Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Ancien Testament en breton » Livre d’Osée » Chapitre 6

Livre d’Osée - Chapitre 6

Levr : Diougan Ozea
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14

Chapitre 6



Venez, retournons vers le Seigneur ! il a blessé, mais il nous guérira ; il a frappé, mais il nous soignera. Os 6, 1 : Deomp ha distroomp da gaout an Aotrou : Drailhet en deus, hor pareañ a raio, skoet en deus, pareañ a raio hor goulioù.

Après deux jours, il nous rendra la vie ; il nous relèvera le troisième jour : alors, nous vivrons devant sa face. Os 6, 2 : Goude daou zevezh e rento deomp ar vuhez, d’an trede deiz ec’h adsavo ac’hanomp, hag ec’h advevimp dirazañ.

Efforçons-nous de connaître le Seigneur : son lever est aussi sûr que l’aurore ; il nous viendra comme la pluie, l’ondée qui arrose la terre. Os 6, 3 : Anavezomp, gant aked anavezomp an Aotrou ; e zonedigezh a zo ken sur ha gouloù-deiz ; dont a raio davedomp evel ar glav, evel glav an nevez amzer o c’hlebiañ an douar.

– Que ferai-je de toi, Éphraïm ? Que ferai-je de toi, Juda ? Votre fidélité, une brume du matin, une rosée d’aurore qui s’en va. Os 6, 4 : - Ha petra rin, dit-te, Efraim ? Ha petra rin dit-te, Youda ? Rak ho karantez a zo evel brumenn ar beure, evel ar glizh a steuz gwall-brim !

Voilà pourquoi j’ai frappé par mes prophètes, donné la mort par les paroles de ma bouche : mon jugement jaillit comme la lumière. Os 6, 5 : Setu perak em eus o diskolpet dre ar Brofeded, o lazhet dre gomzoù va genou ; ya, va barnedigezh a baro evel ur sklerijenn.

Je veux la fidélité, non le sacrifice, la connaissance de Dieu plus que les holocaustes. Os 6, 6 : Rak ar garantez eo ar pezh a fell din, ha n’eo ket ar sakrifisoù, anaoudegezh Doue kentoc’h eget al loskaberzhoù.

Mais, dans la ville d’Adame, eux, ils ont transgressé l’alliance, et là, ils m’ont trahi. Os 6, 7 : Int avat, en Adam, o deus traiset an Emglev, eno int bet trubarded em c’heñver.

Galaad, cité de malfaiteurs, est tachée de sang. Os 6, 8 : Galaad a zo ur gêr a dorfedourien, o tougen warno saotroù-gwad.

Sur la route de Sichem, une bande de prêtres assassinent comme des brigands en embuscade : voilà les horreurs qu’ils commettent ! Os 6, 9 : Evel laeron war c’hed, ur vandenn a veleien a lazh an dud war hent Sikem, rak ober a reont traoù mezhus.

Dans la maison d’Israël, j’ai vu des choses monstrueuses, là où se prostitue Éphraïm, où Israël se rend impur. Os 6, 10 : E tiegezh Israel em eus gwelet un dra euzhus : eno ez a Efraim d’en em reiñ d’an orged, hag Israel d’en em saotrañ.

Pour toi aussi, Juda, je prépare une moisson : je changerai le sort de mon peuple. Os 6, 11 : Evidout ivez, Youda, em eus aozet un trevad, pa rin distreiñ prizonidi va fobl.