Aller au contenu
Accueil » Bible en breton » Nouveau Testament en breton » Evangile de Jésus-Christ selon saint Luc » Chapitre 7

Evangile de Jésus-Christ selon saint Luc - Chapitre 7

Levr : An Aviel hervez Sant Lukaz
Chapitre : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24

Chapitre 7



Lorsque Jésus eut achevé de faire entendre au peuple toutes ses paroles, il entra dans Capharnaüm. Lc 7, 1 : P’en devoe peurlavaret an holl gomzoù-se ouzh divskouarn ar bobl, e tistroas Jezuz da Gafarnaoum.

Il y avait un centurion dont un esclave était malade et sur le point de mourir ; or le centurion tenait beaucoup à lui. Lc 7, 2 : Hogen ur c’hantener a oa klañv e servijer ha tost da vervel ; hag e garout a rae kenañ.

Ayant entendu parler de Jésus, il lui envoya des notables juifs pour lui demander de venir sauver son esclave. Lc 7, 3 : O vezañ klevet komz diwar-benn Jezuz, e kasas d’e gaout un nebeut Henaourien eus ar Yuzevien, da c’houlenn outañ dont da saveteiñ e vevel.

Arrivés près de Jésus, ceux-ci le suppliaient instamment : « Il mérite que tu lui accordes cela. Lc 7, 4 : Ar re-mañ degouezhet gant Jezuz e aspede start, en ur lavarout dezhañ : « Dellezek eo e rafes kement-se evitañ,

Il aime notre nation : c’est lui qui nous a construit la synagogue. » Lc 7, 5 : rak karout a ra hor broad : eñ eo en deus savet deomp ar sinagogenn ».

Jésus était en route avec eux, et déjà il n’était plus loin de la maison, quand le centurion envoya des amis lui dire : « Seigneur, ne prends pas cette peine, car je ne suis pas digne que tu entres sous mon toit. Lc 7, 6 : Jezuz eta a yeas ganto. N’edo ken pell diouzh an ti, pa gasas ar c’hantener un nebeut mignoned da lavarout dezhañ : « Aotrou, arabat dit en em ziaezañ, rak n’on ket din e teufes dindan va zoenn.

C’est pourquoi je ne me suis pas autorisé, moi-même, à venir te trouver. Mais dis une parole, et que mon serviteur soit guéri ! Lc 7, 7 : Setu perak n’em eus ket kredet mont va-unan betek ennout. Met lavar ur gêr ha pareet e vo va mevel.

Moi, je suis quelqu’un de subordonné à une autorité, mais j’ai des soldats sous mes ordres ; à l’un, je dis : “Va”, et il va ; à un autre : “Viens”, et il vient ; et à mon esclave : “Fais ceci”, et il le fait. » Lc 7, 8 : Rak me ivez va-unan, daoust ma-z on dindan c’halloud un all, am eus soudarded dindanon, ha pa lavaran da unan : Kae ! ez a ; ha d’unan all : Deus ! e teu ; ha d’am mevel : Gra kement-mañ ! e ra.

Entendant cela, Jésus fut en admiration devant lui. Il se retourna et dit à la foule qui le suivait : « Je vous le déclare, même en Israël, je n’ai pas trouvé une telle foi ! » Lc 7, 9 : O vezañ klevet ar c’homzoù-se, e voe Jezuz estlammet gantañ ; hag o treiñ ouzh ar bobl a oa ouzh e heul, e lavaras : « me 'lavar deoc’h, zoken en Israel, n’em eus kavet ken bras feiz ».

Revenus à la maison, les envoyés trouvèrent l’esclave en bonne santé. Lc 7, 10 : Pa zistroas ar gannaded d’an ti, e kavjont ar mevel yac’h.

Par la suite, Jésus se rendit dans une ville appelée Naïm. Ses disciples faisaient route avec lui, ainsi qu’une grande foule. Lc 7, 11 : Hag e c’hoarvezas da c’houde, ma-z eas Jezuz d’ur gêr anvet Naim ; ha gantañ e oa oc’h ober hent e ziskibien hag ur bobl a dud.

Il arriva près de la porte de la ville au moment où l’on emportait un mort pour l’enterrer ; c’était un fils unique, et sa mère était veuve. Une foule importante de la ville accompagnait cette femme. Lc 7, 12 : Evel ma tostae ouzh dor ar gêr-se, setu ma oa kaset d’ar bez un den marv, mab pennhêr e vamm, hag intañvez e oa homañ. Hag ur bern tud eus kêr a oa ganti.

