Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Nouveau Testament en breton » Evangile de Jésus-Christ selon saint Jean » Chapitre 20

Evangile de Jésus-Christ selon saint Jean - Chapitre 20

Levr : An Aviel hervez Sant Yann
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21

Chapitre 20



Le premier jour de la semaine, Marie Madeleine se rend au tombeau de grand matin ; c’était encore les ténèbres. Elle s’aperçoit que la pierre a été enlevée du tombeau. Jn 20, 1 : Neuze an deiz kentañ eus ar sizhun, abred diouzh ar beure, p’edo teñval c’hoazh e teuas Mari-Madalen d’ar bez, hag e welas ar maen lamet kuit a-ziwar toull ar bez.

Elle court donc trouver Simon-Pierre et l’autre disciple, celui que Jésus aimait, et elle leur dit : « On a enlevé le Seigneur de son tombeau, et nous ne savons pas où on l’a déposé. » Jn 20, 2 : Hag hi da redek ha da vont da gaout Simon-Pêr hag an diskibl all karet gant Jezuz, ha lavarout a reas dezho : « Kemeret o deus an Aotrou eus ar bez, ha n’ouzomp ket pelec’h o deus e lakaet ».

Pierre partit donc avec l’autre disciple pour se rendre au tombeau. Jn 20, 3 : Neuze ez eas Pêr hag an diskibl all er-maez evit mont d’ar bez.

Ils couraient tous les deux ensemble, mais l’autre disciple courut plus vite que Pierre et arriva le premier au tombeau. Jn 20, 4 : Redek a raent o-daou war un dro, met an diskibl all a redas er penn a-raok buanoc’h eget Pêr, hag a zegouezhas da gentañ e-kichen ar bez.

En se penchant, il s’aperçoit que les linges sont posés à plat ; cependant il n’entre pas. Jn 20, 5 : O vezañ soublet e benn, e welas ar bandennoù war an douar ; ha koulskoude n’eas ket e-barzh.

Simon-Pierre, qui le suivait, arrive à son tour. Il entre dans le tombeau ; il aperçoit les linges, posés à plat, Jn 20, 6 : Simon-Pêr neuze a zegouezhas d’e dro, o tont war e lerc’h ; mont a reas er bez hag e welas ar bandennoù war-c’horre an douar,

ainsi que le suaire qui avait entouré la tête de Jésus, non pas posé avec les linges, mais roulé à part à sa place. Jn 20, 7 : hag al lienenn a oa bet war e benn : homañ avat ne oa ket gant ar bandennoù, met rollet a-gostez en ul lec’h all.

C’est alors qu’entra l’autre disciple, lui qui était arrivé le premier au tombeau. Il vit, et il crut. Jn 20, 8 : Neuze an diskibl all, degouezhet da gentañ er bez, a yeas ivez e-barzh ; gwelout a reas hag e kredas.

Jusque-là, en effet, les disciples n’avaient pas compris que, selon l’Écriture, il fallait que Jésus ressuscite d’entre les morts. Jn 20, 9 : Rak n’o devoa ket c’hoazh komprenet ar Skritur o lavarout e tlee adsevel a-douez ar re varv.

Ensuite, les disciples retournèrent chez eux. Jn 20, 10 : Goude-se e tistroas an diskibien d’ar gêr.

Marie Madeleine se tenait près du tombeau, au-dehors, tout en pleurs. Et en pleurant, elle se pencha vers le tombeau. Jn 20, 11 : Mari avat a chome e-tal ar bez er-maez, o ouelañ. Evel ma leñve, e stouas da sellout er bez.

Elle aperçoit deux anges vêtus de blanc, assis l’un à la tête et l’autre aux pieds, à l’endroit où avait reposé le corps de Jésus. Jn 20, 12 : Hag e welas daou Ael gwisket e gwenn, azezet, unan ouzh ar penn hag egile ouzh an treid eus al lec’h ma oa bet gourvezet korf Jezuz.

