Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre d’Osée » Chapitre 12

Livre d’Osée - Chapitre 12

Levr : Diougan Ozea
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14

Chapitre 12



Éphraïm m’encercle de mensonge et la maison d’Israël, de tromperie. Mais Juda marche encore avec Dieu et reste fidèle au Très-Saint. Os 12, 1 : Efraim en deus va enkelc’hiet a c’hevier, ha tiegezh Israel a dromplerezh. Met Youda a zo c’hoazh anavezet gant Doue hag anvet e vez c’hoazh pobl an Doue santel.

Éphraïm se repaît de vent et poursuit le vent d’est ; tout le jour, il multiplie mensonge et ruine : il conclut une alliance avec Assour, il porte de l’huile à l’Égypte. Os 12, 2 : Efraim en em vag gant avel hag a red dibaouez war-lerc’h avel ar reter ; A-hed an deiz e ra touellerezh ha gwasterezh e-leizh; un emglev gant Asour a zivizer hag eoul d’an Egipt a gaser.

Le Seigneur est en procès avec Juda, il va sévir contre Jacob en raison de sa conduite, lui rendre selon ses œuvres. Os 12, 3 : Emañ an Aotrou a prosezañ enep Youda, evit kastizañ Yakob hervez e vuhezegezh da rentañ dezhañ hervez e oberoù.

Dans le sein de sa mère, il a supplanté son frère, et, à l’âge mûr, il a lutté avec Dieu. Os 12, 4 : A-dal kof e vamm en deus distroadet e vreur, en e nerzh en deus gourenet gant Doue.

Il a lutté avec un ange et il a eu le dessus ; il a pleuré et l’a supplié. À Béthel, il le trouva, – c’est là que Dieu a parlé avec nous. Os 12, 5 : Gouren a reas gant an Ael, ha trec’hiñ, leñvañ, e bediñ da drueziñ. E Bet-El er kejas gantañ hag eno e komzas Doue outañ.

« Seigneur, Dieu de l’univers » : c’est ainsi qu’on fait mémoire du Seigneur. Os 12, 6 : An Aotrou, Doue an armeoù, an Aotrou eo e anv.

Toi, reviens à ton Dieu : garde la fidélité et le droit, et mets ton espoir en ton Dieu, toujours. Os 12, 7 : Te avat, distro ouzh Doue, mir ar garantez hag ar reizhder, hag esper ez Toue dalc’hmat.

Canaan, une balance trompeuse à la main, aime frauder. Os 12, 8 : Kanaan en deus en e zorn balañsoù tromplus, flodañ a blij dezhañ.

Éphraïm dit : « Oui, je me suis enrichi, j’ai édifié une fortune.  Tout cela est fruit de mon travail ; on ne trouvera pas chez moi de faute qui soit péché. » Os 12, 9 : Hag Efraim en deus lavaret : Ya, pinvidikaat am eus graet, dastumet em eus peadra. Met eus e holl c’hounidoù ne chomo netra, dre ma-z eo kablus a bec’hed.

Mais moi, je suis le Seigneur ton Dieu depuis le pays d’Égypte. Je te ferai de nouveau habiter sous les tentes comme au jour de la Rencontre. Os 12, 10 : Me eo an Aotrou, da Zoue, abaoe douar an Egipt, ha da lakaat a rin c’hoazh da chom dindan teltennoù evel da zeizioù an Emgav;

Je parlerai aux prophètes ; moi, je multiplierai les visions, et, par le moyen des prophètes, je dirai des paraboles. Os 12, 11 : Komz a rin ouzh ar Brofeded, lakaat a rin ar gweledigezhioù da fonnusaat, ha dre ar Brofeded e komzin e parabolennoù.

Si Galaad est fausseté, ils ne sont que néant, ceux qui ont sacrifié des taureaux à Guilgal ; aussi leurs autels seront-ils comme des galets entassés sur les sillons des champs. Os 12, 12 : Ned eo Galaad nemet fallagriezh, ned int nemet tromplerezh; e Gilgal e profont aberzhioù koleoù. Setu perak o aoterioù a vo evel bernioù mein en irvi ar parkeier.

Jacob a fui dans le champ d’Aram, Israël a servi pour une femme, pour une femme il a gardé les troupeaux. Os 12, 13 : Tec’hout a reas Yakob da vaezioù Aram, servijañ a reas Israel evit ur vaouez, hag evit ur vaouez e voe mesaer.

Mais par un prophète le Seigneur fit monter Israël d’Égypte, et, par un prophète, Israël a été gardé. Os 12, 14 : Dre ur profed e savas an Aotrou Israel eus an Egipt, ha dre ur profed e voe mesaet.

Éphraïm a irrité le Seigneur jusqu’à l’amertume : sur lui sera rejeté le sang versé, et son Maître lui rendra ses outrages. Os 12, 15 : Hen hegaset en deus Efraim ez-c’hwerv: e wad warnañ a zistaolo, e zismegañs a rento dezhañ an Aotrou.