Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Nouveau Testament en breton » Evangile de Jésus-Christ selon saint Jean » Chapitre 13

Evangile de Jésus-Christ selon saint Jean - Chapitre 13

Levr : An Aviel hervez Sant Yann
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21

Chapitre 13



Avant la fête de la Pâque, sachant que l’heure était venue pour lui de passer de ce monde à son Père, Jésus, ayant aimé les siens qui étaient dans le monde, les aima jusqu’au bout. Jn 13, 1 : A-raok gouel Pask, Jezuz o c’houzout e oa deuet e eur da dremen eus ar bed-mañ davet e Dad, goude bezañ karet e re a oa er bed, o c’haras betek ar penn pellañ.

Au cours du repas, alors que le diable a déjà mis dans le cœur de Judas, fils de Simon l’Iscariote, l’intention de le livrer, Jn 13, 2 : E-kerz koan, p’en devoa dija an diaoul lakaet e kalon Judaz, mab Simon Iskariot, an diviz d’e zroukreiñ,

Jésus, sachant que le Père a tout remis entre ses mains, qu’il est sorti de Dieu et qu’il s’en va vers Dieu, Jn 13, 3 : Jezuz o c’houzout en deus an Tad lakaet pep tra etre e zaouarn, e oa deuet eus Doue hag e tistroe davet Doue,

se lève de table, dépose son vêtement, et prend un linge qu’il se noue à la ceinture ; Jn 13, 4 : a sav diouzh taol, a denn diwarnañ e zilhad, ha goude bezañ kemeret ul lienenn, e lak anezhi en-dro d’e zargreiz ;

puis il verse de l’eau dans un bassin. Alors il se mit à laver les pieds des disciples et à les essuyer avec le linge qu’il avait à la ceinture. Jn 13, 5 : neuze e taol dour en ur plad, hag en em laka da walc’hiñ treid e ziskibien ha d’o zorchañ gant al lienenn a oa en-dro dezhañ.

Il arrive donc à Simon-Pierre, qui lui dit : « C’est toi, Seigneur, qui me laves les pieds ? » Jn 13, 6 : Dont a reas eta da Simon-Pêr, hag hemañ da lavarout dezhañ : « Aotrou, te gwalc’hiñ va zreid din-me ? »

Jésus lui répondit : « Ce que je veux faire, tu ne le sais pas maintenant ; plus tard tu comprendras. » Jn 13, 7 : Respont a reas Jezuz dezhañ en ur lavarout : « Ar pezh a ran-me n’her c’homprenez ket bremañ, met anavezout a ri diwezhatoc’h ».

Pierre lui dit : « Tu ne me laveras pas les pieds ; non, jamais ! » Jésus lui répondit : « Si je ne te lave pas, tu n’auras pas de part avec moi. » Jn 13, 8 : Lavarout a reas Pêr dezhañ : « Nann, ne walc’hi ket va zreid din biken ». Jezuz a respontas dezhañ : « Mar ne walc’han ket ac’hanout, n’az po ket lod ganin ».

Simon-Pierre lui dit : « Alors, Seigneur, pas seulement les pieds, mais aussi les mains et la tête ! » Jn 13, 9 : Lavarout a reas Simon-Pêr dezhañ : « Neuze, Aotrou, n’eo ket hepken va zreid, met ivez va daouarn ha va fenn ».

Jésus lui dit : « Quand on vient de prendre un bain, on n’a pas besoin de se laver, sinon les pieds : on est pur tout entier. Vous-mêmes, vous êtes purs, mais non pas tous. » Jn 13, 10 : Lavarout a reas Jezuz dezhañ : « An hini a zo bet en dour n’en deus mui ezhomm nemet da walc’hiñ e dreid, rak glan eo penn-da-benn. Ha c’hwi, glan ez oc’h, met n’oc’h ket holl ».

Il savait bien qui allait le livrer ; et c’est pourquoi il disait : « Vous n’êtes pas tous purs. » Jn 13, 11 : Rak anavezout a rae piv a zlee e werzhañ ; setu perak en devoa lavaret : N’oc’h ket glan holl.

Quand il leur eut lavé les pieds, il reprit son vêtement, se remit à table et leur dit : « Comprenez-vous ce que je viens de faire pour vous ? Jn 13, 12 : Goude bezañ eta gwalc’het o zreid dezho, e adkemeras e wiskamant, ez eas adarre ouzh taol, hag e lavaras dezho : « Ha kompren a rit-hu ar pezh am eus graet deoc’h ?

