Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr ar C’hrennlavarioù » Pennad 20

Levr ar C’hrennlavarioù - Pennad 20

Levr : Levr ar C’hrennlavarioù
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31

Pennad 20



Le vin provoque, une boisson forte perturbe : quiconque s’y aventure perd toute raison. Pr 20, 1 : Goapaer eo ar gwin ha trouzus an evaj kreñv : en em reiñ dezho n’eo ket fur !

Rugissement d’un lion, la menace du roi : qui se fâche avec lui risque sa vie. Pr 20, 2 : Ur yudadenn leon eo fulor ar Roue : an neb en atiz a noaz outañ e-unan.

Gloire à l’homme qui évite un procès ! Tous les insensés s’y précipitent ! Pr 20, 3 : Ur c’hloar eo 'vit an den en em virout diouzh ar rendael, met an den diskiant en em vount e-barzh.

En automne, le paresseux ne laboure pas ; au temps de la moisson, il cherche… et il n’y a rien ! Pr 20, 4 : Gant ar goañv, an den diek ne labour ket e bark : da goulz an eost e klask,met netra !

Les projets du cœur sont une eau profonde, l’homme raisonnable y puisera. Pr 20, 5 : Un dour don eo an emsoñj e ene an den ur puñs ma oar tennañ dioutañ an den fur.

Tout un chacun proteste de sa bonne foi, mais un homme de confiance, qui le trouvera ? Pr 20, 6 : Kalz a dud a lavar bezañ feal, met un den sur, piv e gavo ?

Le juste marche droit : heureux ses enfants après lui ! Pr 20, 7 : Pa gerzh an den just gant hent ar reizhder, evurus e vugale war e lerc’h.

Au tribunal, quand le roi préside, d’un regard, il dissipe le mal ! Pr 20, 8 : azezet war gador ar reizhder, ar Roue gant e sell 'argas an droug.

Qui peut dire : « J’ai purifié mon cœur, maintenant, je suis sans péché » ? Pr 20, 9 : Piv a c’hell lavarout : Va c’halon am eus puraet, me ’zo naet eus va fec’hed !

Deux poids, deux mesures : le Seigneur en a horreur ! Pr 20, 10 : Pouez ha pouez, muzul ha muzul, daou dra ken euzhus all evit an Aotrou !

On jugera d’un jeune à sa façon de faire : travaille-t-il proprement, selon les règles ? Pr 20, 11 : Ar bugel zoken ’n e c’hoarioù a ziskouez hag eñ e vo mat ha reizh e oberoù.

L’oreille qui entend, l’œil qui voit : le Seigneur les a faits l’un et l’autre. Pr 20, 12 : Ar skouarn a glev, al lagad a wel, o daou eo an Aotrou en deus graet anezho.

Ne prends pas le goût du sommeil, tu deviendrais pauvre ; tiens les yeux ouverts, tu seras rassasié. Pr 20, 13 : Na garez ket kousket gant aon da baouraat, digor da zaoulagad, hag az pez da walc’h a vara.

« Mauvais ! Mauvais ! » dit l’acheteur, mais, tournant les talons, il se frotte les mains ! Pr 20, 14 : Danvez fall, danvez fall ! Eme ar prener, met en ur vont kuit en em veul eus e daol !

De l’or, il y en a ; des pierres précieuses, il n’en manque pas ; mais la parole intelligente, c’est perle rare ! Pr 20, 15 : Aour a zo, perlez e-leizh, met ar priziusañ tra eo an diweuz skiantek.

Quelqu’un s’est-il porté garant pour un tiers, saisis son manteau ; s’il l’a fait pour des étrangers, prends-lui un gage ! Pr 20, 16 : Diskrap dioutañ e wiskamant ! Aet eo da gred 'vit un estren ! Evit tud a ziavaez ! Krog ’ta ennañ !

Il est délicieux, le pain de la fraude, mais après, la bouche en reste pleine de gravier ! Pr 20, 17 : C’hwek eo d’an den ar bara flodet, met war e lerc’h e vez grouan 'leizh ar genoù.

Avec des projets bien concertés, te voilà sûr ; mène la guerre en bon stratège ! Pr 20, 18 : Diwar ali en em starta ar mennadoù, gra brezel eta en ur gemer kuzul !

Qui colporte des cancans trahira le secret : ne fréquente pas les bavards ! Pr 20, 19 : Stalig ar c’helachoù a zroukwerzh sekredoù, n’ez ket d’en em stagañ ouzh ar braeer kaozioù.

Qui maudit père et mère, sa lampe s’éteindra au cœur de la nuit ! Pr 20, 20 : Mallozher e dad hag e vamm e varv e lamp 'kreiz teñvalijenn don.

Une fortune acquise en toute hâte finira par te porter malheur ! Pr 20, 21 : Ar madoù gounezet re vuan da gentañ ne vint ket benniget d’an diwezhañ.

Ne dis pas : « Je rendrai le mal qu’on m’a fait ! » ; compte sur le Seigneur, il te sauvera ! Pr 20, 22 : Na lavar ket : An droug-se a rentin ! En em fiz en Aotrou hag Eñ az tieubo !

Tricher sur le poids, le Seigneur en a horreur : rien de bon dans une balance truquée ! Pr 20, 23 : Kaout daou bouez, un euzhadenn 'vit an Aotrou ! Balañsoù faos, ur gwall !

C’est le Seigneur qui dirige les pas de l’homme : un mortel, comment saurait-il où il va ? Pr 20, 24 : An Aotrou a zo mestr war gammedoù an den : penaos 'c’hellfe an den kompren e hent ?

Voici un piège : dire à la légère : « C’est sacré », et n’y réfléchir qu’après s’être engagé ! Pr 20, 25 : Ur pech eo lavarout diwar skañv : Ur gouestl a ran ! Ha goude ar gouestl hepken en em soñjal !

Le roi sage disperse au vent les méchants : il a traîné sur eux la roue du battage. Pr 20, 26 : Ur roue fur a went ar re fallakr hag a lak ar rod da dremen warno.

C’est une lampe divine, l’esprit de l’homme ; il explore le tréfonds de son être. Pr 20, 27 : Ul lamp-Doue eo spered an den a furch betek e foñs an esmaeoù.

Fidélité, loyauté forment la garde du roi, la fidélité affermira son trône ! Pr 20, 28 : Ar vadelezh hag al lealded a zo gwellañ gwarded ar Roue : hag ar reizhder ’zo stabilded e dron.

La beauté de la jeunesse, c’est sa vigueur ; la parure des anciens, leurs cheveux blancs ! Pr 20, 29 : Gloar ar baotred yaouank eo o nerzh, hag o blev gwenn, kinkladur ar re gozh.

Faire saigner la plaie prévient l’infection ; ainsi la correction guérit en profondeur ! Pr 20, 30 : Ar bloñsadurioù gwadek a zo ur remed a-enep an drougiezh, hag an taolioù-bazh a yac’ha betek foñs ar galon.