Livre d’Osée - Chapitre 8
Chapitre 8
Sonne du cor ! Un aigle plane sur la Maison du Seigneur ! Car ils ont transgressé mon alliance, et contre ma loi ils se sont révoltés. Os 8, 1 : C’hwezh en drompilh ! Evel ur gedour war di an Aotrou, dre m’o deus torret va Emglev ha ma-z int bet disfeal d’am Lezenn.
Ils crient vers moi : « Mon Dieu, nous t’avons connu, nous, Israël ! » Os 8, 2 : e kriont : Va Doue ! Met da anavezout a ran Israel !
Israël a rejeté le bien : l’ennemi le poursuit ! Os 8, 3 : Israel en deus distaolet ar mad, an enebour a redo war e lerc’h !
Les fils d’Israël ont établi des rois sans me consulter, ils ont nommé des princes sans mon accord ; avec leur argent et leur or, ils se sont fabriqué des idoles. Ils seront anéantis. Os 8, 4 : Graet o deus rouaned, met nann eus va ferzh-me, diazezet o deus priñsed, met hep gouzout din-me ; gant o arc’hant hag o aour o deus graet idoloù evit ma vint distrujet ganin.
Je le rejette, ton veau, Samarie ! Ma colère s’est enflammée contre tes enfants. Refuseront-ils toujours de retrouver l’innocence ? Os 8, 5 : Runkunus eo da leue, o Samaria ! Entanet eo bet va c’hounnar outañ. Betek pegoulz n’hellint ket adkavout dinammded,
Ce veau est l’œuvre d’Israël, un artisan l’a fabriqué, ce n’est pas un dieu ; ce veau de Samarie sera mis en pièces. Os 8, 6 : Rak eus a Israel eo e teu ar seurt doue, Israel ? Un artizan eo an hini en deus e oberiet, eñ n’eo ket un doue ez eo ! Ya, a dammoù ez aio leue Samaria.
Ils ont semé le vent, ils récolteront la tempête. L’épi ne donnera pas de grain ; s’il y avait du grain, il ne donnerait pas de farine ; et, s’il en donnait, elle serait dévorée par les étrangers. Os 8, 7 : Rak avel emaint o hadañ ha gorventenn a eostint. Ed hep pennoù ne ro ket a vleud, pa ma ro memes tra, ez eo estrenien eo hen lonko.
Israël est dévoré ; les voici maintenant parmi les nations, comme un objet de rebut. Os 8, 8 : Lonket eo bet Israel ! Emaint bremañ e-mesk ar baganed. evel un dra na c’houller ket diouti..
Quand ils montent vers Assour, alors que l’âne sauvage vit à l’écart, Éphraïm s’offre des amants. Os 8, 9 : Rak int-i a zo pignet da gaout Asour, evel un azen gouez o kantreal e-unan. Efraim avat en deus graet donezonoù a garantez.
Même s’ils offrent des dons parmi les nations, je vais maintenant les regrouper ; ils trembleront bientôt sous le joug du roi et des princes. Os 8, 10 : zoken ma profont donezonoù d’ar broadoù, ez an bremañ d’o dispenn : Ha krenañ a raint hep dale dindan bec’h an truaj da roue ha da briñsed Asour.
Éphraïm a multiplié les autels pour expier le péché ; et ces autels ne lui servent qu’à pécher. Os 8, 11 : P’en deus kresket Efraim niver e aoterioù N’o deus servijet dezhañ nemet da bec’hiñ.
J’ai beau lui mettre par écrit tous les articles de ma loi, il n’y voit qu’une loi étrangère. Os 8, 12 : Kaer em eus skrivañ evitañ mil gourc’hemenn va Lezenn, e vezont tremenet da dra estren.
Ils offrent des sacrifices pour me plaire et ils en mangent la viande, mais le Seigneur n’y prend pas de plaisir. Au contraire, il y trouve le rappel de toutes leurs fautes, il fait le compte de leurs péchés. Qu’ils retournent donc en Égypte ! Os 8, 13 : Ar sakrifisoù a brofont, eo kig an hini a brofont din ; dezho da zebriñ ! N’eo ket se a blij d’an Aotrou ! Bremañ e vo degaset da soñj eus o fallentez, hag e vo graet ar gont eus o fec’hedoù. Ret e vo dezho distreiñ d’an Egipt.
Israël a oublié Celui qui le fait, il s’est construit des palais. Quant à Juda, il a multiplié ses villes fortes, mais j’enverrai le feu dans ses villes, il en dévorera les citadelles. Os 8, 14 : Israel en deus ankouaet an Hini en deus graet anezhañ, savet en deus palezioù ; Youda en deus kresket niver e greñvlec’hioù ; Met kas a rin an tan en e gêrioù, ha lonkañ a raio e gestell.