Voyant celle-ci, le Seigneur fut saisi de compassion pour elle et lui dit : « Ne pleure pas. » Lc 7, 13 : An Aotrou ouzh he gwelout a voe teneraet e galon outi, hag a lavaras dezhi : « Na ouel ket ! ».

Il s’approcha et toucha le cercueil ; les porteurs s’arrêtèrent, et Jésus dit : « Jeune homme, je te l’ordonne, lève-toi. » Lc 7, 14 : Tostaat a reas ha stekiñ ouzh an arched ; an dougerien a chomas a-sav. Ha neuze e lavaras : « Den yaouank, me 'lavar dit, sav ! »

Alors le mort se redressa et se mit à parler. Et Jésus le rendit à sa mère. Lc 7, 15 : Hag an den marv da sevel en e goazez ha da stagañ da gomz. Ha Jezuz e roas en-dro d’e vamm.

La crainte s’empara de tous, et ils rendaient gloire à Dieu en disant : « Un grand prophète s’est levé parmi nous, et Dieu a visité son peuple. » Lc 7, 16 : Aon a grogas en holl dud-se ha rentañ a raent gloar da Zoue en ur lavarout : « Ur profed bras a zo savet en hon touez, deuet eo Doue da welout e bobl ».

Et cette parole sur Jésus se répandit dans la Judée entière et dans toute la région. Lc 7, 17 : Hag ar vrud-se diwar-benn Jezuz en em skignas dre Judea a-bezh, ha dre an holl vro tro-war-dro.

Les disciples de Jean le Baptiste annoncèrent tout cela à leur maître. Alors Jean appela deux d’entre eux Lc 7, 18 : Degemennet e voe da Yann gant e ziskibien an holl draoù-se. Ha Yann o vezañ galvet daou anezho,

et les envoya demander au Seigneur : « Es-tu celui qui doit venir, ou devons-nous en attendre un autre ? » Lc 7, 19 : o c’hasas da gaout an Aotrou, da c’houlenn outañ : « Ha te eo an hini a zle dont, pe un all hon eus da c’hortoz ? »

Arrivés près de Jésus, ils lui dirent : « Jean le Baptiste nous a envoyés te demander : Es-tu celui qui doit venir, ou devons-nous en attendre un autre ? » Lc 7, 20 : En em gavet en e gichen, e lavaras ar wazed-se dezhañ : « Yann Vadezour en deus hor c’haset davedout da c’houlenn : Ha te eo an hini a zle dont, pe un all hon eus da c’hortoz ? »

À cette heure-là, Jésus guérit beaucoup de gens de leurs maladies, de leurs infirmités et des esprits mauvais dont ils étaient affligés, et à beaucoup d’aveugles, il accorda de voir. Lc 7, 21 : D’an ampoent e pareas Jezuz kalz a dud diouzh o c’hleñvedoù, o nammoù, hag o drouksperedoù, ha da galz a dud dall e taskoras gras ar gweled.

Puis il répondit aux envoyés : « Allez annoncer à Jean ce que vous avez vu et entendu : les aveugles retrouvent la vue, les boiteux marchent, les lépreux sont purifiés, les sourds entendent, les morts ressuscitent, les pauvres reçoivent la Bonne Nouvelle. Lc 7, 22 : Ma respontas eta dezho : « It da zegemenn da Yann ar pezh hoc’h eus gwelet ha klevet : an dalled a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, hag ar beorien a zo prezeget dezho ar c’heloù mat.

Heureux celui qui ne trébuchera pas à cause de moi ! » Lc 7, 23 : Hag evurus an neb ne vin ket un droukskoilh evitañ! »

Après le départ des messagers de Jean, Jésus se mit à dire aux foules à propos de Jean : « Qu’êtes-vous allés regarder au désert ? un roseau agité par le vent ? Lc 7, 24 : Hag aet kannaded Yann dioutañ, en em lakaas Jezuz da lavarout d’ar bobl diwar-benn Yann : « Da welout petra oc’h aet d’ar gouelec’h ? Ur gorzenn brallet gant an avel ?

Alors, qu’êtes-vous allés voir ? un homme habillé de vêtements raffinés ? Mais ceux qui portent des vêtements somptueux et qui vivent dans le luxe sont dans les palais royaux. Lc 7, 25 : Met petra oc’h aet da welout ? Un den gwisket gant dilhad flour ? Hogen ar re a wisk dilhad lorc’hus hag a vev er blijadurezh a vez kavet e palezioù ar rouaned.

