Livre d’Osée - Chapitre 14
Chapitre 14
Elle s’est rendue coupable, Samarie, car elle s’est rebellée contre son Dieu. Ils tomberont par l’épée, leurs nourrissons seront écrasés, et leurs femmes enceintes, éventrées. Os 14, 1 : Kastizet e vo Samaria, dre ma-z eo en em savet enep he Doue. Kouezhañ a raint dindan ar c’hleze ; Flastret e vo ar vugaligoù, toullgofet ar gwragez o tougen.
Reviens, Israël, au Seigneur ton Dieu ; car tu t’es effondré par suite de tes fautes. Os 14, 2 : Distro, Israel, etrezek an Aotrou da Zoue ! Rak da fallagriezh eo he deus graet dit kouezhañ.
Revenez au Seigneur en lui présentant ces paroles : « Enlève toutes les fautes, et accepte ce qui est bon. Au lieu de taureaux, nous t’offrons en sacrifice les paroles de nos lèvres. Os 14, 3 : Kemerit ganeoc’h komzoù prest ha toud, ha distroit etrezek an Aotrou ! Lavarit dezhañ: "Dilamit kuit pep fallentez ma kavimp an eurvad en-dro, hag e kinnigimp deoc’h e sakrifis frouezh hor muzelloù.
Puisque les Assyriens ne peuvent pas nous sauver, nous ne monterons plus sur des chevaux, et nous ne dirons plus à l’ouvrage de nos mains : “Tu es notre Dieu”, car de toi seul l’orphelin reçoit de la tendresse. » Os 14, 4 : Asour ne c’hell ket hor salviñ ha war varc’h ne savimp mui, ha ne lavarimp mui : Hon Doue, da oberenn hon daouarn. Rak ennout eo e kav an emzivad trugarez.
Voici la réponse du Seigneur : Je les guérirai de leur infidélité, je les aimerai d’un amour gratuit, car ma colère s’est détournée d’Israël. Os 14, 5 : Me o fareo diouzh o dislealded, hag o c’haro a wir galon rak distroet eo va c’hounnar diouto ;
Je serai pour Israël comme la rosée, il fleurira comme le lis, il étendra ses racines comme les arbres du Liban. Os 14, 6 : Evel ur glizh e vin evit Israel ; Bleuniañ a raio evel al lili, sankañ a ray e wrizioù evel ar pupli ;
Ses jeunes pousses vont grandir, sa parure sera comme celle de l’olivier, son parfum, comme celui de la forêt du Liban. Os 14, 7 : en em astenn a raio e vrankoù da bell, e gened a vo evel hini ar wezenn-olivez hag ar c’hwez-vat anezhañ evel hini al Liban.
Ils reviendront s’asseoir à son ombre, ils feront revivre le froment, ils fleuriront comme la vigne, ils seront renommés comme le vin du Liban. Os 14, 8 : Distreiñ a raint da vevañ dindan va skeud ; o gwinizh a raio berzh, o gwini a vleunio hag e vo ken brudet o gwin hag hini al Liban.
Éphraïm ! Peux-tu me confondre avec les idoles ? C’est moi qui te réponds et qui te regarde. Je suis comme le cyprès toujours vert, c’est moi qui te donne ton fruit. Os 14, 9 : Efraim, ha petra en deus c’hoazh d’ober gant idoloù ? Me eo a selaou outañ hag a daol evezh outañ selaou a ran, e sellout a ran. Me ’zo evel ur siprezenn c’hlasvezek : hag ac’hanon-me eo e teu da frouezh.
Qui donc est assez sage pour comprendre ces choses, assez pénétrant pour les saisir ? Oui, les chemins du Seigneur sont droits : les justes y avancent, mais les pécheurs y trébuchent. Os 14, 10 : Piv ’zo fur a-walc’h evit kompren an traoù-se, ha poellek a-walc’h evit o anavezout ? Rak eeun eo hentoù an Aotrou Hag ar dud just a vale drezo, met ar bec’herien a strebot enno.
