Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Nouveau Testament en breton » Evangile de Jésus-Christ selon saint Jean » Chapitre 15

Evangile de Jésus-Christ selon saint Jean - Chapitre 15

Levr : An Aviel hervez Sant Yann
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21

Chapitre 15



Moi, je suis la vraie vigne, et mon Père est le vigneron. Jn 15, 1 : « Me eo ar winienn wirion, ha va Zad eo al labourer.

Tout sarment qui est en moi, mais qui ne porte pas de fruit, mon Père l’enlève ; tout sarment qui porte du fruit, il le purifie en le taillant, pour qu’il en porte davantage. Jn 15, 2 : Kement skourr ennon na zoug ket a frouezh, e lemel a ra kuit, ha kement hini a zoug frouezh, e naetaat a ra, e grennañ a ra evit ma tougo muioc’h.

Mais vous, déjà vous voici purifiés grâce à la parole que je vous ai dite. Jn 15, 3 : Adal bremañ ez oc’h naet, abalamour d’ar Gomz am eus lavaret deoc’h.

Demeurez en moi, comme moi en vous. De même que le sarment ne peut pas porter de fruit par lui-même s’il ne demeure pas sur la vigne, de même vous non plus, si vous ne demeurez pas en moi. Jn 15, 4 : Chomit ennon, ha me ennoc’h. Evel n’hell ket ar skourr dougen frouezh anezhañ e-unan, ma ne chom ket stag ouzh ar winienn, evel-se na c’hwi kennebeut ma ne chomit ket ennon.

Moi, je suis la vigne, et vous, les sarments. Celui qui demeure en moi et en qui je demeure, celui-là porte beaucoup de fruit, car, en dehors de moi, vous ne pouvez rien faire. Jn 15, 5 : Me eo ar winienn ha c’hwi ar skourroù. An hini a chom ennon ha me ennañ, hennezh a zoug kalz a frouezh ; rak hepdon n’hellit ober netra.

Si quelqu’un ne demeure pas en moi, il est, comme le sarment, jeté dehors, et il se dessèche. Les sarments secs, on les ramasse, on les jette au feu, et ils brûlent. Jn 15, 6 : Met an neb na chomo ket ennon, a vo taolet er-maez evel ar skourr a zisec’h, hag a vez dastumet ha stlapet en tan, da zeviñ.

Si vous demeurez en moi, et que mes paroles demeurent en vous, demandez tout ce que vous voulez, et cela se réalisera pour vous. Jn 15, 7 : Ma chomit ennon ha ma chom va c’homzoù ennoc’h, goulennit kement a garot hag e tegouezho deoc’h.

Ce qui fait la gloire de mon Père, c’est que vous portiez beaucoup de fruit et que vous soyez pour moi des disciples. Jn 15, 8 : Setu petra a ro gloar d’am Zad : ma tougfec’h frouezh e-leizh ha ma teufec’h da vezañ va diskibien.

Comme le Père m’a aimé, moi aussi je vous ai aimés. Demeurez dans mon amour. Jn 15, 9 : Evel m’en deus va Zad va c’haret, evel-se em eus me ivez ho karet. Chomit em c’harantez.

Si vous gardez mes commandements, vous demeurerez dans mon amour, comme moi, j’ai gardé les commandements de mon Père, et je demeure dans son amour. Jn 15, 10 : Ma virit va gourc’hemennoù, e chomot em c’harantez, evel m’em eus miret me gourc’hemennoù va Zad ha ma choman en e garantez.

Je vous ai dit cela pour que ma joie soit en vous, et que votre joie soit parfaite. Jn 15, 11 : An traoù-se am eus lavaret deoc’h evit ma vezo ennoc’h va levenez, ha ma vezo leun ho levenez.

Mon commandement, le voici : Aimez-vous les uns les autres comme je vous ai aimés. Jn 15, 12 : « Hemañ eo va gourc’hemenn-me : en em garit an eil egile, evel m’am eus ho karet.

Il n’y a pas de plus grand amour que de donner sa vie pour ceux qu’on aime. Jn 15, 13 : N’en deus den brasoc’h karantez eget reiñ e vuhez evit e vignoned.

Vous êtes mes amis si vous faites ce que je vous commande. Jn 15, 14 : C’hwi eo va mignoned, ma rit ar pezh a c’hourc’hemennan-me deoc’h.

