Levr ar C’hrennlavarioù - Pennad 16
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31
Pennad 16
Dans son cœur, l’homme propose ; par sa parole, Dieu dispose. Pr 16, 1 : D’an den eo sevel mennadoù en e galon, met eus an Aotrou e teu an disentez.
Chacun trouve sa conduite pure, mais le Seigneur pèse les esprits. Pr 16, 2 : Pep den a gav dezhañ ez eo glan e hentoù, nemet eo an aotrou a bouez ar c’halonoù.
Remets ton action au Seigneur, et tes projets réussiront. Pr 16, 3 : Erbed ouzh an Aotrou da holl ober, hag e troio da vat da vennadoù.
Le Seigneur a tout fait selon son dessein, même le méchant, pour les jours de malheur. Pr 16, 4 : An Aotrou en deus graet pep tra diouzh e finvez, ha zoken an den drouk evit deiz ar gwalleur.
Le Seigneur a horreur des prétentieux : promis, juré, ils ne resteront pas impunis. Pr 16, 5 : Un euzhusted 'vit an Aotrou eo ar galon lorc’hus, sur-mat, ne chomo ket digastiz !
Fidélité et loyauté effacent une faute, la crainte du Seigneur détourne du mal. Pr 16, 6 : Gant madelezh ha fealded e tic’haouer ar pec’hed, ha gant doujañs an Aotrou en em zistroer diouzh an droug.
Quand le Seigneur apprécie la conduite de l’homme, il lui concilie même ses ennemis. Pr 16, 7 : Pa gav an Aotrou plijadur gant hentoù un den e oar peoc’haat outañ e holl enebourien zoken.
Mieux vaut peu dans la justice que de grands profits hors du droit ! Pr 16, 8 : Gwelloc’h eo un nebeud gant eeunded, eget leveoù bras hep onestiz.
L’homme, en son cœur, fait des projets de route, et le Seigneur dirige ses pas. Pr 16, 9 : Kalon an den eo an hini a zibab an hent, met an Aotrou an hini a nerzhusa e gammedoù.
Sentence sur les lèvres du roi : quand il juge, sa bouche est infaillible. Pr 16, 10 : Diouganerezh a zo war vuzelloù ar Roue ; e lavaroù, pa varn, ne faziont ket.
Une balance juste plaît au Seigneur, chacun des poids est son œuvre. Pr 16, 11 : Balañs ha skudelloù a zo tra d’an Aotrou : holl bouezioù ar sac’h a zo dezhañ.
Les rois ont le mal en horreur, car la justice affermit le trône. Pr 16, 12 : E rouaned, ober an droug tra kasaus : rak ar reizh eo an hini a lak o zron divrañsellus.
Des lèvres justes ont la faveur du roi, il aime celui qui parle avec droiture. Pr 16, 13 : Gras ar roue a ya d’an dud gwirion o muzelloù, plijout a ra dezhañ an neb a zo feal en e gomzoù.
La fureur du roi est messagère de mort, mais un sage saura l’apaiser. Pr 16, 14 : Fulor ar Roue ’zo kannad a varv, met an den fur a oar e habaskaat.
La lumière sur le visage du roi donne la vie, sa faveur est comme une pluie de printemps. Pr 16, 15 : Gant sklêrijenn dremm ar Roue ez eus buhez ; 'vel ur glav a nevezamzer, e c’hrad-vat.
Mieux vaut acquérir la sagesse que l’or, et l’intelligence plutôt que l’argent. Pr 16, 16 : Gwelloc’h gounit furnez eget pinvidigezh, gwelloc’h gounit skiant eget arc’hant.
La route des hommes droits se détourne du mal ; qui surveille son chemin garde sa vie. Pr 16, 17 : Hent an den reizh en em zistro diouzh an droug, neb a daol pled ouzh e zoare a ziwall e vuhez.
L’orgueil précède l’effondrement, et la prétention, la chute. Pr 16, 18 : A-raok ar rivin, lorc’hentez, a-raok an dismantr, uhelegezh !
Mieux vaut être humble parmi des gens modestes, que partager un butin avec des orgueilleux. Pr 16, 19 : Gwell eo bevañ dilorc’h e-touez reuzeudien eget bezañ lodek e preizh al lorc’heien.
Un homme avisé trouvera le bonheur ; qui se fie au Seigneur est plus heureux encore ! Pr 16, 20 : Neb a daol pled ouzh ar gomz a gavo an eurvad, evurus eo an neb en em fiz en Aotrou.
La sagesse du cœur, on l’appelle intelligence ; la douceur des paroles aide à apprendre. Pr 16, 21 : Neb ’zo fur a galon 'vez anvet skiantek, ha douster e gomzoù a gresk o foellegezh.
Le bon sens, pour qui le possède, est source de vie, mais les fous n’enseignent que folie. Pr 16, 22 : Ar skiant-vat ’zo mammenn a vuhez evit he ferc’henned, kastiz an dud diboell eo o diboellegezh.
Le sage, en son cœur, affine ses propos, et sa parole aide à apprendre. Pr 16, 23 : Kalon an den fur a laka poellegezh en e c’henoù ha war e vuzelloù gouiziegezh da skediñ.
Les paroles aimables sont un rayon de miel : douces au palais, elles redonnent des forces. Pr 16, 24 : Ar c’homzoù mat a zo terennoù-mel, un douster d’an ene, ur yec’hed d’an eskern.
Il y a un chemin qui semble droit, mais au terme, ce sont des chemins de mort. Pr 16, 25 : Hentoù ’zo hag a seblant eeun d’an den, met o fenn diwezhañ a gundu d’ar marv.
L’estomac du travailleur l’oblige à travailler, c’est la faim qui le presse ! Pr 16, 26 : Naon ar micherour a labour evitañ, rak ezhomm e c’henoù eo a vroud anezhañ.
Le vaurien prépare un mauvais coup : sur ses lèvres, c’est comme un feu dévorant. Pr 16, 27 : An den didalvez, un oberour a walleur, rak un tan pulluc’hus a zo war e ziweuz.
Un pervers sème la discorde, le calomniateur divise les amis. Pr 16, 28 : An den korvigellek, un atizer rendaeloù, ar flatrer, un disranner mignoned.
Un violent entraîne son compagnon et lui fait prendre le mauvais chemin. Pr 16, 29 : An den taer, lorber e nesañ, e sachañ a ra d’an hent gwashañ.
S’il ferme les yeux, c’est qu’il médite un coup pervers ; s’il serre les lèvres, le mal est fait ! Pr 16, 30 : An neb a serr e zaoulagad 'vit itrikañ yudazerezh, stardet gantañ e vuzelloù, en deus dija kaset an droug da benn.
Les cheveux blancs sont une couronne splendide : on la trouve sur les chemins de la justice. Pr 16, 31 : Gwennder ar blev ’zo kurun a enor, war hentoù ar reizhder pa vez kavet.
L’homme patient vaut mieux que le héros : mieux vaut maîtriser son humeur que prendre une ville. Pr 16, 32 : Gwelloc’h eo pasianted eget harozegezh, ha gwell eo bezañ mestr war e gounnar 'vit aloubiñ kêrioù.
On tire au sort avec un dé, mais le Seigneur décide de tout. Pr 16, 33 : Taolet e vez ar sord e pleg ar sae, an disentez avat a zo tra an Aotrou !