Vous m’appelez “Maître” et “Seigneur”, et vous avez raison, car vraiment je le suis. Jn 13, 13 : Va envel a rit Mestr hag Aotrou, ha mat a lavarit, rak kement-se on.

Si donc moi, le Seigneur et le Maître, je vous ai lavé les pieds, vous aussi, vous devez vous laver les pieds les uns aux autres. Jn 13, 14 : M’em eus eta, me, ho Mestr hag hoc’h Aotrou, gwalc’het ho treid deoc’h, c’hwi ivez a zle gwalc’hiñ ho treid an eil d’egile.

C’est un exemple que je vous ai donné afin que vous fassiez, vous aussi, comme j’ai fait pour vous. Jn 13, 15 : Rak skouer am eus roet deoc’h, evit ma reot evel m’am eus graet deoc’h.

Amen, amen, je vous le dis : un serviteur n’est pas plus grand que son maître, ni un envoyé plus grand que celui qui l’envoie. Jn 13, 16 : E gwirionez, e gwirionez, m’hen lavar deoc’h : n’eo ket ar servijer brasoc’h eget e vestr, nag ar c’hannad a-us d’an hini en deus e gaset.

Sachant cela, heureux êtes-vous, si vous le faites. Jn 13, 17 : Ma ouzoc’h an traoù-se, e vezot evurus, gant ma reot diouto ».

Ce n’est pas de vous tous que je parle. Moi, je sais quels sont ceux que j’ai choisis, mais il faut que s’accomplisse l’Écriture : Celui qui mange le pain avec moi m’a frappé du talon. Jn 13, 18 : « N’eo ket diwar ho penn holl e komzan ; gouzout a ran pere am eus dibabet. Met evit ma teuio da wir ar Skritur : An hini a veze o tebriñ eus va bara, en deus savet e seul a-enep din.

Je vous dis ces choses dès maintenant, avant qu’elles n’arrivent ; ainsi, lorsqu’elles arriveront, vous croirez que moi, JE SUIS. Jn 13, 19 : A-vremañ e lavaran deoc’h an dra-se a-raok ma tegouezho, evit ma kredot pa c’hoarvezo, ez on me an hini o vezañ.

Amen, amen, je vous le dis : si quelqu’un reçoit celui que j’envoie, il me reçoit moi-même ; et celui qui me reçoit, reçoit Celui qui m’a envoyé. » Jn 13, 20 : E gwirionez, e gwirionez, me 'lavar deoc’h, an neb a zegemer an hini a gasan, am degemer va-unan. Hag an hini am degemer a zegemer an Hini en deus va c’haset ».

Après avoir ainsi parlé, Jésus fut bouleversé en son esprit, et il rendit ce témoignage : « Amen, amen, je vous le dis : l’un de vous me livrera. » Jn 13, 21 : Goude bezañ lavaret an traoù-se, Jezuz a voe strafuilhet e spered hag e tisklerias fraezh kement-mañ : « E gwirionez, e gwirionez, me 'lavar deoc’h, unan ac’hanoc’h a ya d’am gwerzhañ ».

Les disciples se regardaient les uns les autres avec embarras, ne sachant pas de qui Jésus parlait. Jn 13, 22 : Sellout a rae an diskibien an eil ouzh egile, o ’n em c’houlenn eus piv e komze.

Il y avait à table, appuyé contre Jésus, l’un de ses disciples, celui que Jésus aimait. Jn 13, 23 : Hogen unan eus an diskibien a oa gourvezet ouzh taol war galon Jezuz, an hini a gare Jezuz anezhañ.

Simon-Pierre lui fait signe de demander à Jésus de qui il veut parler. Jn 13, 24 : Ha Simon-Pêr da wignal dezhañ ha da lavarout : « Goulenn eta piv eo an hini a gomz diwar e benn ? »

Le disciple se penche donc sur la poitrine de Jésus et lui dit : « Seigneur, qui est-ce ? » Jn 13, 25 : Hag hennezh o soublañ evel-se war vruched Jezuz a c’houlennas outañ : « Aotrou, piv eo ? »

Jésus lui répond : « C’est celui à qui je donnerai la bouchée que je vais tremper dans le plat. » Il trempe la bouchée, et la donne à Judas, fils de Simon l’Iscariote. Jn 13, 26 : Ha Jezuz da respont dezhañ : « An hini ez an da soubañ un tamm evitañ hag a roin dezhañ ». Hag o vezañ soubet un tamm bara, e roas anezhañ da Judaz, mab Simon Iskariot,

Et, quand Judas eut pris la bouchée, Satan entra en lui. Jésus lui dit alors : « Ce que tu fais, fais-le vite. » Jn 13, 27 : ha goude debriñ an tamm-se ez eas Satan ennañ. Ha Jezuz a lavaras dezhañ : « Ar pezh a rez, her gra buan ».