Ils lui demandent : « Femme, pourquoi pleures-tu ? » Elle leur répond : « On a enlevé mon Seigneur, et je ne sais pas où on l’a déposé. » Jn 20, 13 : Lavarout a rejont dezhi : « Maouez, perak e ouelez ? » Hag e respontas dezho : « Dre m’o deus douget kuit va Aotrou, ha n’ouzon ket pelec’h o deus e lakaet ».

Ayant dit cela, elle se retourna ; elle aperçoit Jésus qui se tenait là, mais elle ne savait pas que c’était Jésus. Jn 20, 14 : Goude bezañ lavaret se, e troas war-dreñv hag e welas Jezuz en e sav ; met ne ouie ket e oa Jezuz

Jésus lui dit : « Femme, pourquoi pleures-tu ? Qui cherches-tu ? » Le prenant pour le jardinier, elle lui répond : « Si c’est toi qui l’as emporté, dis-moi où tu l’as déposé, et moi, j’irai le prendre. » Jn 20, 15 : « Maouez, eme Jezuz dezhi, perak e ouelez ? Piv a glaskez ? » Hi o soñjal ganti e oa al liorzhour, a lavaras dezhañ : « Aotrou, ma-z eo te ac’h eus e savet kuit, lavar din pelec’h ec’h eus e lakaet, ma-z in d’e gemer ».

Jésus lui dit alors : « Marie ! » S’étant retournée, elle lui dit en hébreu : « Rabbouni ! », c’est-à-dire : Maître. Jn 20, 16 : Jezuz da lavarout dezhi : « Mari ! » Hag hi da zistreiñ ha da lavarout en hebraeg : « Rabbouni ! » da lavarout eo « Mestr ».

Jésus reprend : « Ne me retiens pas, car je ne suis pas encore monté vers le Père. Va trouver mes frères pour leur dire que je monte vers mon Père et votre Père, vers mon Dieu et votre Dieu. » Jn 20, 17 : Jezuz a lavaras dezhi : « Na douch ket ouzhin, rak n’on ket pignet c’hoazh davet va Zad ; met kae da gaout va breudeur ha lavar dezho : Pignat a ran davet va Zad hag ho Tad, va Doue hag ho Toue ».

Marie Madeleine s’en va donc annoncer aux disciples : « J’ai vu le Seigneur ! », et elle raconta ce qu’il lui avait dit. Jn 20, 18 : Dont a reas eta Mari-Madalen o tegemenn d’an diskibien he devoa gwelet an Aotrou, hag en devoa lavaret dezhi an traoù-se.

Le soir venu, en ce premier jour de la semaine, alors que les portes du lieu où se trouvaient les disciples étaient verrouillées par crainte des Juifs, Jésus vint, et il était là au milieu d’eux. Il leur dit : « La paix soit avec vous ! » Jn 20, 19 : Evel ma oa an noz, d’an deiz-se, ar c’hentañ eus ar sizhun, serret ma oa an dorioù war al lec’h ma oa bodet an diskibien gant aon rak ar Yuzevien, e teuas Jezuz, hag o chom en e sav en o c’hreiz, e lavaras dezho : « Ar peoc’h ra vo ganeoc’h ! »

Après cette parole, il leur montra ses mains et son côté. Les disciples furent remplis de joie en voyant le Seigneur. Jn 20, 20 : Ha goude bezañ lavaret an dra-se, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e gostez. Karget e voe an ebestel a levenez, o welout an Aotrou.

Jésus leur dit de nouveau : « La paix soit avec vous ! De même que le Père m’a envoyé, moi aussi, je vous envoie. » Jn 20, 21 : Un eil gwech e lavaras dezho : « Ar peoc’h ra vo ganeoc’h ! Evel m’en deus an Tad kaset ac’hanon, evel-se me ivez a gas ac’hanoc’h ».

Ayant ainsi parlé, il souffla sur eux et il leur dit : « Recevez l’Esprit Saint. Jn 20, 22 : Ha goude lavarout se, e c’hwezhas warno hag e lavaras dezho : « Resevit ar Spered Glan.