Alors, qu’êtes-vous allés voir ? un prophète ? Oui, je vous le dis ; et bien plus qu’un prophète ! Lc 7, 26 : Met petra oc’h aet da welout ? Ur profed ? Ya me 'lavar deoc’h, ha muioc’h eget ur profed.

C’est de lui qu’il est écrit : Voici que j’envoie mon messager en avant de toi, pour préparer le chemin devant toi. Lc 7, 27 : Hennezh eo an hini a zo bet skrivet diwar e benn : Setu ma kasan va c’hannad dirazout, evit ma kempenno an hent evidout.

Je vous le dis : Parmi ceux qui sont nés d’une femme, personne n’est plus grand que Jean ; et cependant le plus petit dans le royaume de Dieu est plus grand que lui. Lc 7, 28 : me 'lavar deoc’h, e-touez bugale ar gwragez, evit brasoc’h eget Yann, n’eus den ebet. Ha padal, an disterañ e Rouantelezh Doue a zo brasoc’h egetañ.

Tout le peuple qui a écouté Jean, y compris les publicains, en recevant de lui le baptême, a reconnu que Dieu était juste. Lc 7, 29 : An holl bobl o vezañ e glevet, hag ar Bublikaned o-unan, o deus rentet justis da Zoue, dre resev badeziant Yann.

Mais les pharisiens et les docteurs de la Loi, en ne recevant pas son baptême, ont rejeté le dessein que Dieu avait sur eux. Lc 7, 30 : Ar Farizianed avat, hag al lezennourien o deus kaset da netra mennad Doue diwar o fenn, o chom hep resev e vadeziant.

À qui donc vais-je comparer les gens de cette génération ? À qui ressemblent-ils ? Lc 7, 31 : Ouzh piv eta keñveriañ tud ar remziad-mañ ? Ouzh piv ez int heñvel ?

Ils ressemblent à des gamins assis sur la place, qui s’interpellent en disant : “Nous vous avons joué de la flûte, et vous n’avez pas dansé. Nous avons chanté des lamentations, et vous n’avez pas pleuré.” Lc 7, 32 : Heñvel ez int ouzh paotredigoù azezet war ar blasenn hag oc’h hopal an eil re d’ar re all : Fleütet hon eus deoc’h ha n’hoc’h eus ket dañset, klemmganet hon eus deoc’h ha n’hoc’h eus ket leñvet.

Jean le Baptiste est venu, en effet ; il ne mange pas de pain, il ne boit pas de vin, et vous dites : “C’est un possédé !” Lc 7, 33 : Rak deuet eo Yann Vadezour : ne zebr ket bara, ne ev ket gwin, hag e lavarit : Un diaoul ’zo ennañ.

Le Fils de l’homme est venu ; il mange et il boit, et vous dites : “Voilà un glouton et un ivrogne, un ami des publicains et des pécheurs.” Lc 7, 34 : Deuet eo Mab an Den o tebriñ, oc’h evañ, hag e lavarit : Setu ur gwall-debrer hag ul lonker gwin, mignon d’ar Bublikaned ha d’ar bec’herien.

Mais, par tous ses enfants, la sagesse de Dieu a été reconnue juste. » Lc 7, 35 : Ar Furnez avat a zo bet rentet justis dezhi gant he bugale ».

Un pharisien avait invité Jésus à manger avec lui. Jésus entra chez lui et prit place à table. Lc 7, 36 : Unan eus ar Farizianed e bedas da zebriñ gantañ. Antreet e ti ar Farizian en em lakaas ouzh taol.

Survint une femme de la ville, une pécheresse. Ayant appris que Jésus était attablé dans la maison du pharisien, elle avait apporté un flacon d’albâtre contenant un parfum. Lc 7, 37 : Ha sed ur vaouez, ur bec’herez eus kêr, pa’z anavezas edo Jezuz ouzh taol e ti ar Farizian a gemeras ul lestr alabastr leun a c’hwezh-vat ;

Tout en pleurs, elle se tenait derrière lui, près de ses pieds, et elle se mit à mouiller de ses larmes les pieds de Jésus. Elle les essuyait avec ses cheveux, les couvrait de baisers et répandait sur eux le parfum. Lc 7, 38 : hag oc’h en em lakaat a-dreñv, e-harz e dreid, en ur ouelañ, e krogas da c’hlebiañ e dreid gant he daeroù, hag e sec’he anezho gant he blev, ha pokat a rae d’e dreid ha skuilhañ warno an eoul a c’hwezh-vat.