Mais aucun des convives ne comprit pourquoi il lui avait dit cela. Jn 13, 28 : Met hini ebet ouzh taol ne gomprenas perak en devoa lavaret an dra-se dezhañ.

Comme Judas tenait la bourse commune, certains pensèrent que Jésus voulait lui dire d’acheter ce qu’il fallait pour la fête, ou de donner quelque chose aux pauvres. Jn 13, 29 : Hiniennoù a soñje ganto e oa dre m’edo ar yalc’h gant Judaz en devoa lavaret Jezuz dezhañ : « Pren ar pezh hon eus ezhomm evit ar gouel » pe « Ro un dra bennak d’ar beorien ».

Judas prit donc la bouchée, et sortit aussitôt. Or il faisait nuit. Jn 13, 30 : Hennezh eta, o vezañ kemeret an tamm-se, a yeas er-maez raktal. Noz a oa anezhi.

Quand il fut sorti, Jésus déclara : « Maintenant le Fils de l’homme est glorifié, et Dieu est glorifié en lui. Jn 13, 31 : Neuze pa voe aet er-maez, e lavaras Jezuz : « Bremañ eo bet roet gloar da Vab an Den, hag ennañ eo bet roet gloar da Zoue.

Si Dieu est glorifié en lui, Dieu aussi le glorifiera ; et il le glorifiera bientôt. Jn 13, 32 : Ma-z eo bet ennañ roet gloar da Zoue, Doue d’e dro ennañ e-unan a roio gloar dezhañ ; ya, prestik e roio gloar dezhañ.

Petits enfants, c’est pour peu de temps encore que je suis avec vous. Vous me chercherez, et, comme je l’ai dit aux Juifs : “Là où je vais, vous ne pouvez pas aller”, je vous le dis maintenant à vous aussi. Jn 13, 33 : Va bugaligoù, nemet evit ur pennadig n’emaon ken ganeoc’h. Va c’hlask a reot ; hag evel m’am eus lavaret d’ar Yuzevien : d’al lec’h ma-z an, n’oc’h ket evit dont, deoc’h ivez e lavaran se bremañ.

Je vous donne un commandement nouveau : c’est de vous aimer les uns les autres. Comme je vous ai aimés, vous aussi aimez-vous les uns les autres. Jn 13, 34 : Ur gourc’hemenn nevez a roan deoc’h, en em garout an eil egile ; evel ma ’m eus ho karet, evel-se c’hwi ivez en em garit an eil egile.

À ceci, tous reconnaîtront que vous êtes mes disciples : si vous avez de l’amour les uns pour les autres. » Jn 13, 35 : Diouzh ar garantez ho po an eil evit egile e anavezo an holl ez oc’h va diskibien ».

Simon-Pierre lui dit : « Seigneur, où vas-tu ? » Jésus lui répondit : « Là où je vais, tu ne peux pas me suivre maintenant ; tu me suivras plus tard. » Jn 13, 36 : Lavarout a reas Simon-Pêr dezhañ : « Aotrou, da belec’h ez ez eta ? » - « d’al lec’h ma-z an, a respontas Jezuz, n’out ket evit dont war va lerc’h bremañ ; met va heuliañ a ri diwezhatoc’h ».

Pierre lui dit : « Seigneur, pourquoi ne puis-je pas te suivre à présent ? Je donnerai ma vie pour toi ! » Jn 13, 37 : Ha Pêr da lavarout dezhañ : « Perak n’hellan ket da heuliañ a-vremañ ? Va buhez a roin evidout ».

Jésus réplique : « Tu donneras ta vie pour moi ? Amen, amen, je te le dis : le coq ne chantera pas avant que tu m’aies renié trois fois. Jn 13, 38 : Jezuz a respontas dezhañ : « Da vuhez a roi evidon ? E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit : n’en devo ket kanet ar c’hilhog m’az po va dinac’het dre deir gwech ».