraostoù ha debret e vint gant al loened gouez.

Je sévirai contre elle à cause des jours des Baals, quand elle brûlait pour eux de l’encens, se parait de ses anneaux et de son collier, et courait après ses amants. Et moi, elle m’oubliait ! – oracle du Seigneur. Os 2, 15 : He c’hastizañ a rin evit deizioù ar Baaloù pa lakae dezho ezañs da zivogediñ, pa ’n em fiche gant he gwalennoù hag he c’holieroù evit mont da heul hec’h amourouzien ; tra ma oan me ankouaet ganti, - Diougan an Aotrou.

C’est pourquoi, mon épouse infidèle, je vais la séduire, je vais l’entraîner jusqu’au désert, et je lui parlerai cœur à cœur. Os 2, 16 : Setu perak ez an d’he hoalañ : he c’has a rin ganin d’ar gouelec’h, ha komz a rin ouzh he c’halon.

Et là, je lui rendrai ses vignobles, et je ferai du Val d’Akor (c’est-à-dire « de la Déroute ») la porte de l’Espérance. Là, elle me répondra comme au temps de sa jeunesse, au jour où elle est sortie du pays d’Égypte. Os 2, 17 : Reiñ a rin dezhi he gwiniegi ale-hont, ha kemmañ a rin Traonienn Ac’hor (An Trubuilh), d’ober anezhi Dor ar Goanag. Eno e responto din e deizioù he yaouankiz, evel en deiz ma pigne eus bro Egipt.

En ce jour-là – oracle du Seigneur –, voici ce qui arrivera : Tu m’appelleras : « Mon époux » et non plus : « Mon Baal » (c’est-à-dire « mon maître »). Os 2, 18 : Hag e c’hoarvezo en deiz-se, - Diougan an Aotrou - ma c’halvo ac’hanon ken : Va fried ! Ne c’halvo ket ac’hanon ken : Va Baal !

J’éloignerai de ses lèvres les noms des Baals, on ne prononcera plus leurs noms. Os 2, 19 : Dilemel a rin diouzh he genou anvioù ar Baaloù, ha ne vo ken dalc’het soñj eus o anvioù

En ce jour-là je conclurai à leur profit une alliance avec les bêtes sauvages, avec les oiseaux du ciel et les bestioles de la terre ; l’arc, l’épée et la guerre, je les briserai pour en délivrer le pays ; et ses habitants, je les ferai reposer en sécurité. Os 2, 20 : ha skoulmañ a rin eviti un emglev en deiz-se, gant loened ar maezioù, gant evned an neñv, ha naered an douar ; gwareg, kleze, brezel, a vrevin kuit eus ar vro, hag e rin dezhi kousket e surentez.

Je ferai de toi mon épouse pour toujours, je ferai de toi mon épouse dans la justice et le droit, dans la fidélité et la tendresse ; Os 2, 21 : Dimeziñ a rin ganit da viken, dimeziñ a rin ganit er reizhder hag er justis, er garantez hag en deneridigezh.

je ferai de toi mon épouse dans la loyauté, et tu connaîtras le Seigneur. Os 2, 22 : Dimeziñ a rin-me ganit er fealded, hag ec’h anavezi an Aotrou.

En ce jour-là je répondrai – oracle du Seigneur ; oui, je répondrai aux cieux, eux, ils répondront à l’appel de la terre ; Os 2, 23 : Ha c’hoarvezout a ray, en deiz-se, ma respontin, - Diougan an Aotrou - ma respontin d’an Neñvoù, hag int a responto d’an douar ;

la terre répondra au froment, au vin nouveau et à l’huile fraîche, eux, ils répondront à la « Vallée-de-la-fertilité ». Os 2, 24 : hag e responto an douar d’ar gwinizh, d’ar gwin nevez ha d’an eoul fresk, hag int a responto da Izreel.

Je m’en ferai une terre ensemencée, J’aimerai celle qu’on appelait « Pas-Aimée » et à celui qu’on appelait « Pas-mon-Peuple », je dirai : « Tu es mon peuple », et il dira : « Tu es mon Dieu ! » Os 2, 25 : Hadañ a rin eviti er vro, rak truez em bo ouzh Lo-Rouhama, hag e lavarin da Lo-Ami : Te eo Ammi, hag hi a responto : va Doue ez out !