Skip to content
Degemer » Bibl e brezhoneg » Testamant kozh » Kanenn ar C’hanennoù » Pennad 2

Kanenn ar C’hanennoù - Pennad 2

Levr : Kanenn ar C’hanennoù
Pennad : 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8

Pennad 2



Je suis la rose du Sarone, le lis des vallées. LUI Ct 2, 1 : Me eo rozenn-gamm Saron, lilienn ar saonennoù. AN DEN NEVEZ

Comme le lis entre les ronces, ainsi mon amie entre les jeunes filles. ELLE Ct 2, 2 : Evel ul lilienn e-kreiz askol, evel-se va muiañ karet e-touez ar merc’hed yaouank. AR WREG NEVEZ

Comme un pommier entre les arbres de la forêt, ainsi mon bien-aimé entre les jeunes hommes. J’ai désiré son ombre et je m’y suis assise : son fruit est doux à mon palais. Ct 2, 3 : Evel ur wezenn-aval e-touez gwez ar goadeg eo va muiañ-karet e-touez ar baotred yaouank. Dindan e skeud em eus bet c’hoant d’azezañ, hag e frouezh a zo c’hwek d’am staon.

Il m’a menée vers la maison du vin : l’enseigne au-dessus de moi est « Amour ». Ct 2, 4 : Va degaset en deus e ti ar gwin, hag e vanniel, a-us din, eo ar garantez.

Soutenez-moi par des gâteaux de raisins, fortifiez-moi avec des pommes, car je suis malade d’amour ! Ct 2, 5 : Va adnerzhit gant gwestell-rezin, va c’hreñvait gant avaloù, rak klañv ez on gant ar garantez :

Son bras gauche est sous ma tête, et sa droite m’étreint. LUI Ct 2, 6 : Dindan va fenn emañ e zorn kleiz, hag e zorn dehoù am briata. AN DEN NEVEZ

Je vous en conjure, filles de Jérusalem, par les gazelles, par les biches des champs, n’éveillez pas, ne réveillez pas l’Amour, avant qu’il le veuille. ELLE Ct 2, 7 : Hoc’h aspediñ a ran, merc’hed Jeruzalem, en anv gazelenned hag heizezed ar maezioù, na zihunit ket, na zihunit ket va c’harantez a-raok an eur a blijo dezhi. AR WREG NEVEZ

La voix de mon bien-aimé ! C’est lui, il vient… Il bondit sur les montagnes, il court sur les collines, Ct 2, 8 : Mouezh va c’hariad : Emañ o tont en ur lammat war ar menezioù, en ur sailhañ war an torgennoù.

mon bien-aimé, pareil à la gazelle, au faon de la biche. Le voici, c’est lui qui se tient derrière notre mur : il regarde aux fenêtres, guette par le treillage. Ct 2, 9 : Hañval eo va c’hariad ouzh ur c’hazelenn, ouzh mennig un heizez. setu-eñ a-drek hor moger : Sellout a ra dre ar prenestr, spiañ a ra dre ar glouedenn.

Il parle, mon bien-aimé, il me dit : [LUI] Lève-toi, mon amie, ma toute belle, et viens… Ct 2, 10 : Va muiañ karet da sevel e vouezh, ha da lavarout din : [AN DEN NEVEZ] "Sav, va c’harantez, va hollgaer, ha deus !

Vois, l’hiver s’en est allé, les pluies ont cessé, elles se sont enfuies. Ct 2, 11 : Setu aet ar goañv hebiou, tavet ar glav ha tremenet.

Sur la terre apparaissent les fleurs, le temps des chansons est venu et la voix de la tourterelle s’entend sur notre terre. Ct 2, 12 : Difoupet eo ar bleuñv war hon douar, setu distro mare ar c’hanennoù, grougous an durzhunell a glever dre ar vro.

Le figuier a formé ses premiers fruits, la vigne fleurie exhale sa bonne odeur. Lève-toi, mon amie, ma toute belle, et viens… Ct 2, 13 : Ar fiezenn a vount he frouezh nevez ar gwini en o bleuñv a skuilh c’hwezh-vat : Sav, va c’harantez, va hollgaer, ha deus !

Ma colombe, dans les fentes du rocher, dans les retraites escarpées, que je voie ton visage, que j’entende ta voix ! Ta voix est douce, et ton visage, charmant. CHŒUR Ct 2, 14 : O va c’houlmig, e frailhoù ar roc’hell, e gwasked ar reier serzh, diskouez din da zremm, va laka da glevout da vouezh, un dudi eo da vouezh, ur goantiz eo da zremm. AR VAMM

Attrapez-nous ces renards, ces petits renards qui ravagent les vignes, car nos vignes sont en fleurs ! ELLE Ct 2, 15 : Pakit deomp al lern, al lern bihan drasterien ar gwiniegoù, rak en o bleuñv emañ hor re-ni. AR WREG NEVEZ

Mon bien-aimé est à moi, et moi, je suis à lui qui mène paître ses brebis parmi les lis. Ct 2, 16 : Va c’hariad a zo din-me ha me dezhañ, eñ hag a vesa e dropell e-touez al lili.

Avant le souffle du jour et la fuite des ombres, toi, retourne… Sois pareil à la gazelle, mon bien-aimé, au faon de la biche, sur les montagnes escarpées. Ct 2, 17 : A-raok ma c’hwezho aezhenn an deiz ha ma tec’ho kuit ar skeudoù, deus en-dro, va c’hariad, heñvel ouzh ur c’hazelenn, pe ouzh mennig un heizez war menezioù Beter.