Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr ar C’hrennlavarioù » Pennad 21

Levr ar C’hrennlavarioù - Pennad 21

Levr : Levr ar C’hrennlavarioù
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31

Pennad 21



Le Seigneur dispose du cœur du roi comme d’un canal d’irrigation, il le dirige où il veut. Pr 21, 1 : Etre daouarn doue emañ kalon ar Roue 'vel ur wazh-dour : he c’hosteziñ a ra war-zu al lec’h ma kar.

La conduite d’un homme est toujours droite à ses yeux, mais c’est le Seigneur qui pèse les cœurs. Pr 21, 2 : Holl hentoù an den a zo reizh d’e zaoulagad, met an Aotrou eo an hini a bouez ar c’halonoù.

Accomplir la justice et le droit plaît au Seigneur plus que le sacrifice. Pr 21, 3 : Ober ar pezh ’zo just ha reizh a zo gwelloc’h da gwelloc’h da sell an Aotrou eget sakrifisoù.

Regarder de haut, se rengorger : ainsi brillent les méchants, mais ce n’est que péché. Pr 21, 4 : Daoulagad lorc’hus, kalon c’hwezhet, flammded ar re fall ned eo nemet pec’hed.

Les plans de l’homme actif lui assurent du profit ; mais la précipitation conduit à l’indigence. Pr 21, 5 : Labourat gant aked ne ro nemet gounid, met hastañ a-benn-herr a gas d’an dienez.

Une fortune acquise par le mensonge : illusion fugitive de qui cherche la mort. Pr 21, 6 : Teñzorioù gounezet gant gevier, lorc’hachoù dibad gant tud o klask ar marv.

Les méchants seront victimes de leur violence, car ils refusent d’agir selon le droit. Pr 21, 7 : Drouknerzh ar re fallakr a skrap anezho kuit dre ma nac’hont ober ar pezh ’zo reizh.

Les méthodes de l’imposteur sont tortueuses ; un homme honnête agit droitement. Pr 21, 8 : Korvigellek eo hent an torfedour, met eeun eo doare an den didamall.

Mieux vaut loger dans un coin de terrasse que partager sa maison avec une mégère. Pr 21, 9 : Gwell eo bezañ lojet e korn un doenn eget bezañ o chom gant ur vaouez kintus.

Le méchant ne désire que le mal ; il n’a pas un regard de pitié pour son prochain. Pr 21, 10 : Ene an den fall a c’hoanta falloni, n’eo ket gantañ e kavfe an hentez trugarez.

Quand on punit l’insolent, l’étourdi devient sage ; le sage, il suffit de le raisonner pour qu’il comprenne. Pr 21, 11 : Kastizit ar goapaer, mar bez leal e furaio, kelennit un den fur, hag e skiant c’hoazh a gresko.

Le juste considère le clan du méchant : le méchant pervertit les autres pour leur malheur. Pr 21, 12 : Unan just a sell pizh ouzh ti an den fallakr, hag a oar stlepel ar re zrouk en drougeur.

Qui fait la sourde oreille à la clameur des faibles criera lui-même sans obtenir de réponse. Pr 21, 13 : An neb a van bouzar ouzh garm an ezhommeg, pa grio e-unan, ne gavo ket respont.

On apaise une colère par un présent discret, la fureur violente par un cadeau sous le manteau. Pr 21, 14 : Un donezon e-kuzh a zistan an imor, ur road dre zindan ar vantell a dorr gwashañ fulor.

L’exercice du droit est une joie pour le juste ; c’est la terreur des malfaisants. Pr 21, 15 : Seveniñ ar justis, levenez an den reizh, ur spouron avat evit an drougoberourien.

L’homme qui erre loin des voies de la raison ira reposer parmi les Ombres. Pr 21, 16 : Neb a ziroud diwar hent an evezhiegezh a ziskuizho e bodadeg ar re varv.

Qui aime faire la fête sera sans le sou, qui aime le vin et les parfums ne fera pas fortune. Pr 21, 17 : Neb a gar ar blijadur a chomo den didra, neb a gar gwin ha chervad, tamm ebet ne binvidika.

Le méchant paiera pour le juste, et le fourbe, à la place des honnêtes gens. Pr 21, 18 : En eskemm d’an den reizh 'mañ an den fall, a gempouez d’an dud leal, an treitour.

Mieux vaut aller vivre au désert qu’avec une mégère acariâtre ! Pr 21, 19 : Gwell eo bezañ o chom en ur gouelec’h didud eget bevañ gant ur vaouez krozerez ha kintus.

Dans la demeure du sage, abondance et trésor désirable ; l’insensé n’en fait qu’une bouchée ! Pr 21, 20 : Pourvez hag eoul a zo e ti an den fur, hogen an diboell a lonk anezho.

Qui poursuit justice et fidélité trouvera la vie et la gloire ! Pr 21, 21 : An neb a glask justis ha fealded a gavo buhez hag enor.

Le sage a pris d’assaut une ville de héros, il en a rasé la citadelle, son lieu sûr. Pr 21, 22 : Kêr ar vrezelourien, an den fur 'aloubo anezhi hag a ziskaro ar voger a fizient enni.

Qui garde sa bouche et sa langue se garde lui-même de bien des angoisses. Pr 21, 23 : Ober gward war e c’henoù hag e deod a zo en em ziwall diouzh an enkrez.

L’orgueilleux, le prétentieux, a pour nom : « l’Insolent » ! Il n’agit que dans l’orgueil et l’excès. Pr 21, 24 : Rok ha lorc’hus, goapaer a vez graet anezhañ, eñ hag en em ren diouzh braster e zivergontiz.

Les désirs du paresseux le tuent, car ses mains refusent de passer à l’acte. Pr 21, 25 : C’hoantoù an den diek a zo kaoz d’e varv rak e zaouarn n’houllont ket labourat.

Au long du jour, il va de désir en désir, tandis que le juste donne sans compter. Pr 21, 26 : Bepred emañ an den fall o c’hoantaat tra pe dra, an den reizh avat a zalc’h da reiñ hep nac’hañ.

Le sacrifice des méchants est une horreur, d’autant plus qu’ils le font dans un esprit perfide. Pr 21, 27 : Un euzhadenn eo sakrifis an dud fall ; muioc’h c’hoazh mar bez profet gant ur gwall-vennad.

Le faux témoin périra ; seul peut parler l’homme qui a entendu. Pr 21, 28 : An test gaouiat a yelo da goll, an den a oar selaou a zalc’ho da gomz.

Le méchant prend un air assuré ; l’homme droit, lui, avance de pied ferme. Pr 21, 29 : An den fall a vale gant un neuz divergont, met an den reizh a daol evezh ouzh ar pezh a ra.

Point de sagesse, point de raison, point de projet qui tienne en face du Seigneur ! Pr 21, 30 : N’eus na furnez na poellegezh na kuzulioù a dalvezfe ouzh an Aotrou.

On équipe son cheval pour le jour du combat, mais c’est le Seigneur qui détient la victoire. Pr 21, 31 : Ar marc’h a baramanter evit deiz an emgann, an trec’h avat a zo e dalc’h an Aotrou.