Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Levr ar C’hrennlavarioù » Pennad 5

Levr ar C’hrennlavarioù - Pennad 5

Levr : Levr ar C’hrennlavarioù
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | 31

Pennad 5



Mon fils, sois attentif à ma sagesse, prête l’oreille à mes raisons ; Pr 5, 1 : Va mab, bez evezhiek ouzh va furnez, ro da skouarn da glevout va foellegezh,

pour garder un esprit avisé, que tes lèvres s’en tiennent au vrai savoir ! Pr 5, 2 : evit mirout emsoñj ennout ha derc’hel gouiziegezh war da ziweuz.

Oui, le miel coule des lèvres de la femme d’un autre ; plus que l’huile, onctueuse est sa bouche, Pr 5, 3 : Rak muzelloù an diavaeziadez a strilh mel ha flouroc’h eget an eoul eo he c’homzoù,

mais elle laisse à la fin amertume d’absinthe, blessure d’une épée à deux tranchants. Pr 5, 4 : met en diwezh eo c’hwervoc’h eget an huelenn, lemmoc’h eget ur c’hleze div-zremmek.

Vers la mort descendent ses pas, son pied touche au séjour des morts ; Pr 5, 5 : Etrezek ar marv e tiskenn he zreid, ha war-zu ar Sheol e sko he c’hammedoù ;

jamais elle n’ouvrira un chemin de vie ; ses pistes se perdent sans qu’elle en sache rien. Pr 5, 6 : pell diouzh teurel evezh ouzh hentoù ar vuhez ez a he roud da ziankañ ne oar ket da belec’h.

Maintenant, mon fils, écoute-moi, ne t’écarte pas de ce que dit ma bouche : Pr 5, 7 : Ha bremañ, mibien, va selaouit, na zistroit ket diouzh komzoù va genoù.

éloigne de cette femme ton chemin, n’approche pas du seuil de sa maison. Pr 5, 8 : Pella da hent diouti, na dosta ket ouzh dor he zi,

Sinon, tu laisseras chez d’autres ta vigueur et tes années au mari sans pitié ! Pr 5, 9 : betegout nan afe gant un all yaouankiz da nerzh ha da vloavezhioù gant un den kriz,

Oui, des étrangers dévoreront ton énergie, tu travailleras dur pour la maison d’un autre, Pr 5, 10 : betegout na zebrfe ar re all o gwalc’h eus da vadoù, na dremenfe gant estrenien frouezh da labour,

si bien qu’à la fin, tu hurleras, ton corps et ta chair épuisés. Pr 5, 11 : betegout na hirvoudfes a-benn ar fin, pa vo bet kuzumet da gig ha da gorf,

« Ah, diras-tu, comment ai-je pu haïr la discipline, compter pour rien les avertissements ? Pr 5, 12 : ha na lavarfes : Penaos ! Kasaet em eus ar reizhadurezh, ha va c’halon he deus disprizet ar rebechoù ?

Je n’ai pas écouté les maîtres ; je n’ai pas prêté l’oreille à ceux qui me formaient. Pr 5, 13 : N’em eus ket selaouet mouezh va mistri, na roet va skouarn da glevout va c’helennerien ?

Pour un peu, le pire me serait arrivé devant la communauté rassemblée. » Pr 5, 14 : War vetek nebeut e oan kouezhet e goueled an drougeur e-kreiz bodadeg ar bobl hag ar gumuniezh.

Bois de l’eau à ta citerne, des eaux vives de ton puits ! Pr 5, 15 : Ev dour eus da buñs da-unan, eus stivell da feunteun.

Tes sources iraient-elles se répandre au-dehors, couler en ruisseaux sur les places ? Pr 5, 16 : Na lez ket da vammennoù d’en em skuilh er-maez na da wazhioù-dour da vont dre ar plasennoù.

Qu’elles soient pour toi, pour toi seul, sans partage ! Pr 5, 17 : Ra chomint evidout da-unan, na vint ket kenlodet gant tud an diavaez.

Que ta fontaine soit bénie, qu’elle soit ta joie, la femme de ta jeunesse, Pr 5, 18 : Ra vo benniget da eienenn ! Kav da levenez gant gwreg da yaouankiz,

biche de tes amours, gracieuse gazelle ! Laisse-toi toujours enivrer de ses charmes, reste éperdu d’amour pour elle ! Pr 5, 19 : heizez da garantez, gazelenn vistr, ra vevo dalc’hmat ganit ! Ra vi mezvet bepred gant he divronn, drevaet atav gant he c’harantezioù.

Pourquoi, mon fils, t’éprendre d’une autre, enlacer une étrangère ? Pr 5, 20 : Perak en em dommañ ouzh un estrenez ha pokat da vrennid un diavaeziadez ?

Le Seigneur a les yeux sur les chemins de l’homme, il observe toutes ses pistes. Pr 5, 21 : Rak an Aotrou a zo stag e zaoulagad ouzh hentoù Mab-den, sellout a ra pizh ouzh e holl wenodennoù.

Les crimes du méchant se retournent contre lui, il est captif des liens de son péché. Pr 5, 22 : Paket e vo an den fallakr e roued e zrougiezh, dalc’het e vo e lasoù e bec’hed.

Il mourra, faute de discipline ; par trop de folie, il se perdra. Pr 5, 23 : Mervel a ray diwar vank a reizhder, diheñchet e vo gant e re-veur a follentez.