Levr ar C’hrennlavarioù - Pennad 2
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31
Pennad 2
Mon fils, accueille mes paroles, conserve précieusement mes préceptes, Pr 2, 1 : Va mab, mar degemerez va c’homzoù, mar mirez ennout va reizhadurioù,
l’oreille attentive à la sagesse, le cœur incliné vers la raison. Pr 2, 2 : o reiñ da skouarn da selaou ar furnez o stouiñ da galon etrezek ar skiantegezh,
Oui, si tu fais appel à l’intelligence, si tu invoques la raison, Pr 2, 3 : ya, d’ar skiant-poell ma rez galv, d’ar veizouriezh ma roez da vouezh,
si tu la recherches comme l’argent, si tu creuses comme un chercheur de trésor, Pr 2, 4 : mar klaskez anezhi evel arc’hant, evel evit ur guzhiadell mar toullez eviti,
alors tu comprendras la crainte du Seigneur, tu découvriras la connaissance de Dieu. Pr 2, 5 : neuze e kompreni doujañs an Aotrou, hag anaoudegezh Doue a gavi.
Car c’est le Seigneur qui donne la sagesse ; connaissance et raison sortent de sa bouche. Pr 2, 6 : Rak an Aotrou eo a ro furnez, eus e c’henoù e teu anaoudegezh ha skiant-poell.
Il réserve aux hommes droits la réussite : pour qui marche dans l’intégrité, il est un bouclier, Pr 2, 7 : Mirout a ra evit an dud eeun e skoazell, ur skoed eo evit ar re a gerzh didamall ;
gardien des sentiers du droit, veillant sur le chemin de ses fidèles. Pr 2, 8 : diwall a ra gwenodennoù ar reizhder, ha hent e vignoned a zifenn.
Alors tu comprendras la justice, le jugement, la droiture, seuls sentiers qui mènent au bonheur. Pr 2, 9 : Neuze e kompreni reizhded ha lealded, hag eeunded hag holl raventoù ar mad.
Car la sagesse viendra dans ton cœur, la connaissance fera tes délices, Pr 2, 10 : Pa yelo ar furnez ez kalon, an deskadurezh d’az ene a vo c’hwek,
la perspicacité te gardera, la raison veillera sur toi. Pr 2, 11 : ar poellataerezh a eveshaio warnout, ar skiant-poell az tifenno,
Tu seras préservé des chemins du mal, de l’homme aux propos pervers, Pr 2, 12 : ouzh da dennañ diouzh an hent fall, diouzh an dud a gomz a-dreuz,
de ceux qui délaissent la route droite pour aller sur les chemins de ténèbre : Pr 2, 13 : a zilez ar gwenodennoù eeun evit mont gant an hentoù teñval
ils prennent plaisir à faire le mal, ils se complaisent dans la pire des perversités ; Pr 2, 14 : a vez laouen oc’h ober an droug, a vez stad enno oc’h ober troioù fall
leurs routes sont tortueuses, ils ne font que dévier sur leurs pistes. Pr 2, 15 : O gwenodennoù o vezañ kildroennek, ha korvigellek o raventoù ;
Tu seras préservé de la femme d’un autre, l’étrangère aux paroles enjôleuses, Pr 2, 16 : ouzh da dennañ diouzh ar wreg estren, an diavaeziadez he c’homzoù flour,
celle qui a délaissé l’ami de sa jeunesse, oublié l’alliance de son Dieu. Pr 2, 17 : he deus dilezet pried he yaouankiz, hag emglev he Doue ankounac’haet ;
Sa maison incline vers la mort, ses détours mènent aux Ombres ; Pr 2, 18 : war zinaou ar marv emañ he zi, war-zu an Anaon emañ he raventoù.
quiconque va chez elle n’en reviendra jamais, il n’atteindra jamais la route de la vie. Pr 2, 19 : Neb a ya ganti ne zeu ket war e giz, ne zegouezh ket war hentoù ar vuhez.
C’est pourquoi il te faut prendre le bon chemin, garder la route des justes : Pr 2, 20 : Evel-se e kerzhi gant hent ar re vat, ha gwenodennoù an dud reizh a viri.
les hommes droits habiteront le pays, les gens intègres y resteront, Pr 2, 21 : Rak an dud eeun a chomo war an douar, an dud didamall a vano warnañ,
mais les méchants seront extirpés du pays, les fourbes en seront arrachés. Pr 2, 22 : met ar re fallakr eus an douar a vo falc’het, an drubarded, diframmet diwarnañ.
