Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Nouveau Testament en breton » Evangile de Jésus-Christ selon saint Luc » Chapitre 20

Evangile de Jésus-Christ selon saint Luc - Chapitre 20

Levr : An Aviel hervez Sant Lukaz
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24

Chapitre 20



Un de ces jours-là où Jésus, dans le Temple, enseignait le peuple et proclamait la Bonne Nouvelle, survinrent les grands prêtres et les scribes avec les anciens. Lc 20, 1 : Unan eus an deizioù-se m’edo o kelenn ar bobl en Templ, hag o kemenn ar C’heloù mat, e tegouezhas ar Veleien-Vras hag ar Skribed gant an Henaourien.

Ils lui demandèrent : « Dis-nous par quelle autorité tu fais cela ? Ou alors qui est celui qui t’a donné cette autorité ? » Lc 20, 2 : Hag e lavarjont dezhañ ar c’homzoù-mañ : « Lavar deomp dre beseurt galloud e rez kement-se, pe biv en deus roet dit ar galloud-se ? »

Il leur répliqua : « Moi aussi, je vais vous poser une question. Dites-moi : Lc 20, 3 : Hag e respontas dezho : « Ur goulenn a rin ouzhoc’h, me ivez. Lavarit din eta :

Le baptême de Jean venait-il du ciel ou des hommes ? » Lc 20, 4 : Badeziant Yann, daoust hag eus an Neñv e oa pe eus an dud ? »

Ils firent entre eux ce raisonnement : « Si nous disons : “Du ciel”, il va dire : “Pourquoi n’avez-vous pas cru à sa parole ?” Lc 20, 5 : Int a brederie enno o-unan : « Ma respontomp : eus an Neñv, e lavaro : Perak n’hoc’h eus ket kredet ennañ ?

Si nous disons : “Des hommes”, le peuple tout entier va nous lapider, car il est persuadé que Jean est un prophète. » Lc 20, 6 : Ha ma lavaromp : eus an dud, e vimp labezet gant an holl bobl, rak krediñ a reont start e oa Yann ur Profed ».

Et ils répondirent qu’ils ne savaient pas d’où il venait. Lc 20, 7 : Respont a rejont eta ne ouient ket eus pelec’h e teue.

Alors Jésus leur déclara : « Eh bien, moi non plus, je ne vous dis pas par quelle autorité je fais cela. » Lc 20, 8 : Ha Jezuz da lavarout dezho : « Na me kennebeut, ne lavarin ket deoc’h dre beseurt galloud e ran-me kement-se ».

Il se mit à dire au peuple la parabole que voici : « Un homme planta une vigne, loua celle-ci à des vignerons et partit en voyage pour un temps assez long. Lc 20, 9 : Hag e stagas da lavarout dirak ar bobl ar barabolenn-mañ : « Un den a oa, a blantas ur winieg ; he feurmiñ a reas da winierien hag ez eas evit pell amzer d’an estrenvro.

Le moment venu, il envoya un serviteur auprès des vignerons afin que ceux-ci lui remettent ce qui lui revenait du fruit de la vigne. Mais les vignerons, après l’avoir frappé, renvoyèrent le serviteur les mains vides. Lc 20, 10 : D’ar c’houlz merket, e kasas ur mevel da gaout ar winierien, ma rojent dezhañ eus frouezh ar winieg. Ar re-mañ avat e gasas kuit hep netra, goude bezañ skoet gantañ.

Le maître persista et envoya un autre serviteur ; celui-là aussi, après l’avoir frappé et humilié, ils le renvoyèrent les mains vides. Lc 20, 11 : Adarre e kasas dezho ur servijer all. Hag hemañ ivez a voe skoet, dismegañset ha kaset en-dro hep netra.

Le maître persista encore et il envoya un troisième serviteur ; mais après l’avoir blessé, ils le jetèrent dehors. Lc 20, 12 : Adarre e kasas un trede ; hag eñ ivez a voe gloazet ha taolet er-maez.

Le maître de la vigne dit alors : “Que vais-je faire ? Je vais envoyer mon fils bien-aimé : peut-être que lui, ils le respecteront !” Lc 20, 13 : Neuze e lavaras perc’henn ar winieg : Petra a rin ? Kas a rin dezho va mab muiañ-karet, marteze o devo doujañs outañ.

En le voyant, les vignerons se firent l’un à l’autre ce raisonnement : “Voici l’héritier. Tuons-le, pour que l’héritage soit à nous.” Lc 20, 14 : Met pa weljont anezhañ e tivizas ar winierien kenetrezo : Setu amañ ar pennhêr, lazhomp-eñ, ma tegouezho ganeomp an hêrezh.

