Levr ar C’hrennlavarioù - Pennad 27
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31
Pennad 27
Ne te félicite pas du lendemain, tu ne sais pas ce qu’aujourd’hui va enfanter. Pr 27, 1 : N’en em veul ket eus an deiz warc’hoazh rak n’ouzout ket petra c’hano an deiz-se.
Qu’un autre te loue, mais pas ta bouche, n’importe qui, mais pas tes lèvres ! Pr 27, 2 : Un all d’az meulo ha n’eo ket da c’henoù, un estren, ha n’eo ket da vuzelloù !
Ça pèse, la pierre, c’est lourd, le sable, plus lourd encore, les humeurs d’un sot ! Pr 27, 3 : Pounner ar maen ha pounner traezh an aod met pounneroc’h c’hoazh buanegezh ur sod.
La rage est sans pitié, la colère, impétueuse ; mais qui tiendra devant la jalousie ? Pr 27, 4 : Didruez eo ar fulor ha taer-bouilh ar gounnar, met dirak ar warizi piv a c’hello harpañ ?
Mieux vaut franche critique qu’amitié hypocrite ! Pr 27, 5 : Gwell eo rebechoù dizolo eget karantez digomz.
Un ami donne des coups loyalement ; les baisers de l’ennemi sont trompeurs. Pr 27, 6 : Gloazioù a-berzh mignon, merkoù a fealded ; met gaouiat eo pokoù an enebour.
Ventre repu fait fi du miel ; à ventre affamé tout est doux, même le fiel ! Pr 27, 7 : Stomok leun a ra fae war ar mel : stomok kleuz, ar c’hwerv zoken a zo dous dezhañ.
Comme l’oiseau migrant loin de son nid, ainsi va l’émigré loin de chez lui. Pr 27, 8 : Evel un evn o tec’hout pell diouzh e neizh an den o tec’hout pell diouzh e vro.
Baumes et parfums mettent le cœur en joie : la douceur de l’ami l’emporte sur les rêves. Pr 27, 9 : Evel d’an eoul-frond da laouenaat ar galon, alioù ur mignon ’zo douster d’an ene.
Ne laisse pas tomber ton ami, ni l’ami de ton père ; ne va pas chez ton frère le jour où tu es ruiné : mieux vaut proche voisin que frère lointain ! Pr 27, 10 : Na zilez ket da vignon na mignon da dad, nag e deiz ar gwalleur n’ez ket da gaout da vreur : gwell eo un amezeg tost eget ur breur pell.
Sois un sage, mon fils, pour ma plus grande joie, et j’aurai de quoi répondre à qui m’insulte. Pr 27, 11 : Bez fur, va mab, laouena va c’halon, hag e c’hellin respont d’am c’hunujenner.
Bien avisé qui voit le malheur et se met à l’abri ; l’étourdi passe outre, il le paiera. Pr 27, 12 : An den poellek, pa wel ar reuz o tont, a glask en em guzhat, met ar re sot a zalc’h da vont hag a vez gwasket.
Quelqu’un s’est-il porté garant pour un tiers, saisis son manteau ; s’il l’a fait pour des étrangers, prends-lui un gage ! Pr 27, 13 : Kemer e wiskamant ! Aet eo da gred 'vit un estren, 'vit tud a ziavaez, krog ’ta ennañ !
Bénir un ami, tôt matin, à grands cris ? Autant le maudire ! Pr 27, 14 : An neb a daol a vouezh uhel, a-dal gouloù-deiz, bennozhioù war e nesañ, eo evel pa vallozhfe anezhañ.
La gouttière qui ne cesse de couler un jour de pluie et l’épouse querelleuse, c’est tout un : Pr 27, 15 : Ur c’han-dour o tiverañ a-hed un devezh-glav hag ur vaouez tabuterez ’zo tra heñvel :
autant vouloir retenir le vent ou prendre de l’huile avec ses doigts ! Pr 27, 16 : Herzel outi a zo herzel ouzh an avel, pe kemer eoul gant an dorn.
Le fer s’aiguise avec le fer, et l’homme s’aiguise à rencontrer son prochain ! Pr 27, 17 : Houarn en em lemm ouzh houarn, hag an den dre zaremprediñ den.
Qui soigne son figuier en mangera les fruits, qui veille sur son maître en recevra l’honneur. Pr 27, 18 : Neb a ziwall e fiezenn a zebr ar frouezh diouti neb a ra gward da ziwall e vestr a denn enor dioutañ.
Comme un visage voit son reflet dans l’eau, ainsi l’homme se voit-il en son cœur. Pr 27, 19 : Evel ma respont en dour un dremm d’an dremm, evel-se kalon an den da galon an den.
Le séjour des morts et l’abîme sont insatiables, les yeux de l’homme aussi sont insatiables ! Pr 27, 20 : Ar Sheol hag an Abaddon n’o devez ket o gwalc’h, na daoulagad an den ne vezont dinaoniet nepred.
On éprouve l’argent au creuset, l’or au fourneau, et l’homme par la bouche de qui fait son éloge. Pr 27, 21 : An teuzlestr d’an arc’hant hag ar fornez d’an aour, evel-se gant ar vrud 'vez aprouet an den.
Quand tu pilerais le sot dans un mortier, au milieu du grain, avec le pilon, sa sottise ne se détacherait pas de lui ! Pr 27, 22 : Ha pa bilfes ar sod en ur mortez e-giz ma flastrer ar greun gant ar pilouer, ne vefes ket evit disrannañ dioutañ e follentez.
Juge bien de la mine de tes moutons, et prends soin de tes troupeaux, Pr 27, 23 : Taol pled ouzh stad da zeñved ha doug evezh ouzh da dropell,
car la richesse n’est pas éternelle ni les trésors assurés d’âge en âge ! Pr 27, 24 : Rak n’eo ket hollbadus ar binvidigezh, un teñzor ne zalc’h ket da dremen a rumm da rumm.
On fauche le foin, le regain apparaît, on ramasse l’herbe des montagnes : Pr 27, 25 : Troc’het ar geot, adsavet ar gwim, e vez dastumet foenn ar menezioù :
les brebis te paieront le vêtement, les boucs, le prix d’un champ ; Pr 27, 26 : ha neuze az po oaned d’en em wiskañ, ha bouc’hed evit prenañ ur park,
le lait de chèvre suffira à te nourrir, à nourrir ta maison, faire vivre tes servantes. Pr 27, 27 : laezh-gavr a-walc’h evit da voued, evit da di hag evit bevañs da vitizhien.