Je ne vous appelle plus serviteurs, car le serviteur ne sait pas ce que fait son maître ; je vous appelle mes amis, car tout ce que j’ai entendu de mon Père, je vous l’ai fait connaître. Jn 15, 15 : Ne ran ket mui servijerien ac’hanoc’h ; rak ar servijer ne oar ket petra 'ra e vestr ; mignoned avat am eus graet ac’hanoc’h, rak kement am eus klevet digant va Zad am eus roet deoc’h da anavezout.

Ce n’est pas vous qui m’avez choisi, c’est moi qui vous ai choisis et établis, afin que vous alliez, que vous portiez du fruit, et que votre fruit demeure. Alors, tout ce que vous demanderez au Père en mon nom, il vous le donnera. Jn 15, 16 : N’eo ket c’hwi hoc’h eus va dibabet ; me eo am eus ho tibabet hag ho lakaet e karg evit ma-z eot ha ma tougot frouezh ha ma pado ho frouezh, evit ma roio deoc’h va Zad em anv kement a c’houlennot digantañ.

Voici ce que je vous commande : c’est de vous aimer les uns les autres. Jn 15, 17 : An dra-se eo a c’hourc’hemennan deoc’h, en em garout an eil egile.

Si le monde a de la haine contre vous, sachez qu’il en a eu d’abord contre moi. Jn 15, 18 : « M’en deus ar bed kasoni ouzhoc’h, gouezit en deus bet da gentañ kasoni ouzhin.

Si vous apparteniez au monde, le monde aimerait ce qui est à lui. Mais vous n’appartenez pas au monde, puisque je vous ai choisis en vous prenant dans le monde ; voilà pourquoi le monde a de la haine contre vous. Jn 15, 19 : Ma vijec’h eus ar bed e karje ar bed e beadra ; met dre ma n’oc’h ket eus ar bed, dre m’am eus ho tibabet eus a-douez ar bed, abalamour da se en deus ar bed kasoni ouzhoc’h.

Rappelez-vous la parole que je vous ai dite : un serviteur n’est pas plus grand que son maître. Si l’on m’a persécuté, on vous persécutera, vous aussi. Si l’on a gardé ma parole, on gardera aussi la vôtre. Jn 15, 20 : Ho pet soñj eus ar gomz am eus lavaret deoc’h : N’eo ket ar mevel brasoc’h eget e vestr. M’o deus va gwallgaset, c’hwi ivez a vo gwallgaset ganto ; m’o deus miret va c’homz, e virint ivez hoc’h hini.

Les gens vous traiteront ainsi à cause de mon nom, parce qu’ils ne connaissent pas Celui qui m’a envoyé. Jn 15, 21 : Met an holl draoù-se a raint a-enep deoc’h en abeg d’am anv, dre ma n’anavezont ket an Hini en deus va c’haset.

Si je n’étais pas venu, si je ne leur avais pas parlé, ils n’auraient pas de péché ; mais à présent ils sont sans excuse pour leur péché. Jn 15, 22 : Mar ne vijen ket deuet ha mar n’em bije ket komzet outo, n’o dije pec’hed ebet ; met bremañ n’o deus digarez ebet d’o fec’hed.

Celui qui a de la haine contre moi a de la haine aussi contre mon Père. Jn 15, 23 : An hini en deus kas ouzhin a gasa ivez va Zad.

Si je n’avais pas fait parmi eux ces œuvres que personne d’autre n’a faites, ils n’auraient pas de péché. Mais à présent, ils ont vu, et ils sont remplis de haine contre moi et contre mon Père. Jn 15, 24 : Mar n’em bije ket graet en o zouez an oberoù-se n’en deus den all ebet graet biskoazh n’o dije ket a bec’hed ; met bremañ, goude gwelout, o deus kasoni ouzhin hag ouzh va Zad ;

Ainsi s’est accomplie cette parole écrite dans leur Loi : Ils m’ont haï sans raison. Jn 15, 25 : met evel-se 'mañ evit ma teuio da wir ar Gomz a zo skrivet en o Lezenn : Va c’hasaet o deus hep abeg.

Quand viendra le Défenseur, que je vous enverrai d’auprès du Père, lui, l’Esprit de vérité qui procède du Père, il rendra témoignage en ma faveur. Jn 15, 26 : « Hogen pa zeuio ar Frealzer a gasin-me deoc’h a-berzh va Zad, ar Spered a wirionez a zeu eus an Tad, e roio testeni diwar va fenn ;

Et vous aussi, vous allez rendre témoignage, car vous êtes avec moi depuis le commencement. Jn 15, 27 : ha c’hwi ivez a zougo testeni, rak adalek ar penn kentañ emaoc’h ganin.