Et, après l’avoir jeté hors de la vigne, ils le tuèrent. Que leur fera donc le maître de la vigne ? Lc 20, 15 : E stlepel a rejont er-maez eus ar winieg hag e lazhañ. Petra eta a ray dezho mestr ar winieg ?

Il viendra, fera périr ces vignerons et donnera la vigne à d’autres. » Les auditeurs dirent à Jésus : « Pourvu que cela n’arrive pas ! » Lc 20, 16 : Dont a raio, lakaat ar winierien-se d’ar marv ha reiñ ar winieg da dud all ». o klevout se e lavarjont : « Doue ra viro ».

Mais lui, posant son regard sur eux, leur dit : « Que signifie donc ce qui est écrit ? La pierre qu’ont rejetée les bâtisseurs est devenue la pierre d’angle. Lc 20, 17 : Eñ avat, gant e sell o parañ warno a lavaras : « Petra a dalv eta ar gerioù-mañ eus ar Skritur : Ar maen bet distaolet gant saverien an ti, hennezh a zo deuet da vezañ ar maen-korn uhelañ ?

Tout homme qui tombera sur cette pierre s’y brisera ; celui sur qui elle tombera, elle le réduira en poussière ! » Lc 20, 18 : An neb a gouezho war ar maen-se a vo brevet outañ hag an neb a gouezho ar maen-se warnañ a vo flastret ».

À cette heure-là, les scribes et les grands prêtres cherchèrent à mettre la main sur Jésus ; mais ils eurent peur du peuple. Ils avaient bien compris, en effet, qu’il avait dit cette parabole à leur intention. Lc 20, 19 : Neuze d’an eur-se e klaskas ar Skribed hag an Arc’hbeleien lakaat o daouarn warnañ ; nemet aon o devoa rak ar bobl. Rak komprenet o devoa e oa a-enep dezho en devoa lavaret ar barabolenn-se.

Ils se mirent alors à le surveiller et envoyèrent des espions qui jouaient le rôle d’hommes justes pour prendre sa parole en défaut, afin de le livrer à l’autorité et au pouvoir du gouverneur. Lc 20, 20 : Neuze e krogjont da deurel evezh-mat outañ hag e kasjont d’e gaout spierien hag a rafe van da vezañ tud reizh, evit e dapout en ur gomz bennak ha gallout e lakaat etre daouarn ha dindan c’halloud ar gouarnour.

Ceux-ci l’interrogèrent en disant : « Maître, nous le savons : tu parles et tu enseignes avec droiture, tu es impartial et tu enseignes le chemin de Dieu selon la vérité. Lc 20, 21 : Goulenn a rejont eta outañ : « Mestr, gout a ouzomp e komzez hag e kelennez gant lealded, ha ne sellez ket ouzh diavaez an dud, met kelenn a rez hent Doue, hervez ar wirionez.

Nous est-il permis, oui ou non, de payer l’impôt à César, l’empereur ? » Lc 20, 22 : Daoust hag aotreet eo deomp paeañ an truaj da Gaesar, pe n’eo ket ? »

Mais Jésus, percevant leur fourberie, leur dit : Lc 20, 23 : Eñ avat, o kompren mat o gwidre a respontas dezho :

« Montrez-moi une pièce d’argent. De qui porte-t-elle l’effigie et l’inscription ? – De César », répondirent-ils. Lc 20, 24 : « Diskouezit din un diner. Eus piv eo ar skeudenn hag an enskrivadur a zo warnañ ? » - « Eus Kaesar », emezo.

Il leur dit : « Alors rendez à César ce qui est à César, et à Dieu ce qui est à Dieu. » Lc 20, 25 : Neuze e lavaras Jezuz dezho : « Rentit eta da Gaesar ar pezh a zo da Gaesar, ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue ».

Ils furent incapables de le prendre en défaut devant le peuple en le faisant parler et, tout étonnés de sa réponse, ils gardèrent le silence. Lc 20, 26 : Ha ne c’helljont ket e dapout en e gomzoù dirak ar bobl ; ha souezhet-bras gant e respont, e tavjont.

Quelques sadducéens – ceux qui soutiennent qu’il n’y a pas de résurrection – s’approchèrent de Jésus Lc 20, 27 : Tostaat a reas hiniennoù eus ar Sadukeidi, ar re-se a lavar n’eus ket a zasorc’hidigezh. Goulenn a rejont outañ :

et l’interrogèrent : « Maître, Moïse nous a prescrit : Si un homme a un frère qui meurt en laissant une épouse mais pas d’enfant, il doit épouser la veuve pour susciter une descendance à son frère. Lc 20, 28 : « Mestr, Moizez en deus gourc’hemennet deomp : ma c’hoarvez da vreur unan bennak bezañ dimezet ha mervel divugel, e tle e vreur dimeziñ gant an intañvez, da sevel lignez d’e vreur.