À qui vous remettrez ses péchés, ils seront remis ; à qui vous maintiendrez ses péchés, ils seront maintenus. » Jn 20, 23 : Da biv bennak e pardonot e bec’hedoù, dezhañ e vezint pardonet, ha da biv bennak e talc’hot anezho, e vezint dalc’het dezhañ ».

Or, l’un des Douze, Thomas, appelé Didyme (c’est-à-dire Jumeau), n’était pas avec eux quand Jésus était venu. Jn 20, 24 : Hogen Tomaz, unan eus an Daouzek, an hini anvet Didimos (ar Gevell), ne oa ket ganto pa oa deuet Jezuz.

Les autres disciples lui disaient : « Nous avons vu le Seigneur ! » Mais il leur déclara : « Si je ne vois pas dans ses mains la marque des clous, si je ne mets pas mon doigt dans la marque des clous, si je ne mets pas la main dans son côté, non, je ne croirai pas ! » Jn 20, 25 : An diskibien all a lavaras dezhañ : « Gwelet hon eus an Aotrou ». Eñ avat a respontas : « Mar ne welan ket en e zaouarn merk an tachoù, ha mar ne lakaan ket va dorn en e gostez, ne gredin ket ».

Huit jours plus tard, les disciples se trouvaient de nouveau dans la maison, et Thomas était avec eux. Jésus vient, alors que les portes étaient verrouillées, et il était là au milieu d’eux. Il dit : « La paix soit avec vous ! » Jn 20, 26 : Eizh deiz war-lerc’h, edo adarre an diskibien e-barzh, ha Tomaz ganto. Jezuz a zeuas-tre, an dorioù kloz, hag o chom en e sav en o c’hreiz, e lavaras : « Ar peoc’h ra vo ganeoc’h ! »

Puis il dit à Thomas : « Avance ton doigt ici, et vois mes mains ; avance ta main, et mets-la dans mon côté : cesse d’être incrédule, sois croyant. » Jn 20, 27 : Ha da c’houde e lavaras da Domaz : « Laka da viz amañ, ha sell ouzh va daouarn ; astenn da zorn, hag e laka em c’hostez, ha na vez ket diskredik, met kreder ».

Alors Thomas lui dit : « Mon Seigneur et mon Dieu ! » Jn 20, 28 : Ha Tomaz da respont ha da lavarout dezhañ : « Va Aotrou ha va Doue ».

Jésus lui dit : « Parce que tu m’as vu, tu crois. Heureux ceux qui croient sans avoir vu. » Jn 20, 29 : Lavarout a reas Jezuz dezhañ : « Dre m’ac’h eus va gwelet, Tomaz, e kredez. Evurus ar re n’o deus ket gwelet hag o deus kredet ».

Il y a encore beaucoup d’autres signes que Jésus a faits en présence des disciples et qui ne sont pas écrits dans ce livre. Jn 20, 30 : Kalz a vurzhudoù all a reas c’hoazh Jezuz dirak e ziskibien, ha n’int ket bet skrivet el levr-mañ.

Mais ceux-là ont été écrits pour que vous croyiez que Jésus est le Christ, le Fils de Dieu, et pour qu’en croyant, vous ayez la vie en son nom. Jn 20, 31 : Met ar re-mañ a zo bet skrivet evit ma kredot ez eo Jezuz ar C’hrist, ar Mab da Zoue, hag evit m’ho po dre ho feiz, ar vuhez en e anv.



🎧 Podkastoù diwar-benn ar pennad-mañ

🎙 Voir l'émission sur RCF

Ar radio RCF Penn ar Bed a ginnig un abadenn bemdeziek e brezhoneg, diwar-benn Aviel an deiz. Lennet e vez Aviel an deiz, ha displeget e vez war-lerc'h gant ur beleg, evit mont donoc'h e-barzh komz an Aotrou Doue. Adkavit podkastoù ar bloavezhioù tremenet liammet gant pennad al levr-mañ.