En voyant cela, le pharisien qui avait invité Jésus se dit en lui-même : « Si cet homme était prophète, il saurait qui est cette femme qui le touche, et ce qu’elle est : une pécheresse. » Lc 7, 39 : O welout kement-se, ar Farizian hag en devoa e bedet, a lavare ennañ e-unan : « Hemañ ma vefe un diouganer, e oufe piv ha petra eo ar vaouez-se a stok outañ : ur bec’herez ! »

Jésus, prenant la parole, lui dit : « Simon, j’ai quelque chose à te dire. – Parle, Maître. » Lc 7, 40 : Met Jezuz o respont a lavaras dezhañ : « Simon, un dra am eus da lavarout dit ». - « Lavar, Mestr ! » emezañ.

Jésus reprit : « Un créancier avait deux débiteurs ; le premier lui devait cinq cents pièces d’argent, l’autre cinquante. Lc 7, 41 : « Bez’ e oa ur c’hredour hag en devoa daou zleour : unan anezho a zlee dezhañ pemp kant diner hag egile hanter-kant.

Comme ni l’un ni l’autre ne pouvait les lui rembourser, il en fit grâce à tous deux. Lequel des deux l’aimera davantage ? » Lc 7, 42 : Pa n’o devoa ket peadra da zaskoriñ dezhañ e roas dezho o-daou diskarg eus o dle. Pehini anezho eta e garo ar muiañ ? »

Simon répondit : « Je suppose que c’est celui à qui on a fait grâce de la plus grande dette. – Tu as raison », lui dit Jésus. Lc 7, 43 : Simon a respontas : « Me a gav din ez eo an hini a zo bet distaolet ar muiañ dezhañ ». - « Barnet mat ac’h eus », eme Jezuz dezhañ.

Il se tourna vers la femme et dit à Simon : « Tu vois cette femme ? Je suis entré dans ta maison, et tu ne m’as pas versé de l’eau sur les pieds ; elle, elle les a mouillés de ses larmes et essuyés avec ses cheveux. Lc 7, 44 : Hag o treiñ war-zu ar vaouez, e lavaras da Simon : « Gwelout a rez ar vaouez-mañ ? Antreet on ez ti, met dour ebet n’ac’h eus skuilhet din war va zreid. Hi avat gant he daeroù he deus glebiet va zreid, ha gant he blev he deus o sec’het.

Tu ne m’as pas embrassé ; elle, depuis qu’elle est entrée, n’a pas cessé d’embrasser mes pieds. Lc 7, 45 : Pok ebet n’ac’h eus roet din, hi avat abaoe ma-z on antreet, n’eo ket paouezet a bokat d’am zreid.

Tu n’as pas fait d’onction sur ma tête ; elle, elle a répandu du parfum sur mes pieds. Lc 7, 46 : Eoul ebet n’ac’h eus skuilhet war va fenn, hi avat eo louzoù c’hwezh-vat he deus skuilhet war va zreid.

Voilà pourquoi je te le dis : ses péchés, ses nombreux péchés, sont pardonnés, puisqu’elle a montré beaucoup d’amour. Mais celui à qui on pardonne peu montre peu d’amour. » Lc 7, 47 : Setu perak, me 'lavar dit, eo distaolet dezhi he fec’hedoù, he fec’hedoù niverus, o vezañ m’he deus karet kalz. Hogen an hini a bardoner nebeut dezhañ, a gar nebeut ivez ».

Il dit alors à la femme : « Tes péchés sont pardonnés. » Lc 7, 48 : Neuze e lavaras d’ar vaouez : « Pardonet eo da bec’hedoù ».

Les convives se mirent à dire en eux-mêmes : « Qui est cet homme, qui va jusqu’à pardonner les péchés ? » Lc 7, 49 : M’en em lakaas ar gouvidi da lavarout enno o-unan : « Piv eo hemañ hag a zistaol zoken ar pec’hedoù ? »

Jésus dit alors à la femme : « Ta foi t’a sauvée. Va en paix ! » Lc 7, 50 : Met eñ a lavaras d’ar vaouez : « Da feiz he deus da salvet, kae e peoc’h ».