🎧 Podkastoù diwar-benn ar pennad-mañ

🎙 Voir l'émission sur RCF

Ar radio RCF Penn ar Bed a ginnig un abadenn bemdeziek e brezhoneg, diwar-benn Aviel an deiz. Lennet e vez Aviel an deiz, ha displeget e vez war-lerc'h gant ur beleg, evit mont donoc'h e-barzh komz an Aotrou Doue. Adkavit podkastoù ar bloavezhioù tremenet liammet gant pennad al levr-mañ.


📅 D'al Lun 11 a viz Mae 2026

📅 D'ar Sadorn 9 a viz Mae 2026

📅 D'ar Gwener 8 a viz Mae 2026

📅 D'ar Yaou 7 a viz Mae 2026

📅 D'ar Merc'her 6 a viz Mae 2026

📅 D'al Lun 23 a viz C'hwevrer 2026

📅 D'ar Sadorn 24 a viz Mae 2025
Yann 15, 18-21 - Gant Jean Simier ha Mariannic Trebaol eo displeget an Aviel.
📅 D'ar Yaou 22 a viz Mae 2025
Yann 15, 9-11 - Gant Jean Simier ha Mariannic Trebaol eo displeget dans Aviel.
📅 D'ar Merc'her 21 a viz Mae 2025
Yann 15, 1-8 - Gant Jean Simier ha Mariannic Trebaol eo displeget dans Aviel.
📅 D'ar Merc'her 14 a viz Mae 2025
Yann 15, 9-17 - Gant Guillemette In eo displeget an Aviel.
📅 D'ar Sul 19 a viz Mae 2024
Yann 15, 26-27 ha 16, 12-15 - Gant Mariannick Trébaol eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Meurzh 14 a viz Mae 2024
Yann 15, 9-17 - Gant Guillemette In eo lennet ha displeget an Aviel.
📅 D'al Lun 6 a viz Mae 2024
Yann 15, 26 da 16, 4a - Gant Madalen eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Sul 5 a viz Mae 2024
Yann 15, 9-17 - Gant Madalen eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Sul 28 a viz Ebrel 2024
Yann 15, 1-8 - Gant Dominique Thépaut eo lennet ha displeget an Aviel.
📅 D'al Lun 15 a viz Mae 2023
Yann 15, 26 da 16, 4 - Gant Marin eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Gwener 12 a viz Mae 2023
Yann 15, 12-17 - Gant Madalen eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Yaou 11 a viz Mae 2023
Yann 15, 9-11 - Gant Madalen eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Merc'her 10 a viz Mae 2023
Yann 15, 1-8 - Gant Madalen eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Gwener 2 a viz Gwengolo 2022
Yann 15, 18-21 - E-unan emañ Dominique Thépaut er mintin-mañ.
📅 D'al Lun 23 a viz Mae 2022
Yn 15, 26 – 16, 4a - Gant Denise eo lennet an Aviel er mintin-mañ.
📅 D'ar Gwener 20 a viz Mae 2022
Yann 15, 12-17 - Gant Mariannick Trébaol eo lennet an Aviel er mintin-mañ.
📅 D'ar Yaou 19 a viz Mae 2022
Yann 15, 9-11 - Gant Mariannick Trébaol eo lennet an Aviel er mintin-mañ.
📅 D'ar Merc'her 18 a viz Mae 2022
Yann 15, 1-8 - Gant Mariannick Trébaol eo lennet an Aviel er mintin-mañ.
📅 D'ar Yaou 2 a viz Gwengolo 2021
Yn 15, 18-21 - E-unan emañ Dominique Thépaut er mintin-mañ.
📅 D'ar Gwener 14 a viz Mae 2021
Yn 15, 9-17 - E-unan emañ Kaourintin er mintin-mañ.
📅 D'ar Yaou 6 a viz Mae 2021
Yn 15, 9-11 - Gant Madalen eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Yaou 23 a viz Gouere 2020
Yn 15, 1-7 - An Aviel lennet gant Mariannick Trébaol.
📅 D'al Lun 18 a viz Mae 2020
Yn 15, 26 da 16, 4a - An Aviel lennet gant Mariannick Trébaol.
📅 D'al Lun 2 a viz Gwengolo 2019
Yn 15, 18-21 - An Aviel lennet gant Annick Miossec.

⇧ Retourner en haut de page