📅 D'ar Merc'her 22 a viz Gouere 2026
Pedenn an deiz gant Annaig Le Coz hag Hubert Arzel
📅 D'ar Gwener 3 a viz Gouere 2026

📅 D'ar Sul 24 a viz Mae 2026
Gouel ar Pantekost

📅 D'ar Sul 12 a viz Ebrel 2026
Eil sul Fask
Selaouerezed ha selaouerien gaer, lidañ a reomp hiziv eil Sul Fask, Sul an Drugare.
📅 D'ar Sul 12 a viz Ebrel 2026
Eil sul Fask
Selaouerezed ha selaouirien gaer, lidañ a reomp hiziv eil Sul Fask, Sul an Drugare.
📅 D'ar Meurzh 7 a viz Ebrel 2026

📅 D'ar Sul 5 a viz Ebrel 2026
Ar Sul Fask

📅 D'ar Sadorn 27 a viz Kerzu 2025

📅 D'ar Meurzh 22 a viz Gouere 2025
Yann 20, 11-18 - Gant Jean Simier ha Mariannick Trebaol eo displeget an Aviel.
📅 D'ar Yaou 3 a viz Gouere 2025
Yann 20, 24-29 - Gant Dominique Thépaut eo displeget an Aviel.
📅 D'ar Sul 27 a viz Ebrel 2025
Eil sul Fask
Yann 20, 19-29 - Gant Dominique Thépaut eo displeget an Aviel.
📅 D'ar Meurzh 22 a viz Ebrel 2025
Yann 20, 11-18 - Gant Dominique Thépaut eo displeget an Aviel.
📅 D'ar Sul 20 a viz Ebrel 2025
Ar Sul Fask
Yann 20, 1-9 - Gant Dominique Thépaut eo displeget an Aviel.
📅 D'ar Gwener 27 a viz Kerzu 2024
Yann 20, 2-8 - Gant Annaig Le Coz eo displeget an Aviel.
📅 D'al Lun 22 a viz Gouere 2024
Yann 20, 1 hag 11-18 - Gant Mariannick Trébaol eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Merc'her 3 a viz Gouere 2024
Yann 20, 24-29 - Gant Dominique Thépaut eo lennet ha displeget an Aviel.
📅 D'ar Sul 7 a viz Ebrel 2024
Yann 20, 19-31 - Gant Annick Miossec eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Sul 7 a viz Ebrel 2024
Yann 20, 19-31 - Gant Annick Miossec eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Meurzh 2 a viz Ebrel 2024
Yann 20, 11-18 - Gant Dominique Thépaut eo lennet ha displeget an Aviel.
📅 D'ar Meurzh 2 a viz Ebrel 2024
Yann 20, 11-18 - Gant Dominique Thépaut eo lennet ha displeget an Aviel.
📅 D'ar Merc'her 27 a viz Kerzu 2023
Yann 20, 2-8 - Gant Gwenole eo lennet an Aviel.
📅 D'al Lun 3 a viz Gouere 2023
Yann 20, 24-29 - Gant Madalen eo lennet an Aviel.
📅 D'ar Sul 28 a viz Mae 2023
Yann 20, 19-28 - Gant Dominique Th
📅 D'ar Sul 16 a viz Ebrel 2023
Yann 20, 19-31 - Gant Gwen eo lennet an Aviel er mintin-ma
📅 D'ar Meurzh 11 a viz Ebrel 2023
Yann 20, 11-18 - Gant Anne Bod
📅 D'ar Sul 9 a viz Ebrel 2023
Ar Sul Fask
Yann 20, 1-9 - Gant Anne Bod
📅 D'ar Meurzh 27 a viz Kerzu 2022
Yann 20, 2-8 - Gant Dominique Th
📅 D'ar Gwener 22 a viz Gouere 2022
Yann 20, 1 hag 11-18 - Gant Mariannick Trébaol eo lennet an Aviel er mintin-mañ.
📅 D'ar Sul 24 a viz Ebrel 2022
Yann 20, 19-29 - E-unan emañ Dominique Thépaut er mintin-mañ.
📅 D'ar Meurzh 19 a viz Ebrel 2022
Yann 20, 11-18 - Gant Simone eo lennet an Aviel er mintin-mañ.

⇧ Retourner en haut de page