Or, il y avait sept frères : le premier se maria et mourut sans enfant ; Lc 20, 29 : Bez’ e oa eta seizh breur ; an hini kentañ a zimezas hag a varvas dishêr.

de même le deuxième, Lc 20, 30 : Neuze an eil,

puis le troisième épousèrent la veuve, et ainsi tous les sept : ils moururent sans laisser d’enfants. Lc 20, 31 : hag an trede a gemeras an intañvez, hag evel-se o seizh e varvjont hep lezel bugale.

Finalement la femme mourut aussi. Lc 20, 32 : En diwezh, e varvas ar wreg ivez.

Eh bien, à la résurrection, cette femme-là, duquel d’entre eux sera-t-elle l’épouse, puisque les sept l’ont eue pour épouse ? » Lc 20, 33 : Ar wreg-se eta, d’an dasorc’hidigezh, da behini anezho e vo gwreg ? Rak o seizh o deus bet anezhi da bried ».

Jésus leur répondit : « Les enfants de ce monde prennent femme et mari. Lc 20, 34 : Ha Jezuz a respontas dezho : « Bugale ar bed-mañ a gemer gwaz pe wreg.

Mais ceux qui ont été jugés dignes d’avoir part au monde à venir et à la résurrection d’entre les morts ne prennent ni femme ni mari, Lc 20, 35 : Ar re a vo bet kavet dellezek eus ar bed all, hag eus an dasorc’h a-douez ar re varv, ne gemerint na gwaz na gwreg.

car ils ne peuvent plus mourir : ils sont semblables aux anges, ils sont enfants de Dieu et enfants de la résurrection. Lc 20, 36 : Rak n’hellont ken mervel, par ez int d’an Aelez ha mibien da Zoue, dre ma-z int mibien an dasorc’hidigezh.

Que les morts ressuscitent, Moïse lui-même le fait comprendre dans le récit du buisson ardent, quand il appelle le Seigneur le Dieu d’Abraham, Dieu d’Isaac, Dieu de Jacob. Lc 20, 37 : Hag ez adsavo ar re varv da vev, Moizez ivez en e gomzoù diwar-benn ar Bod, en deus her roet da gompren, pa ra eus an Aotrou : Doue Abraham, Izaag ha Jakob.

Il n’est pas le Dieu des morts, mais des vivants. Tous, en effet, vivent pour lui. » Lc 20, 38 : Doue n’eo ket un Doue tud varv, hogen un Doue tud vev. Rak an holl evitañ a zo bev ».

Alors certains scribes prirent la parole pour dire : « Maître, tu as bien parlé. » Lc 20, 39 : Hiniennoù eus ar Skribed a respontas dezhañ : « Mestr, komzet mat ec’h eus ».

Et ils n’osaient plus l’interroger sur quoi que ce soit. Lc 20, 40 : Ha ne gredent ken ober outañ goulennoù.

Jésus leur demanda : « Comment peut-on dire que le Christ est fils de David ? Lc 20, 41 : Lavarout a reas c’hoazh Jezuz dezho : « Penaos e c’heller lavarout ez eo ar C’hrist mab da Zavid ?

David lui-même dit, en effet, dans le livre des Psaumes : Le Seigneur a dit à mon Seigneur : Siège à ma droite Lc 20, 42 : Rak David e-unan a lavar e levr ar Salmoù : Lavaret en deus an Aotrou d’am Aotrou : Azez en tu dehou din,

jusqu’à ce que j’aie placé tes ennemis comme un escabeau sous tes pieds. Lc 20, 43 : betek ma 'm bo lakaet da enebourien da skabell dindan da dreid.

David l’appelle donc Seigneur : comment peut-il être son fils ? » Lc 20, 44 : David eta a ra Aotrou anezhañ. Penaos neuze e c’hell bezañ e vab ? »

Comme tout le peuple l’écoutait, il dit à ses disciples : Lc 20, 45 : Evel m’edo an holl bobl ouzh e selaou, e lavaras d’an diskibien :

« Méfiez-vous des scribes qui tiennent à se promener en vêtements d’apparat et qui aiment les salutations sur les places publiques, les sièges d’honneur dans les synagogues et les places d’honneur dans les dîners. Lc 20, 46 : « Diwallit diouzh ar Skribed a fell dezho bale gant saeoù hir, a gar ar saludoù war ar plasennoù, ar c’hadorioù kentañ er sinagogennoù hag ar plasoù a enor er banvezioù,

Ils dévorent les biens des veuves et, pour l’apparence, ils font de longues prières : ils seront d’autant plus sévèrement jugés. » Lc 20, 47 : int hag a zebr tiegezhioù an intañvezed, evito d’ober van da bediñ kalz. Rustoc’h a se e vint kondaonet ».